retour la page d'accueil

pages 697, 698, 699

Pages 697, 698, 699

*******

Navet devez a viz Here

Sant Loeiz Bertrand

Eus a Urz sant Dominik (1526-1580)

*******


Loeiz, mab d'an noter Jan-Loeiz Bertrand, a deuas er bed en Valans, er Spagn, an de kentan a viz genver 1526. Ar c'hosan oa eus a nao ; holl e tiskouezjont, dre o bue santel, pegement a vad a ra skoueriou ar gerent d'o bugale. Kar oa da zant Visant Ferrier, ha gwiskan reas eveltan sa menec'h sant Dominik.

Er bla 1557, ar vosen a reas eun distruj spontus en rouantelez Valans; Loeiz, heb aon ebet, a rede war-dro ar glanvourien, ha goude bezan o zikouret da vervel ervat, e sebelie o c'horfou. Goude ec'h eas da brezek ar le da dud goue an Amerik. Doue a roas d'ezan ar c'hras da c'houzout o yez, hep bezan e zesket, ha d'ober miraklou da harpan e gomzou. En eur ober seiz vla, e c'honezas eno ouspen pempzek mil den da Jezuz-Krist.

Er bla 1569, e tizroas d'e vro hag e prezegas gant frouez, epad daouzek vla, en meur a eskopti eus ar Spagn; kroui a reas prezegerien dispar da zerc'hel gant e labour, hag e lavare d'eze ales : Ar c'homzou, heb an oberou, ne dizont na ne wellaont ket ar c'halonou. Red eo e teufe ar beden da rei bue d'eze; anezi e teu o nerz. Ar prezeger ne deu ket e gomzou eus goueled e galon, ne ra vad ebet d'arre a deu d'e selaou, goude ma plijfe elavariou d'an diskouarn. Ar prezeger a deu a benn eus e dl, pa deu a benn da vougan ar gasoni hag an techou fall ha da bellat an dud diouz ar pec'hed. Ha c'hoaz, arabad d'ezan kemer lorc'h ma ra an dra-ze, rak kement vad a zigouez war an douar, zo grt gant Doue; an den n'eo nemet eur benveg etre e zaouarn binniget.

Ar zonj eus ar finveziou divezan oa kentan tra a deue en e spered, pa zihune, ha krenan r gant ar spont rak barnedigez an Otrou Doue, pa zonje e oa Lusifer, gwechall ar c'bentan eus an Ele, ha Judas, unan eus an daouzek abostol, o-daou o tevi en ifern.

Ales e veze klevet o lavaret, evel sant Augustin :

Troc'het, devt, Otrou, bezet em c'henver ken didrue ha ma karfet er bed-man, gant ma vefet trugarezus ouzin er bed-all.

Epad an daou vla divezan eus e vue, Loeiz Bertrand a oe skoet gant klenvejou poanius ; mes ne virent ket outan d'ober e binijennou hag e labouriou evel pa oa yac'h. Er bla 1580, e prezegas ar c'hoaraz en Valans; eur fallaen en devoe epad ma oa er gador-brezek, ha red e oe e dougen d'e di. An arc'heskob e-unan a zervijas anezan ha ne dec'has ket diwar e dro keit ma vevas. Doue hen galvas davetan, an 9 a viz here 1580; e oa o ren e bempvet bla ha hanter-kant. Meur a bareanz a deuas da ziskouez ezan-telez, ha Pl V hen lakas war roll an dud erus, eiz vla warn-ugent hepken goude e varo. Klemant X hen lakas e-touez ar zent, er bla 1671.

***************************************************


SANT DENEZ

Ober a rr hirie ive gouel sant Denez, eskob, sant Eleuther, beleg, ha sant Rustikus, avieler, merzeriet o zri en Pariz, en kantvejou kentan an Iliz.

 

***************************************************


KENTEL

An Ifern


Eun ifern a lavar au dud dife ? ya, marvat sur ! Don ebet n'eo deut anezan biskoaz da rei d'imp eus o gelou. Nan, den ebet n'eo deut anezan biskoaz evit an digare mat ma chomer ennan da viken, eur wech kouezet ebarz.

Eun ifern, a lavar darn-all ? mes Doue a zo ken trugarezus. Gwir eo, Doue zo mat, mes Doue ive a zo just, hag e justis a c'houlenn ma vefe eun ifern.

Jezuz-Krist, an drugare en em c'hrt den, hen lavar d'imp. Hen oa mignon ar bec'herien; Hen oa ar pastor mat a red ar mziou, ken n'en deve kavet e zanvad dianket; Hen oa an tad a familh, mall gantan lazan a leue lart, evit ober eun digemer tener ha laouen d'e vabig kez a oa et pell diouz ar gr da zismantr e zanve.

Diskouez ara d'imp 'zo muioc'h a levenez en nenv evil eur pec'her a zistro ouz Doue, egetevit naontek ha pevar-ugent den jusl a dalc'h da vale war an lient mat. Lavaret a ra d'imp eo deut da c'hervel ar bec'herien ha nan ar re just; ha me oar !.. Trugare Jezuz-Krist a zo splann dizolo dre-oll, er Skritur-Zakr; mes e justis a zo ive; dalc'h-mat e tigaser d'imp ar zonj eus an ifern.

Eun ifern a zo; Jezuz-Krist hen lavar d'imp.

Tennet ho lagad, emezan, eus ho penn, troc'het ho prec'h diouz ho korf, ma roont tu d'ec'h da gouezan er pec'hed, rak gwell eo mont d'ar baradoz, gant eul lagad pe gant eur vrec'h nebeutoc'h, evit bezan strinket en ifern gant an daou lagad ha gantan diou vrec'h, "

Petra dalv d'an den gonid ar bed holl mar teu da goll e ene ?

D'ar varn divezan, Jezuz-Krist a lavaro d'ar bec'herien : Ite, maledicti : et diouzin, tud milliget, en tan a bado da viken, a zo bel zet d'an drouk-spered ha d'e ele.

An tan ne varvo ket ken, an tn ne vezo ket mouget ken, a zo hano anezan, n'eo ket eur wech eo, hag en eur dremen, mes betek daouzek gwech, er Skritur-Zakr.

Ar gomz verr-man : " Eno e vezo garm ha shrignadeg dent, ar gomz-ze a deu seiz gwech gant an Avielerien.

Ha dreisl-oll, eman en Aviel parabolen ar fals pinvidik a oe sebeliet en ifern, nan abalamour ma oa pinvidik, mes abalamour ma n'en devoa ket grt impli vat eus e binvidigez, epad ma touge an ele ar paourkez Lazar en kerc'hen Abraham, nan, kennebeut, abalamour d'e baourente, mes abalamour d'e baourente gouzanvet gant pasianted.

Eun ifern a zo, hag eun ifern a renk bezan. rak war an douar-man pep-hini ne gav ket bepred e c'hopr, diouz ma ra.

An holl boblou, hag an dud fallan zoken. hen kred.

Brao eo d'ec'h, a respontas eun de Voltair, eun den dife mar oe biskoaz, da unan eus e vignoned hag a lavare d'ezan e oa deut a benn da gredi ne oa ifern ebet : Brao eo d'ec'h neuze ; evidon-rne n'am eus ket gallet c'hoaz lakal ar greden-ze 'n em spered.

Eun ifern a zo; eun ifern hag a bado da viken, anez ze, n'eo ket Doue eo a vije mestr war ar pec'her, ar pec'her eo a vije mestr war Doue.

Mes n'a d'an ifern nemet ar re a fell d'eze. N'eo ket Doue a zo o taoni an dud, an dud eo a 'n em zaon o-unan. Evel ar zent, diskennomp a spered en ifern epad hon bue, evit ma n'hon devo ket da ziskenn ennan goude hon maro.

******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica