retour à la page d'accueil

pages 760, 761, 762

Pages 760, 761, 762

*******

Trede devez a viz Du

SANT GWENAËL

Abad Landevennek (Vlet kant'ved)

-----------

Gwenaël, mab da Ronvel na da Levenez, a oaganet en Lanvenek (1), en goueled Leon. E gèrent a oa Bretoned, ginidik o-daou eus a Vreiz-Veur, hag a oe eus ar re gentan a dreuzas ar mor evit dont da chom da Vro-Arvor.

Eun devez, - seiz pe eiz vla a c'halle bezan er mare-ze, - e oa o c'hoari er porz dirak e di, pa zigouezas gant sant Gwennole tremen en hent-se gant eun toullad eus e venec'h. Abad Landevennek, o welet ar bugel koant-se, a lavaras d'ezan gant eur mousc'hoarz :

- Ma mabig, n'az peus ket c'hoant da zont da vanac'h ganimp-ni ?

- O ma Zad, eme ar pôtr bihan, me 'zo prest d'ober, evit plijout d'an Otrou Doue, kement tra a c'hourc'hemen-fet d'in !

Hag ar bugel, hep mont en ti, na netra, ha da heul dioustu sant Gwennole. Heman a chomas mantret ouz e welet hag a-lavaras d'ezan :

- Re vihan out c'hoaz, mignon, da zont ganimp; Landevennek a zo pell ac'han; n'halli ket kerzet betek eno.

- Oh ! eo, eme ar pôtrig; hag e kerze da heul ar venec'h.

Gwennole, souezetoc'h evit biskoaz ouz e welet o tont war e lerc'h gant kement a brez, a zizroas gantan da di e dud hag, o vezan bet o asant, e kasas anezan gantan da Landevennek.

Daoust pegen yaouank oa pac'h eas da zerviji Doue er manati, Gwenaël ne deuas ket da yenât en e zervij, pell ac'hane. Tri bla goude, e wiskas saë ar venec'h; en em rei a reas a galon d'ar studi ha d'ar beden; miret a rê reolen an ti pen-da-ben, gant ar brasan aked.

Alïes, epad ma kernere e vreudeur o diskuiz, en em dôle, en hanv kouls hag er goanv, en dour betek e ziou-c'hazel, hag e kane seiz psalm ar binijen evit goulenn digant Doue ar c'hlanded a gorf hag a ene, ken evitan e-unan, ken evit an holl gristenien.

Gwennole, war e varo, a hanvas anezan da bignal war e gador. Gwenaël a chômas seiz vla en penn abati Landevennek. Goude ar seizvet, e treuzas ar' mor gant unnek manac'h hag ec'h eas da Vro goz e Dadou.

Epad tregont vla hag ouspen, e prezegas en Breiz-Veur hag en Iverzon; sevel a reas daou pe dri manati neve; eunan reas pep tra 'barz ar re goz, hag eur wech grêt an dra-ze, e teuas c'hoant d'ezan da zizrei da Vreiz-Izel. Treuzi reas ar mor en eur vag haleg goloet gant krec'hen. Evit e holl densor e tigase gantan eur bern levriou ha relegou.

Douaran reas en Bro-Gerne, elec'h ma savas tri vanati; goude ec'h eas da C'hroe, hag eno e chomas eur pennadik brao da adstumman ar manatiou bihan a oa niverus en enezen-ze. Daoust pegen troet oa war e labour, eur mare a deuas hag e renkas ober eun diskuiz; mont a reas eta eus Groe hag e reas e zisken en aber Blanwez, elec'h ma savas eur manati-all.

O vezan et eun devez da welet Karadek, unan eus e venec'h, a oa en em dennet eur pennad ac'hane en e beniti e-unan, e tigouezas gant eur c'harv hag a deuas dindan e vantel d'en em goach 'rôk ar chas a oa o redek war he lerc'h. Gwerok, roue Bro-Wened, eo a oa dre eno oc'h ober eun dro-chase. P'en em gavas gant ar zant, e oe laouen bras da vezan gallet ober anaoudegez gantan, hag e stagas daou damm leve ouz e vanati, evit ma vije pedet evit silvidigez e ene ha hini ar vro.

Gwenaël a varvas prest goude, war-dro ar bla 590. Plougonvelen, en eskopti Leon, Erge-Gaberic ha Bolazec, en eskopti Kerne, o deus e gemeret da batron (2).

-------------

KENTEL

An hent merket gant Doue

Pep-hini ac'hanomp, o tont er bed, a zo merket d'ezan e labour ha roët d'ezan gant Doue kement en deus ezom evit kas da benn ar pez eman o c'hedal dioutan.

Peurliesan, ar mab a gemer micher e dad hag ar verc'h hini he mamm, hag an dra-ze zo mat.

Alïes koulskoude, ar gerent, o welet pegement a boan o deus o 'n em demi en o stad, a glask d'o bugale eur vicher dishenvel diouz o hini, hag e c'hallfont ganti gonid êsoc'h o bara. An dra-ze, 'vat, n'eo ket koulz, rak ar skiant-prenan en devoa dastumet an tad hag ar vamm war o micher, ne dalv mui netra evit o bugale, pa ne valeont ket war o roudou, hag an dra-ze a zo eur c'holl.

Eur c'hrouadur hag a gemer micher e dud a zesk anezi en eur c'hoari; elec'h an hini a gemer unan dishenvel a renk bezan pelloc'h arôk gouzout anezi.

Rak-se, ar vugale a heuilho, peurliesan, micher o c'herent; koulskoude, ma wel ar re-man e c'hoanta darn eus o bugale trei war eur vicher-all, hag o deus ar pez a zo red evit en em demi enni, ne refont netra evit miret oute da heuilh an hent a zo merket d'eze gant Doue.

Dreist-oll eta, ma welont o deus o bugale c'hoant da vont da veleien pe da leanezed, ne refont netra da viret oute d'en em rei d'an Otrou Doue. Anez-ze e c'halljent kemer evite rebechou kalet sant Bernard : « O ! kerent pennek ha dife, a zo er glac'har o welet ho pugale oc'h ober o zilvidigez, hag el levenez o welet aneze o vont d'ar maro ! Gwel eo ganec'h o gwelet o 'n em goll war ho tro, eget o 'n em sovetât heb-oc'h. »

(1) Chapeliou en deus. pe en deus bet en Gwiskriff, en Poullaouen. en Elliant, en Moëlan, en Pennhars. en Ploneis, en Landivisiao, en Kore hag en Pouldergat.

----------

(1) En parouz Lanriouare.

(2) Chapeliou en deus, pe en deus bet en Gwiskriff, en Poullaouen, en Elliant, en Moëlan, en Pennhars, en Ploneis, en Landivisiao, en Kore hag en Pouldergat.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica