retour la page d'accueil

pages 695, 696

Pages 695, 696

*******

Eizvet devez a viz Here

SANTEZ BERC'HET

Intanvez (1302-1373)

*******


Berc'hed, eur brinsez eus ar Sued, a oa ganet er bla 1302. Hle zud a oa kristenien vat. He zad a yune, a yee da govez ha da gommunian bep gwener, evit goulenn ar c'hras da c'houzanv gant pasianted ar c'hroaziou a zigasje Doue d'ezan ac'han d'ar gwener war-lerc'h. 

Koll a reas abred he mamm, ha savet e oe gant unan eus he moerebezed, a oa ive eur wreg eus ar gwellan. Tri bla he devoa ark ma c'hallas lavaret eur ger, mes dal ma c'hallas komz, e lakas he zeod da veuli Doue. Da dek vla, e klevas disklerian ar Basion, hag ar zarmon-ze a lakas an daerou da redek puilh eus he daoulagad. En noz war-lerc'h, e kredas d'ezi gwelet Hon Zalver Jezuz-Krist stag ouz ar groaz, gouliet ha leun a wad, hag e kave d'ezi klevet eur vouez o lavaret :

- Sellet ouzin, ma merc'h.

- Ha piou, a lavaras Berc'hed, eo ar re o deus grt kemend-all d'ec'h ?

- Ar re, eme ar memes mouez, a zispriz ac'hanon, ha ne reont van ebet, goude m'o c'haran evel ma ran.

Adalek neuze, n'halle mui sonjal en Pasion Hon Zalver hep skuilh eur mor a zaerou. Da c'houezek vla, evit senti ouz he zad, e timezas da Vallon, prins Nerisi, en devoa triouec'h vla. Doue a vinnigas o eured, o rei d'eze eiz krouadur, pevar mab ha peder merc'h.

Beneat ha Hudma a varvas abred; Charlez ha Birger a gemeras peurz en brezeliou ar Groaz hag a varvas en Douar-Santel.

Mac'harit ha Sesilia a zimezas; Indelburj ha Katel a yeas da leanezed.

Goude ginivelez an eiz krouadur-ze, an daou bried santel a reas le da dremen ar rest eus o bue evel breur ha c'hoar. Kreski rejont o aluzennou; an holl dud ezommek a zirede d'o c'haout; sevel a rejont eun hospital evit ar glanvourien. Mont a rejont o-daou da bardonan da Zant-Jakez-Kompostel, gant o bugale; en dizro, Vulfon a gouezas gwall glanv en Arras, hag eskob ar gr-ze hen nouas. Parean a reas, a drugare Doue, ha pa oe en em gavet er gr, en em dennas en eur manati, gant asant e bried. Eno e varvas, ark eur bla, evel eur zant.

Berc'hed, deut da vezan intanvez, a rannas he danve tre he bugale evit en em rei holl d'an oberou a drugare. Dougen a r dilhad dister, a starde endro d'ezi gant eur gorden leun a skoulmou; kovez a r bernde, epad an tregont vla divezan eus he bue, ha meur a wech er zun e tostae tol ar Zakramant, meulet ra vezo; bep gwener e yune djwar bara ha dour. Sevel a reas manati Wastein, en eskopti Lincopen, er Sued, ha lakat a reas ennan tri-ugent leanez; en eun ti harp ouz ar manati-ze, e lakas trizek beleg en enor d'an daouzek Abostol ha da zant Pl, pevar avieler, en enor da bevar doktor brasan an Iliz, hag eiz menec'h d'ober al labouriou disteran war-dro d'an ti. Rei a reas d'eze reolen sant Augustin. Menec'h ha leanezed santez Berc'hed n'o deus ken mennz nemet enori Pasion Hon Zalver hag e Vamm Zantel. Ar venec'h a dle senti ouz al leanezed evit pez a zell treo an douar, evel en Fontevrault, mes al leanezed a dle senti ouz ar venec'h, evit pez a zell treo an ene.

Goude bezan bevet daou vla en Wastein, Berc'hed a yeas gant Katel, ar yaouankan eus he bugale, da bardonan da Rom. Lakat a reas sevel eno eun ti evit rei digemer da skolaerien ha da bardonerien he bro. He c'harante evit Jezuz-Krist a reas d'ezi mont betek Jeruzalem. O tizrei eus an Douar-Santel e kouezas klanv hag e varvas en Rom, an 23 a viz gouere 1373. Sebeliet a oe he c'horf en iliz Sant-Lauranz; er bla war-lerc'h, Birger, he mab, ha Katel, he merc'h, a zigasas gante he relegou hag o dougas da vanati Wastein. Bonifas IX a lakas anezi e-touez ar zent, ar 7 a viz here 1391. He gouel a ve grt en Iliz an 8 a viz here.

Doue en devoa rot da anaout eleiz a dreo da zantez Berc'hed; laket int bet dre skrid gant Per, eur manac'h eus Sito, ha gant Matthias, eur chaloni eus Lincopen, a oe o-daou he renerien war hent ar zantelez.

----------------------------------

KENTEL

Kenteliou santez Berc'hed

Da gentan. N'eo ket sin vat bevan heb eur boan, eun anken pe eun dentasion bennak, p'eo gwir Jezuz-Krist en deus lavaret : An neb ne zoug ket e groaz n'eo ket din ac'hanon-me.

D'an eil. Ar beden a galon eo magadurez an ene, ha drezi, evel dre eur c'han, eo e skuilh Doue warnomp ar gliz eus e drugare.

D'an trede. Arabad eo d'ec'h dilezel ar beden a galon, na pa ne gavfec'h blaz ebet ganti; mes chomet bepred dirak Doue, hag ho polonte vat a dalvezo eur beden.

D'ar pevare. An neb a gouez ales en eur fazi bennak, dre sempladurez, arabad eo d'ezan mont en dizesper evit ze, mes en em humilian : an orgouilh a ra d'an den fallgaloni, mes. ar gwir humilite a ro eun nerz neve d'ar galon.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica