retour la page d'accueil

pages 747, 748

Pages 747, 748

*******

Tregontvet devez a viz Here

Sant Alphons Rodriguez

1531-1617

----------

AIphons a oa mab d'eur marc'hadour pinvidik ha vertuzus eus a Zegovi. An devosion d'ar Werc'hez a ziwanas abred en e galon a vugel. Daoulinet dirak he zlen, e lavare eun devez : Oh ! Itron, ma ouezfec'h pegement e karan-rne ac'hanoc'h; ho karet a ran kement ma n'oc'h ket goest, c'houi, da garet ac'hanon-me muioc'h.

Ha mamm Doue, gant eur mousc'hoarz, a deurvezas respont : Fazian rez, ma bugel, da garet a ran muioc'h evit n'out goest d'am c'haret.

Gjoude bezan grt e studi en skolach Alkala, gant Tadou Kompagnunez Jezuz, Alphons a zizroas da Zegovi, ha prest goude en devoe ar glac'har da goll e dad. En em lakat a reas raktal en penn e gommerz mezer, ha ne oa marc'hadour ebet onestoc'h evitan. Da eiz vla ha tregont, goude bezan kollet e bried hag an daou vugel en devoa bet diganti, ec'h eas en Kompagnunez Jezuz. Epad tregont vla hag ouspen, e reas ar vicher a borcher en skolach enezen Majork.

Kerkent ha ma kleve kloc'h an de, en em dle d'an daoulin da lavaret an Te Deum, hag e tle evez bras, dreist-oll, pa veze gant ar geriou-man : Dignare, Domine, die isto, sine peccato nos custodire : Teurvezet, Otrou, ma miret diouz ar pec'hed epad an de-man.

Goude-ze e troe warzu ar Werc'hez, hag evit en em erbedi outi e lavare he litaniou. War an de e veze en kichen e zor, o lavaret e Rozra, hag o tigemer gant ar brasan doujanz kement hini a yee hag a deue en ti.

Pac'h ee en kr, ne gomze nemet nebeutan m'halle; e spered a veze ken beuzet en Doue, rna n'evoa ken hano en enezen nemet an hini a vreur maro, hag en gwirione, maro oa d'ar bed.

Epad seiz vla, en devoe kalz da stourm evil, miret e c'hlanded, mes ken troet oa gant e Rozra ma chomas an trec'h gantan; an drouk-spered, kounnaret en e eneb, a walgase anezan ar gwasan m'halle; diou wech hen stlapas d'an traou gant pazennou ar vins.

Seul-vui e veze touellet gant an drouk-spered ha seul-vui e veze laouen. Ar Werc'hez Vari a 'n em ziskoueze d'ezan ales.

Bevan reas betek eun oad bras; pa oe rot e zakramanchou divezan d'ezan, ar re a oa endro d'e wele a ouele o sonjal ne weljent ken anezan : Pens, einezan, e c'hallfe ar pez a ra plijadur d'in-me ober rann-galon d'ec'h-c'houi ! hag e lavaras kenavo ar baradoz d'e vreudeur, an eil goude egile, hag e prometas pedi evite pa vije en em gavet en lez an Otrou Doue.

Mervel a reas da hanter-noz hanter, derc'hent gouel an Holl Zent 1617.

Miraklou niverus a c'hoarvezas e-tal e ve, ha Lon XIII a lakas e hano war roll ar zent, d'an 8 a viz genver 1888.

-------------


KENTEL

Me n'ouzon ket pedi


Ar zent, holl a zo bet tud a beden; ar beden, evit pez a zell ar zilvidigez, a zalc'h lec'h eus pep tra, mes netra ne zalc'h lec'h eus ar beden; evit mont d'ar baradoz, n'eo ket red bezan den a nerz, na den a zanve, na den a spered, mes red eo bezan den a beden.

Tud a ve klevet a-wechou o lavaret : Me garfe pedi awalc'h, mes n'ouzon ket hen ober Koulskoude, petra zo soc'h eget lavaret da Zoue : Ma Doue, me ho kar a greiz ma c'halon; d'ec'h on korf hag ene; ma Doue, me ho trugareka eus an holl vadou a laket bemde etre ma daouarn; me c'houlenn pardon ouzoc'h eus an dismeganz am eus grt d'ec'h; ma Doue, me zo en dienez, me zo en anken , me zo er boan, sellet a drue ouzin.

Petra zo soc'h da gaout eget ar c'homzou ? O c'haout a rr heb o c'hlask. Fazian ra a-grenn an hini a gred eo red gouzout, evit pedi ervat, eur bern pedennou, hirroc'h an eil eget, eben; pa zigorer an Aviel, setu aman ar pedennou a gaver grt gant ar re a deue da gt Jezuz.

Eun devez e teuas davetan eun den dall : Otrou, emezan, grt, d'in gwelet skler. Eun devez-all, e teu davetan dek den laour :

Mab David, emeze, ho pet true ouzimp. Eun devez-all. an Ebestel, gantan en eur vag, a 'n em gav en danjer da vezan beuzet. Jezuz a oa kousket hag e tihunjont anezan : Otrou, emeze gant estlamrn, sikouret ac'hanomp, rak ec'h omp o vont da goll.

Eun devez-all, eun ofiser a deu d'e gaout, evit eur mab d'ezan oa gwall-glanv :

Otrou, emezan, n'eo ket dleet d'in kaout an enor d'ho tigemer em zi; lavaret eur gomz hepken, ha ma mab a zo pare.

Al laer deou a lavar d'ezan war ar groaz :

Otrou, dalc'het sonj ac'hanon pa vefet digouezet en ho rouantelez !

Ar pedennou-ze ne oant ket dis da zeski; holl int bet chilaouet, koulskoude.

Gouzout a ret ho Pater, gouzout a ret hoc'h Ave, gouzout a ret ho Kredo : kement hag a renker eo; ma n'ouzoc'h netra ken, lavaret ho Rozra. N'ouzoc'h ket pedi, ma ne bedet ket, mes mar pedet, e ouzoc'h pedi.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica