retour la page d'accueil

pages 745, 746

Pages 745, 746

*******

Navet devez warn-ugent a viz Here

Ar Plac'h eiirus Deuetmat Bojani

Eus Trede-Urz sant Dominik (1255-1292)

-----------

Deutmat a oa ganet en eur grig vihan eus ar Frioul, en Autrich, d'ar 4 a viz mae 1255, a dudchentil ha kristen. Pemp krouadur o devoa bet en he rk, merc'hed o femp, ha Konrad Bojani en devoa c'hoant da gaout eur mab a vije perc'hen e hano hag e zanve. Doue, elec'h ober dioutan, a lakas eur c'houec'hvet merc'h da c'henel en e di. Evel ma oa nec'het ar re a yeas da gas ar c'helou-ze d'ezan, Konrad, eur c'hristen mat evel ma oa, o dinec'has buhan en eur lavaret : Deuetmat eo ar verc'h; ra vezo hanvet Deuetmat.

Deuetmat a roas abred merkou anat eus he zantelez da zont. Troet oa gant ar beden ha gant ar binijen. 0 vezan kouezet gwall glanv, e reas le da vont da bardonan da ve sant Dominik da Vologn, ma teurvezje gant Doue rei ar yec'hed d'ezi; parean a reas, ha goude bezan gret herve he fromese, e wiskas sa Trede-Urz sant Dominik.

He bue a leanez a oe eur burzud pen-da-ben; diniver oe he miraklou; ar Werc'hez hag he Mab Jezuz a 'n em ziskouezas d'ezi ales. An drouk-spered, eus e du, a glaskas he gonid; eur wech en em zilas en he c'hichen dindan furm eun ar : Ma n'eo ket eur vez, a lavare d'ezan ar zantez, gwelet eun l bet ken skedus-all o kemer stumm eun aneval euzus ha milliget. A-wechou-all, Satan a gemere mein da deurel ganti; Deuetmat a r gwap anezan, ha Satan a dec'he kuit.

Kalon an den a zo c'hoantastik, ha n'en em gavo en e z nernet pa vezo er baradoz. Evel sant Pl, Deuetmat he devoa mall da welet ar maro o tont, evit gallout bezan unanet da virviken gant Jezuz-Krist. Eun devez ma oa o pedi en iliz Sant-Dominik, eur c'hoar hag eur vignonez d'ezi en he c'hichen, e c'houlenne digant Doue he zennan diwar an douar-man. Ouz he c'hlevet, he c'hoar a lavare :

- Petra deun-me da vezan neuze ? 

Hag he mignonez :

- Oh ! n'am dilezet ket; c'houi eo ma skoazel ha ma levenez er bed-man.

Deuelmat a respontas d'eze :

- Arabad eo d'ec'h kredi e rin nebeutoc'h a vad d'ec'h pa vin en nenv evit ne ran breman war an douar !

Jezuz-Krist a selaouas he feden. Kouezan reas klanv prestik goude. An drouk-spered a glaskas he lakat da gouezan en dizesper : Daonet out, emezan, kaer a teus; re a binijen teus grt; en em lazet out.

Deuetmat a c'halvas Mari d'he zikour hag an diaoul a renkas tec'hel.

Mervel a reas d'an 29 a viz mae 1292, o ren he seizvet blavez ha tregont.

----------------------


KENTEL

Skarin pe sec'hour on ene

En servij Doue zo mareou es ha mareou dis.

I. - Mareou s. Plijadur a gaver o pedi; plijadur a gaver o vont d'an oferen; plijadur gaver o testt ouz an dl zantel; plijadur a gaver o lakat annesan da dostt, mui-ouz-mui ouz ar wirione.

II. - Mareou dis. Doue, kouls lavaret, a 'n em denn; Doue a 'n em guz; ar spered n'hen gwel mui ken splann; ar galon n'hen c'har mui kement; dont a rr hag e kaver divlas ha didalve ar beden; divlas ha didalve an amzer tremeriet en iliz; divlas ha didalve an amzer a laker d'ober vad d'an nesan. Plijadur ebet ken. Ar skarin a zo war au ene, hag ar skarin-ze a zo talvoudek, eme Hon Zalver Jezuz-Krist.

- Neuze eo e c'hone an ene e veritou brasan; ober mat, pa ve plijadur, a zo kaer; ober mat, hep plijadur ouz hen ober, a zo mil gwech gwell.

- Neuze eo e kresk en ene ar vertuziou kaeran :

Divergli ra an houarn en tan, 

An den n'eo den, anez kaout poan.

- Neuze eo e teu an ene da glask Doue gant muioc'h a hast; eur c'hrouadur, keit ha m'eman e vamm en e gichen, ne zonj ket nemeur enni; dal ma ve dianket, e teu da ouelan, ne ve ket pell.

- Neuze eo e teu an ene da garet Doue gant eur garante wirion. Ales, en hon deveriou a relijion, en em glaskomp hon unan. Klask a reomp, nan an Doue a ro ar blijadur, mes ar blijadur a ro Doue; mes p'en em guz Doue, ha pa zervijer anezan hep kaout netra digantan, neuze, anat eo, e servijer anezan abalamour d'ezan e-unan, ha nan abalamour d'ar blijadur a gaver en e zervij.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica