retour à la page d'accueil

pages 87, 88, 89

Pages 87, 88, 89

*******

Tregontvet devez a viz Genver

Ar Familh Zantel : Jezuz, Mari, Jozef (1)


Jozef ha Mari, goude o eured, a oa o chom en Nazareth, war a greder, 'barz an ti a oa bet, da Joachim ha da Annan. Rede oe d'eze, er goanv war-lerc'h, war urz an impalaer August, mont da Vethleem, kêr David, da lakat o hanoiou war rollou ar gêr-ze, e oa ginidik anezi o zud koz.

Keit ma oant eno, e c'hanas an Itron-Varia Salver ar bed. Jezuz a deuas war an douar, heb ober d'e varnm koll he gwerc'hded, evel ma treuz ar bann-heol dour skler an eienen, heb he labean an disteran.

Kerkent, êle an nenv, pastored ha rouaned an douar, digemennet d'eze gant an Holl-C'halloudeg, a ziredas gant dudi da welet eun Doue en em c'hrêt den ha da ginnig d'ezan ar pez a c'halle kaout a wellan o c'harante.

D'e eizvet devez, ar c'hrouadur a oe hanvet ha merket betek ar gwad. Da daou-ugent de e oe kaset d'an Templ, elec'h ma lakas ar gwel anezan kalonou Simeon hag Annan da dridal.

Eun nebeut deveziou war-lerc'h, e oe digemennet ive da Jozef kemer ar c'hrouadur hag e vamm ha tec'hel gante d'an Ejipt, arôk kounnar ar roue Herodez. War gavel ar mabig bihan, gant kân an êle, gant profou ha pedennou ar bastored hag ar rouaned, gant bennoziou Simeon hag Annan, an de bras, an hini a dlee lakat an dud d'e anaout evit Mab Doue, oe darbet d'ezan tarzan : eul luc'heden ne oa ken an dra-ze.

Epad tregont vla, Jezuz a guzo c'hoaz e c'hloar, hag e genvroïz a gemero anezan evit mab Jozef, ar c'halve, ha netra ken.

Pa ouveas Jozef ha Mari e oa maro an hini a glaske diframman e vue digant o mab, e tizrojont gantan d'ar gêr.

Nebeut a dra a zo en Aviel diwar-benn bue ar Familh Zantel en Nazareth.

En bro Israël, ar c'hrouadur a oa d'ar vamm da zevel betek pemp bla; neuze, e dad a zeske d'ezan lezen Doue hag e vicher e-unan.

Mari eta eo a rê labouriou an ti hag a gemeras ar zoursi kentan gant ar Mabig Jezuz. Hi eo a vagas anezan hec'h-unan, epad daou vla, hag a neas kement pez-dilhad a c'holoas e izili binniget.

Ar bugel-Doue a gomze hag a c'hoarie evel ar vugale all eus e oad. Ne ziskoueze, nemet a nebeudou, ar furnez a oa ar vammen anezi ennan. Iskis ha spontus a vije bet gwelet eur c'hrouadur bihan o komz evel eun den bras.

Etre ar vugale-all eus e oad hag hen, ne oa eta kemm ebet nemet unan : ar pez a veze grêt gant ar re-all a veze bepred ennan eur si bennak, elec'h ar pez a veze grêt gantan ne veze gwech ebet netra da lavaret warnezan.

Jezuz, en Nazareth, a oa eur bugel, mes eur bugel dispar en pep doare.

Jozef, ar penn-tiegez, a c'hourc'hemenne, ha bepred e veze grêt diouz a lavare. Jezuz a zeskas gantan e vicher : Salver ar bed a oa bet falvezet gantan labourât gant e gorf, evit deski d'imp eo grêt an den evit al labour, ha n'eus dismeganz evit nikun o 'n em drei warnan. An dismeganz ne goue ket war an hini a labour; an dismeganz a goue war an hini 'zo barrek da labourat ha ne ra nemet dibri, ar bara goneet gant c'houezen an nesan. An dismeganz ne goue ket war an hini 'zo paour, an dismeganz a goue war an hini ' zo en dienez hag a c'hallfe brao, gant poanial ha kaout penn, 'n em dennan diouti.

Al labour eo hag ar beden 

A vag hag a yac'ha an den.


Jozef, Mari ha Jezuz a zantelae o labour dreo fedennou pemdeiek, ha dre an diskwiz ar zun, da ze an Otrou. Bep bla, ec'h eent ive da bardonan da Jeruzalem, kêr zantel ar Judevien. Da zaouzek vla, ar bugel-Doue a yeas gant e gerent, a oe kollet, ha ne oe kavet nemet a-benn tri devez goude, chomet e-touez an doktored a oa eun dudi gante klevet e gomzou.

- Ma mabig, eme an Itron-Varia, p'hen gwelas, perak ' teus grêt kemend-all ? Setu aze e oa da dad ha me ouz da glask, muioc'h ankeniet hon daou evit n'omp bet biskoaz !

Ha Jezuz a lavaras :

- Perak klask ac'hanon ? Gouzout a ret ervat eo dleet d'in bezan el lec'h ma ver o pleal gant afferiou ma Zad.

Komz kentan Hon Zalver dastumet gant an Avielerien, ha deut betek d'imp, eo hounnez, ha daoust m'eo berr, e ro d'imp da anaout eleiz a dreo. Diouti eo anat ne anave Jezuz nemet eur gwir Dad, hag eo Doue; eur rumm afferiou diouz e zoare, hag eo afferiou Doue; eul lec'h hepken hag eo dleet e glask ennan, pa ne ve ket er gêr, hag eo ti Doue.

Dizrei a reas gant e gerent da Nazareth hag e sente oute. Kreski a rê en ment hag en furnez, dirak daoulagad Doue ha daoulagad an dud.

Baradoz an douar oa o zi, abalamour ma oa sentidigez ha karante etre ar re a oa ennan. An heol aour, a ra bemde tro an douar, ne welas biskoaz, en e valeou, netra kaeroc'h evit tiegez Jozef, Mari ha Jezuz, en Nazareth.

Pa deuas diouaskel ar maro da skei war dor an ti-ze, ne lakas ket a anken ennan, rak evit an dud a veven gras Doue, êl ar maro a zo eur mignon :

Mervel zo bevan gwell, en liorz kaer an nenvou ; 

Mervel zo divleunian da gât kaeroc'h bleuniou. 

Sant Jozef, hag an evoa douget ken alïes Jezuz war e galon, a dremenas etre e zivrec'h. Na kaeran maro !

Jezuz a varvas, nebeut blaveziou goude, da dri bla ha tregont, en kreiz e nerz, goude bezan prezeget epad tri bla :

Dornad plouz e wele kentan, 

Ha koat kalet e zivezan.

Mari a welas an Iliz o kreski, hag hano he Mab oc'h ober d'an dud daoulinan. Mervel a reas etre divrec'h sant Yan, heb an disteran klenved, hec'h ene dispartiet diouz he c'horf, dre nerz ar garante he devoa evit he Mab Doue.

An ti ma vevas ennan ar Familh Zantel a zo bet douget gant an êle eus Nazareth da Loretta, elec'h m'hen gweler c'hoaz en de a hirie.

(1) Ar gouel-man a ve grêt en eskopti Sant-Brieg, an trede sul goude-ar Rouane.

---------------------------

KENTEL

Ar pennou-tiegez

Jozef ha Mari a oa en penn tiegez Nazareth, hag a c'hourc'hemenne; Jezuz. roue an nenv hag an douar, oa ar mab, hag a zente : et erat subditus illis. Hag evelse pep tra a oa en urz hag an treo a yee eudro.

Ar re a zo laket gant Doue en penn an tiegeziou o deus da respont eus kement a c'hoarve enne : kement mil mad a 'n em gav a ra o enor, evel ma ra o dismeganz kement droug a zigoue.

Tud a zo hag a vefe lavaret na vent en penn an tiegeziou, nemet dre an droug a lezont da c'hoarvezout enne. N'ouzont ket gourc'hemenn; penôs bezan en gortoz ec'h ouvefe o bugale senti ?

Tadou ha mammou, gourc'hemennet, p'eo gwir oc'h grêt evit se; rak mar 'man ar gurunen a vestr hag a vestrez war ho penn, arabad d'ac'h aukouât n'eo ket ar gurunen-ze eun dra da vezan roët d'ar vugale da c'hoari, goude ma vefe ar vugale-ze bugale ugent vla.

Tadou ha mammou, gourc'hemennet, ha c'houi, bugale, sentet. Evelse eman an urz.

*******

 

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica