retour la page d'accueil

pages 84, 85, 86

Pages 84, 85, 86

*******

Navet devez warn-ugent a viz Genver

Sant Fransez a Zal

Eskob Jener ha Doktor eus an Iliz (1567-1622)

 

reizhadurio war ar stern / corrections en cours


r zant bras hag hegarat-man a deuas er bed en maner ar Zal, d'an 21 a viz est 1567.

E vamm vat hen gwestlas da Zoue ark e c'hinivelez. Da eiz vla, e oe kaset d'ar skol; da zek vla, e reas e bask kentan, hag adalek neuze, e savas c'hoant gantan da vont da veleg. Da unnek vla, ec'h eas da Bariz, ha c'houec'h vla e chomas eno da labourat war e studi.

Ar gwall gustumanchou eo techet d'eze ar btred yaouank a renk tremen o c'haeran blaveziou en kreiz trouz ar c'hriou bras, hag a ra oute kement a c'haou, n'o devoe ket a grog warnezan.

An Otrou Jezuz-Krist, emezan, a ra skol d'in war skiant ar zent, ha mont a ran d'e gaout aliesan ma c'hellan, rak ne dalvezfe d'in netra bezan eun den gouiziek, hep bezan eun den santel.

An drouk-spered a glaskas trabas outan, o rei d'ezan da gredi n'helle ket bezan salvet. Fransez a 'n em droas trezek ar Werc'hez, ha dirak he skeuden (1) e reas le da viret e werc'hded. En doare-ze e trec'has e enebour.

Eus Pariz, Fransez a oe kaset gant e dad da skoliou-meur Padou, (1584) da beur-ober e studi. Eun doktor a oa anezan pa deuas ac'hane. Mont a reas neuze da bardonan da Rom ha da Loretta, hag eno, en harz treid an Itron-Varia, e adnevezas ar promese an evoa grt en Pariz.

----
(1) Ar skeuden-ze a zo miret c'hoaz hirie en chapel Leanezed Sant Thomas Villeneuve, ru Svres, Pariz.

----
P'en em gavas er gr, e oa gant e bemp bla warn-ugent, ha kaeran dijentil en e vr'o. Duk ar Savoa en em ginnigas d'ober eur senateur anezan, ha markiz ar Zal, e dad, a felle d'ezan e zimezi da verc'h trou Vejy, eur brinsez a galon hag a spered, kalz danve da zont d'ezi.

An trou Fransez, n'eo ket 'barz an hent-ze e felle d'ezan bale. Dre e bedennou hag e gomzou, e teuas a benn da lakat e dad a-du gantan, ha d'an 18 a viz kerzu 1593, bla hepken goude ma oa deut d'ar gr, e oe beleget en Jenev.

Eur c'horniad eus ar Savoa, ar Chable, a oa distaget diouz ar gwir Iliz gant diskibien Luther, hanter-kant vla bennak a oa, hag ar vugale breman, bet savet er relijion brotestant, a oa en em c'hrt diouti. Fransez a oe kavet mat dustu da vont d'o zennan eus tenvalijen ar gaou.

Pa welas, en tu-hont da dour kastel koz Allinj, ar vro m'oa kaset enni, gant hec'h ilizou diskaret, he fostiou da grougan an dud savet en plas ar c'hroaziou, he c'heriadennou dvet, he c'hestel laeret; pa welas an dismantr skrijus-ze, eur skeuden eus eun all gwasoc'h, hini an eneou; pa welas kernent-se, an daerou a c'hlebias e zaoulagad : mes elec'h fallgaloni, e stagas kerkent gant al labour.

Mont a r er c'hriou ha war ar mziou; prezek a r dre e gomzou ha dre e skoueriou; nag ar glao, nag an erc'h, nag an avel-stourm ne virent outan da vont war rk. A wechou, e veze ken skornet ha ken ramp an henchou, ma renke mont war e grabanou, hag ar gwad a zivere eus troc'hiou e dreid hag e zaouarn a verke e roudou war an erc'h. Eun nozvez, ar bleidi a glaskas sailhat warnan, hag e oe red d'ezan pignal en eur wezen hag en em stagan outi, gant aon da gouezan, ma tigouezje gantan menel kousket.

A wechou-all, ar brotestanted, gwasoc'h c'hoaz evit ar bleidi-noz, a rede gant armou war e lerc'h, da glask e lazan. Gouarner Allinj a ginnigas d'ezan soudarded da vont d'e heul, evit e zifenn ouz e enebourien; mes ar zant ne oe ket dare da zigemer ar c'hinnig-ze. Ha biskoaz, koulskoude, a drugare Doue, ne c'hoarvezas droug ebet gantan.

Tamm ha tamm, koulskoude, ar vro a-bez a deuas da anzav adarre ar fe koz.

Er bla 1599, an trou Granier, eskob Jenev, oc'h anaout e zantelez hag e c'halloud, hen c'hemeras d'ober e labour, ha d'e varo, tri bla goude, (1602) e kemeras e garg. Lakat a reas neuze e zantelez da baran a-bell, dre e aked d'ober miret lezennou an Iliz, dre e drugare en kenver ar beorien, ha dre e c'hoant da welet an emglev o vleunian en pep lec'h. Sevel a reas eun Urz neve a leanezed, gant Jann Chantal en o fenn.

Skrivan reas levriou kaer war an doare da garet Doue ha da ren eur vue devot.

En e yaouankiz, e oa tr, ha ne oa ket evit gouzanv an disteran ger; mes deut ' oa d'en em drec'hi kenkoulz, ma ne oa ket goest ar brasan dismeganz d'e lakat da vont er-mz anezan  e-unan. E vadelez en kenver an holl a oa dispar hag a r da zant Visant a Bol lavaret : Na pegen mat e tle bezan an Otrou Doue, p'eo ken mat-all trou 'n eskob Jenev, e zervijer !

Fransez a gouezas klanv en Lyon hag a varvas eno, d'an 28 a viz kerzu 1622, oajet a bemp bla ha hanter-kant.

E gorf, war e c'houlenn, a oe douget da Annesi, hag eno e virer anezan c'hoaz, en de a hirie.

------------------------


KENTEL

An neb a venn, hennez a c'hell

Sant Fransez a oa, dre natur, eur spered dis a zen, mes en em  drec'hi a reas ken mat, ma oa deut da vezan san den a oufed kaout d'ober gantan.

War an douar-rnan, hon deus da stourm ouz enebourien a zo en diavz d'imp hag ouz enebourien a zo en hon diabarz, da lavaret eo, ouz hon zechou. En o zouez, zo unan gwasoc'h evit ar re-all. a ro lamm d'imp an alesan. An tech-ze eo ar pec'hed mignon. Evit darn eo an ourgouilh, evil darn-all, ar gwarizi pe ar bizoni, pe an hudurnez. pe ar vezventi, pe al leziregez, pe ar vuhanegez. An tech divezan-man oa hini sant Fransez.

Klaskompp ive hon hini, ha tourmomp outan gant aked. Ne vezo ket rot lamm d'ezan en tol kentan, nag en eil, nag en trede, rnarteze, mes arabad fallgaloni evil, ze; gant gras Doue ha youl vat, bolonte vat, er galon, e teuer a benn anezan, de pe de.

Ar zent, hag a oa ken gwaz pe gwasoc'h o zechou evit hon re, o deus bet ar gonid warneze; perak n'hon deveni ket ?

Eur jeneral an evoa stourmet epad pell amzer ouz an enebourien, gwech o koll gante, gwech o c'honid warneze. Eun devez, da vihanan, e oe rot lamm d'ezan, evel ma n'hen devoa ket bet c'hoaz.

Diskalonekaet e oe an den, hag ec'h azezas var ar c'hlazen, e benn etre e zaouarn, trist maro. Epad ma oa evelse oc'h hunvreal, e welas eur verienen a glaske dougenn war he c'hrugel eur blouzen dek gwech pounneroc'h eviti. Kouezan a reas gant he zamrn; sevel a reas, adarre; kouezan a reas dek gwech; dek gwech e savas, mes benn ar fin e tigouezas gant he zamm en beg he c'hrugel.

Ar jeneral, pa welas nerz-kalon al loen bihan-ze, a zavas d'e dro-en e zav, a zastumas e dud, a gerzas war an enebourien, hag a droc'has aneze.

Greomp brezel d'hon zechou, hep fallgaloni gwech ebet. Abred pe divezat, ar gonid a chomo ganimp. An neb a venn, hennez a c'hell !

------------------------

 

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica