retour à la page d'accueil

pages 757, 758, 759, 760

Pages 757, 758, 759, 760

*******

Eil devez a viz Du

Gouel an Anaon

Domine, omnibus in Christo quiescentibus, locum refrigerii, lucis et pacis ut indulgeas, deprecamur.
Otrou, da gement hini a zo maro en karante Jezuz-Krist, roët, ni ho ped, eul lec'h a freskadurez, a sklerijen hag a beuc'h.
(Komzou hag a lavar bemde ar beleg, prest goude ar gorreou, en oferen).

An Iliz he deus bugale en pevar c'horn ar bed, eus ar zav-heol d'ar c'huz-heol, eus ar c'hreiste d'an hanter-noz ; an heol, kaer en deus trei ha dizrei en bolziou an nenv, a gav bepred dirakan eur rumm pe rumm aneze.

Koulskoude, dre Ouel an Holl-Zent, e welomp n'he deus war an douar nemet eun darn eus he bugale ; daou rumm-all he deus c'hoaz, ha ma trid he c'halon o son j al er re zo digouezet er baradoz, n'ankoua ket ar re a c'hortoz digor e-tal dor ar gêr. Setu perak, war-lerc'h he dilhad skedus, e wisk breman he dilhad kaonv, ha mouez klemmus he c'hleier, en pep parouz, a ya a-dreuz d'al lenneier, betek an tiegeziou pellan, da lavaret d'an holl pedi evit an Anaon.

I

Pedi evit an Anaon, eme ar Brotestanted, a zo eur c'holl amzer, rak goude ar maro n'eus ken nemet baradoz pe ifern.

An dra-ze n'hall ket bezan gwir. Neuze ar gristenien eo bet o bue eur skouer eus ar re gaeran, n'efont ket d'ar baradoz arôk ar gristenien lôsk o deus tremenet o bue o rei an hanter eus o amzer da Zoue, hag an hanter-all d'an drouk-spered ?

An dra-ze 'zo iskis da gredi.

Neuze, petra da zonjal eus an dud reuzeudik-se a welomp o vervel, kouls lavaret, oc'h ober an droug ? N'omp ket evit kredi ec'h afent war eün d'ar baradoz, elec'h ne roër digor da netra kailharet, ha p'eo gwir  e karemp aneze, ne c'houllfemp ket lavaret e vefent kouezet en ifern.

An dra-ze 'vefe kalet da gredi.

Eur purgator a dle bezan eta, da lavaret eo, eul lec'h krouet gant Doue en e vadelez, etre ar baradoz hag an ifern, evit lemel ar pec'hejou veniel diwar an eneou hag o lakat da beurbaean o dle da justis Doue, betek an diner divezan : donec reddas novissimum, quadranlem (1).

II

Eur purgator a dle bezan hag eur purgator a zo. Ar baganed o-unan, daoust ne oa nemet eun eulfen eus ar wirione o sklerijennan o spered, a lavare e oa en tu-all d'ar be eul lec'h bennak da lakat an eneou en pinijen, arôk mont da vro an eürusted. Kaout a rêr an dra-ze er skridou savet gante, nebeut blaveziou hepken arôk donedigez Hon Zalver.

Ar pez a oa anavezet fall gant ar baganed a oa auave-zet mat gant pobl Doue. Evelse e welomp Judas Makabe, goude eur brezel enep gwaskerien e vro, o sevel arc'hant da gas da Jeruzalem, da lakat pedi Doue eno evit eneou ar vrezellourien a oa kouezet en e gichen, war dachen an emgann, hag ar skrivanier sakr, goude bezan displeget kement-se, sklerijennet gant ar Spered-Glan, a lavar eo eun dra vat, santel ha talvoudus pedi evit ar re varo, ma teuio Doue da zizamman aneze eus o fec'hejou : Sancta et salubris est cogitatio pro defanctis eacorare (£).
Da betra e talvezfe ar pedennou evit an dud varo, ma ne vije ket a burgator, ma ne vije, evel ma lavar ar Bro-testanted, nemet eur baradoz hag eun ifern, p'eo gwir en ifern n'eus pardon ebet ken, hag er baradoz ar zent ne vank netra d'o eûrusted ?
Hon Zalver Jezuz-Krist e-unan, (3) o komz eus ar pe-c'hed eneb ar Spered-Santel, a lavar ne vezo pardonet nag er bed-man, nag er bed-all, hag an doktor bras sant Augustin, goude bezan lennet ar gomz-ze, a skriv kement-man : « P'eo gwir Jezuz-Krist a lavar ne vezo ket pardonet ar pec'hed eneb ar Spered-Santel, nag er bed-man, nag er bed-all, e ro da anaout dre ze zo pec'hejou hag a vezo pardonet er bed-all, hag ar pec'hejou-ze eo ar pec'hejou véniel a vezo lemet diwar ene an den en tan ar purgator. »
An Iliz a bed evit an Anaon, beb oferen a lavar he beleien ; pedi ra war ar c'horf maro ; pedi ra d'an eizvet devez goude an tremenvan ; pedi ra d'an de-ar-bla. Ha gant aon na chomfe eun ene bennak hep peden, e ra bep bla gouel an Anaon, de war-lerc'h gouel an Holl Zent.
(1) Sant Vaze, Ve1 pennad, 26e' koublad.
(2) Lcvr Makabe, XIlet pennad.
(3) Sant Vaze XII, 32.
Abaoue ar bla 1267, n'anave ket evit he bugale ar re ne gredont ket zo eur purgator, hag ar re ne gredont ket e c'hallfed gwellât stad an eneou kez a zo énnan.
Argristenien, a holl viskoaz, o deus kredet er purgator ha goulennet pedennou goude o maro. Santez Monika, o vervel en Osti, a c'houlenne digant he mab Augustin kât sonj anezi pa vije ouz an ôter ; Jann d'Arc a c'houlenne ma vije savet cnapeliou da bedi Doue enne evit eneou ar zoudarded marvet war dachen an emgann ; epad ar brezel deh ha tri-ugent, eur zoudard yaouank o vervel a roë dek gwenneg d'e govezour evit ma vije savet eur groaz war e ve ha lavaret eur beden evit e ene.

III

Eur purgator a zo eta, ha poan a zo ennan.
An Iliz a c'houlenn evit an eneou freshadurez, ar pez a ziskouez o deus leskadurez. « Gwasoc'h eo tan. ar purgator eget an holl boaniou a c'haller da c'houzanv war an douar-man », eme sant Augustin ; « Gwasoc'h evit an holl boaniou korf a c'houzanvas Jezuz-Krist », eme sant Thomas ; « Ken gwaz ha henvel eo ouz tan an ifern », eme sant Gregor. Tan ar bed-man a gempenn an aour hag a zev ar plouz. Tan ar bed-all a gempenno eneou an dud salvet, hag a zevo eneou an dud daonet.
An Iliz a c'houlenn evit an eneou sklerijen, ar pez a ziskouez emaent en denvalijen ; ne welont ket Doue, ha chom hep gwelet Doue er bed-all a zo skrijus, rak Doue eo-heol an eneou, evel m'eo ar bannou skedus a darz bemde 'us d'hon fenn heol ar c'horfou.
An Iliz a c'houlenn evit an eneou ar peuc'h, ar pez a ziskouez emaent er gouelvan. Eur c'hrouadur, pa ve kaset pell diouz e vro, pa ne wel ket e dud, ne ve peuc'h ebet gantan ken na ve dizro d'ar gêr. Eneou ar purgator ive a hirvoud, hep paouez, war-lerc'h an devez binniget ma vezo gwenn awalc'h o iskili da nijal en kerc'hen o zad a zo en nenv.
En de-man e rêr ive gouel sant Hernin, ermit, diskcn-net eus Breiz-Veur en Breiz-Vihan, en kerz ar VTet kantved. Al lec'h ma vevas ennan hag a oa gwechall ouz parouz Duault, a doughirie ehano, parouzLokarn peLok-Iloniin. Konomor a zavas ken tan iliz a oe war e ve.
Bezan 'n eus ive eur chapel en parouz Plouagôr.
Sant Hernin a zo pedet ouz an drouk-penn.

************

KENTEL

Hon deveriou en kenver an Anaon

Eneou ar purgator a zo er boan, hag o-unan n'hallont netra evit en em ziboanian. Venit nox : an noz a zo deut warneze, ha pa ve noz, n'haller ket labourât ken. Mes ni a c'hall o zikour dre ar bedennig verr a lakomp war-lerc'h hano ar re a zo et d'ar bed-all : hen-ha-hen, Doue d'hen pardono ; dre an dour binniget a dôlomp war o beziou ; dre an oberou mat grêt da gorf, da spered pe da galon hon nesan ; dre eur vue renet mat. Eneou hon tud koz a zo tostoc'h d'imp goude hon maro eget arôk ; ma zo eta eun dra ha n'hon dïje ket grêt, na sonjet, ha lavaret, pa oa hen-ha-hen o vevan en hon c'hichen, perak hen ober, hen zonjal hag hen lavaret breman, pa 'n eus kalz muioc'h a anaoudegez ac'hanomp evit gwechall ?

Gallout a reomp sikour an Anaon, dreist-oll dre an induljansou a c'honezomp evite, ha dre ar zervijou hag an oferennou a lakomp lavaret evite en iliz.

Greomp vad d'an Anaon hag e refomp vad d'imp hon un an, rak roët e vezo d'imp gant ar muzul hon devo kemeret da rei d'ar re-all.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica