retour la page d'accueil

pages 749, 750

Pages 749, 750

*****

Kentan devez ha tregont a viz Here

SANT KENTIN

Eskob ha Merzer (***-287)

-------------


Kentin a oa ginidik eus a Rom hag a ziskenne eus brasan familhou ar gr-ze. Dont a reas gant sant Lusian da brezek ar le da Vro-C'hall. Goude bezan labouret o-daou asamblez eur pennad, en em zispartijont ; sant Lusian a chomas en Beauvais, ha goude bezan gonezet eno eleiz a baganed da Jezuz-Krist, e tastumas kurunen ar verzerenti.

Sant Kentin a yeas da Amiens. E c'hoant oa distrujan rouantelez an drouk-spered er vro-ze, ha pedi r hep paouez an Otrou Doue da lakat had e gomzou da ziwan er c'halonou. Galloudek e oa dre e oberou kouls ha dre e brezegennou.

O vezan bet diskuilhet da Riktiovar, gouarner Bro-C'hall en amzer-ze, en hano ar Romaned, heman a roas urz da chadennan an abostol santel. An de war-lerc'h e reas e zigas d'e lezvarn, ha dre gaer ha dre heg e klaskas e c'honid. Ar merzer ne blege ket. Ar gouarner a reas e skourjezan didrue hag e gas d'ar prizon ; difenn a reas lezel den ebet da vont d'e gaout.

Epad an daou enklask a oe grt c'hoaz warnezan, e oe dijuntet kement ezel en devoa, dispennet d'ezan e gorf gant neud orjal ; war e gein e oe skuilhet peg hag eoul bero.

Ar merzer, kennerzet gant an Hini a c'houzanve evitan, a oe trec'h d'e vourrevien, ha ken sioul oa en kreiz e dourmanchou ma chome mantret kement hini a dostae outan.

Riktiovar a renkas mont d'eur gr-all ; kas a reas Kentin d'e heul, hag eno, mezek o welet ne oa ket evit dont a benn anezan, kaer en devoa c'hoari, e reas e doullan a dliou bir, adalek e c'houg betek pennou e zaoulin ; lakat a reas skei tachou etre e ivinou hag ar c'hig, en meur a lec'h-all c'hoaz eus e gorf, ha betek en e empenn. Erfin e c'hourc'hemennas e zibennan.

Ar verzerenti-ze a c'hoarvezas d'an 31 a viz here 287.

------------

KENTEL

Penos e ve grt ar Zent

Eur wreg diwar ar mz, eme an Tad Wonsabre, klanv eur pennad a oa, a vode he unnek bugel, bemde goude koan, endro d'he gwele, evit ar pedennou diouz an noz.

Ark ar Bater, e veze lennet Bue ar Zent. Eun devez, da vihanan, oa bet lennet pasion eur merzer yaouank, a oa marvet, al laouenedigez war e dl, en kreiz ar brasan tourmanchou, en eur anzav Jezuz-Krist ; hag ar vamm, pa oe serret al levr, a c'houlennas, an daerou en he daoulagad :

O ma bugale, piou a rafe kemend-all, en de a hirie ?

An unnek krouadur a zavas en o zav, holl a-unan, hag a lavaras :

Ni, mamm, ni, gant gras Hon Zalver Jezuz-Krist.

Setu aze, tadou ha rnammou, peseurt kristenien a refet eus ho pugale, ma kemeret ar gustumans da lakat lenn Bue ar Zent bemde, en ho ti, goude koan.

Hag evit gwelet ha teurel a ra pl mat ho pugale eus ar pez a lenner, grt goulennou berr hag es oute war ar pez emaent o paouez klevet : evelse e teufet d'ober gante bugale kristen.

*****

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica