retour ŗ la page d'accueil

pages 675, 676, 677, 678

Pages 675, 676, 677, 678

*******

Kentan devez a viz Here

ITRON-VARIA AR ROZERA

*******

Ar RozÍra a zo eur gurunen , grÍt gant kaeran roz a ziwan en liorz an Iliz, da lavaret eo, gant he c'haeran pedennou. Er RozÍra eman ar Gredo, a zo ennan ar gwirioneziou a dle pep kristen anaout ha kredi; ar Gloria Patri, a veulomp drezan an Dreinded, war an douar-man, evel m'hen gra an Ele hag ar Zent er baradoz; ar Bater, a zo enni kement goulenn a c'hallomp ober evit Doue hag evidomp hon unan, hag an Ave Maria, a ra da galon ar Werc'hez tridal, o tigas da zonj d'ezi eus an heur dudius ma oe dibabet evit bezan Mamm da Zalver ar bed. -- En eur bod roz 'zo tri dra : an deliou, an drein hag ar roz. En bue Jezuz ha Mari zo ive deliou, drein ha roz. An deliou eo ar vue o tigeri : en bue Jezuz ha Mari, an deliou eo ar pemp mister a joa, pa weler Mari o tougen he Mab-Doue, o vont gantan da welet Elisabeth, o c'henel anezan en Bethlťem, o kinnig anezan en Templ, hag o kavet anezan en Jeruzalem.

Dre douez au deliou e sav an drein : eu bue Jezuz ha Mari, an drein eo ar pemp mister a geun, pa weler Jezuz, en eur c'houezen a wad, skoet a dŰliou skourje, kurunet a spern, o tougen e groaz hag o vervel war Mene-Kalvar.

E-touez ar muian dreiu eman ar braoan roz : en bue Jezuz ha Mari, ar roz eo ar pemp mister a c'hloar, pa weler Hon Zalver o sevel beo-buezek eus ar be, o pignal en nenv, o lakat ar Spered-Santel da ziskenn war an Ebestel, o kemer e Vamrn en e varadoz, hag o kuruni anezi rouanez an nenv hag an douar.

Ar RozÍra, war a lavarer, a oe ar benveg a zervijas da zant Domiuik da c'honid heretiked Albi d'ar gwir fe ; ar c'hiz d'hen lavaret evel m'hen lavaromp breman a zo bet digaset en Iliz gant eur Breizad, beleg eus a Urz sant Dominik, Alan ar Roc'h e hano, maro evel eur zant er bla 1475. Epad ar pempzek vla divezan eus e vue, ar zervijer bras-ze d'ar Werc'hez Vari a redas Bro-C'hall ha Bro-ZŰz hag a lakas ouspen kant mil den da rei o hano da Vreuriez ar RozÍra.

Gouel ar RozÍra a oe savet er c'houezekvet kantved. En amzer-ze, an Turked, lorc'h enne da vezan mistri war Gonstantinopl, o devoa laket en o fenn doujan an Europ a-bez. Pi V, hag a oa neuze war Gador sant Per, a zavas brezellourien en o eneb, dreist-oll er Spagn hag en Itali. En em vodan a rejont en Messin, en miz gwengolo 1571 ; kovez ha kommunian a rejont eno ; ar pab a roas d'eze eun induljans plenier, ha d'ar 16 a viz gwengolo, e pignjont war o listri, dindan urz Don Juan 'n Autrich. En mor Lepant en em gavjont dirak an Turked a oa gante 300 lestr. Don Juan a renkas e re ; 209 n'en devoa ken. Mont a reas gant eur vag eus an eil d'egile, eur groaz en e zorn, da bedi pep-hini da bleal gant e ene. Epad an amzer-ze, ar veleien a gleve ar c'hovezionou ; dal m'o devoe achu, ar gristenien holl a bedas an Dreinded, a zaludas ar Werc'hez, evel m'oa bet kemennet d'eze gant Pi V, hag ar stourmad a zigoras d'ar zadorn 7 a viz here, war-dro peder heur goude kreiste, en keit ma oa kristenien Rom o pedi ar Werc'hez dre ar RozÍra.

En devez-ze, ar gristenien a c'honezas kaeran viktor a c'honezjont biskoaz. Viktor Lepant a dorras galloud an Turked war vor, evel ma tlee hini Vienn, daouzek vla ha kant goude, terri o galloud var douar. Koll a rejont en devez-ze 30.000 den hag ouspen 200 lestr ; ar gristenien ne golljont nemet 8000 den ha 15 lestr, ha c'hoaz o re varo a oe ramplaset gant 15.000 kristen, sklavourien er broiou muzulman, hag a oe torret o chadennou.

Daou vla goude, evit trugarekat ar Werc'hez eus ar viktor vras-ze, Gregor XIII a reas ober bep bla, d'ar zul kentan a viz here, gouel ar RozÍra, en kement iliz a oa enni Űter Itron-Varia ar RozÍra. Diou viktor-all gonezet war an Turked er bla 1716, en Belgrad hag en Korfou, a reas da Glemant XI gourc'hemenn ober gouel ar RozÍra bep bla, dre ar bed holl, d'ar zul kentan a viz here.

Koulskoude, Leon XIII eo ar pab a reas ar muian evit devosion ar RozÍra. Lakat a reas sevel evit ar gouel eun ofis neve ha dispar ; stagan reas ouz Litaniou Loretta al lezhanv Regina sacralissimi rosarii : Rouanez ar RozÍra meurbed santel ; epad pempzek vla dioustu, e tigasas bep bla eul lizer-meur da c'hourc'hemenn lavaret bemde, epad miz here, pemp dizenez eus ar RozÍra, litaniou ar Werc'hez hag ar beden da zant Jozef, en holl ilizou ha chapeliou eus ar bed,

ę P'eo gwir, emezan, eo bet teurvezet gant Mamm Doue, pa beded anezi dre ar RozÍra, rei d'ar gristenien a wechall an trec'h war au enebourien divade a glaske diframrnan digante o bro, kasomp betek enni an hevelep peden, hag e teuio da rei ive d'ar gristenien a-vreman an trec'h war an enebourien milliget a glask diframman digante o fe. Ľ

*****************************


Sant Suliau, pe Suliak

Abad (VIet kantved)

Suliau a oa mab d'eur roue eus Bro-Geumri, e hano Bromail. Kuit‚t a reas ar gŤr, en despet d'e dad ha d'e vreudeur, evit mont d'ar gouent da heul eun abad santel hanvet Guimarc'h. Pa varvas Guimarc'h, e oe laket da abad en e blas; mes red e oe d'ezan dilezel e abati hag e vro evit tec'hel arŰk karante direiz ar brinsez Hajarme, e c'hoar-gaer, hag e teuas da chom d'an Arvorik. En eur c'hoad tost d'ar Rans, e savas e beniti, ; 'n em lakat a reas da brezek d'ar baganed a oa er vro-ze.

Sant Samson, eskob Dol, a deuas d'e welet hag a dremenas eun nebeut deveziou gantan.

Suliau a varvas en e beniti an 8 a viz du. En iliz parouz Sant-Suliak, elec'h ma vevas, eo miret e ve. Bezan eo ive patron TresignÍ, eskopti Sant-Brieg, ha patron Sizun, eskopti Kemper.

-----------

KENTEL

Induljansou ar RozÍra

I. ó Ma n'oc'h ket c'hoaz en Breuriez ar RozÍra, eun dra vat e vefe d'ec'h, gant ar gouel-man, rei d'ezi hoc'h hano. Goulenn a rÍr digant ar re a fell d'eze mont ebarz daou dra hepken :

Da gentan, m'o devo pep-hini aneze eur chapeled a bemp, dek pe bempzek dizenez, binniget gant eun Tad eus a Urz sant Dominik, pe gant eur beleg hag en deus bet ar c'halloud d'hen ober digant jeneral ar Vreudeur-Prezegerien.

Goulenn a rÍr, d'an eil. ma lavarfont, bep sun, pempzek dizenez ar RozÍra war o chapeled binniget, en eur zonjal en pempzek mister ar RozÍra.

Kement hini a zo en Breuriez ar RozÍra a c'hall gonid eun induljans plenier, bep sul kentan ar miz ha bep gouel ar Werc'hez, gant kovez, kommunian ha pedi evit ezommou an Iliz ; ouspen-ze, ma heuilh prosesion ar RozÍra, e c'hall gonid eun eil induljans plenier.

An holl gristenien a heuil gant devosion prosesion ar zul kentan'r miz, goude ma n'o defe ket tostaet ouz ar zakramanchou, a c'hall gonid eun induljans a seiz vla ha seiz koaraÔz.

II. ó Pardon ar RozÍra a zo eun induljans plenier roŽt gant ar pab Pi V, en memor eus viktor Lepant, hag a c'hall bezan gonezet, bep bla, gant an holl gristenien, a-bouez kovez. kommunian ha pedi dirak Űter ar RozÍra. An induljans-ze a c'hall bezan gonezet adalek gousperou kentan ar gouel, da lavaret eo, adalek kreiste derc'hent sul ar RozÍra, betek kuz-heol en de-ze, ken alÔťs gwech mac'h Ír en eun iliz ha ma peder enni dirak Űter ar RozÍra.

III. ó Ken alies gwech ha ma lavarer Pedennou miz ar RozÍra, pe en iliz, pe er gÍr, ma n'haller ket mont d'an iliz, e c'honezer eun induljans a seiz vla ha seiz koaraÔz. Kement hini a lavar ar pedennou-z'e evel m'eo dleet, dek gwech epad ar miz, a c'hone eun induljans plenier, ha kement hini a ya da gommunian goude bezan bet o kovez da zul ar RozÍra, pe da unan eus an eiz de tostan, hag a bed evit ezommou an Iliz, a c'hone eun induljans plenier.

Holl induljansou ar RozÍra a c'haller kinnig aneze evit delivrans an anaon.

***

Ar RozÍra a zo eur gurunen gaer, a zo ganti c'houez an nenv ;. kutuilhomp eta bemde, dreist-oll epad miz here, ar roz a ya d'hen ober, ha blansonomp gante kuruaennou hag a skedo da viken war d‚l hon Mamm hag hon Itron.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica