retour ŗ la page d'accueil

pages 673, 674

Pages 673, 674

 

Miz HERE


LOURD

*******


DÔouz gwelet pegement e talc'h d'eze ar pabed hag an eskibien, eo Ízet gouzout pere eo an diou devosion gaeran en hon amzer : devosion ar Galon-Zakr ha devosion ar RozÍra.

ę Ar Galon-Zakr a Jezuz, eme Hon Tad Santel ar Pab Leon XIIL a en em diskouez d'imp hirie evit hon zalvi, evel ma reas gwechall ar Groaz d'an impalaer Konstantin. Ľ

Hag e westlas ar bed holl d'ar Galon-Zakr, er bla 1900, o lavaret e oa eno gwellan ha kaeran tra an evoa grÍt en e holl amzer a bab.

En kichen an devosion-ze e zo eun all hag e kemeras ive mil boan d'he brudan dre ar bed kristen.

Er bla 1901, e oe gwestlet d'ar Werc'hez, en iliz ar RozÍra, en Lourd, pempzek Űter, en enor d'ar pempzek mister a levenez, a geun hag a c'hloar.

An Tad Santel ar Pab a skrive diwar-benn ze. ęGwechall, emezan, sant Dominik.a drec'has dre ar RozÍra war an Albijiz a lahe o fals-kredennou da redek, evel eur vosen, dre vro ar Pireneou. Hirie, ar fals-kredennou-ze a 'n em zil adarre e-touez an dud dindan pep seurt stumm neve. Mes kalon Tad ar gristenien a zo frealzet o welet devosion e vugale o kreski en kenver pempzek mister ar RozÍra galloudus.

En Montmartr hag en Lourd eman eta, kouls lavaret, diou feunteun hon zilvidigez : ar Pab o diskouez, beb eil, d'ar gristenien hag o fed hag o asped da dost‚t oute.

E vouez n'eo 'met eun hekleo eus an nenv.

ę Et d'evan ha da 'n em walc'hi d'ar feunteun, Ľ a lavare ar Werc'hez da Vernadet, an navet gwech ma 'n em diskouezas d'ezi, en Masabiel.

Feunteun Lourd a zo strinket, houls lavaret, dre c'halloud ar RozÍra. Gwerc'hez Lourd a oa ganti eur chapeled, hag a lavare anezan asambles gant Bernadet. Eur wech, an diaoulou kounnaret a glaskas spontan ar plac'hig en keit ma oa gant he feden. Klevet a reas eur safar euzus o sevel diouz an douar hag eur vouez spouronnus o youc'hal : ę Tec'h alese ! tec'h alese ! Ľ

Gant eur zell hephen, Mari a reas d'an diaoutou tevel.

Setu galloud ar chapeled; bezan eo gwellan arm hon deus evit dont a benn eus enebourien an Iliz.

Ar c'hristen a denn dioutan ive, evitan e-unan, eur f'rouez eus ar gwellan.

Ar RozÍra, eme Leon XIII, a ra d'imp ober eun tremen war holl visteriou hon relijion; da gentan, war re Jezuz-Krist en em c'hrÍt den; Mari, mamm ha gwerc'hez, o tigemer gant levenez salud an El; goude, war visteriou Pasion Hon Zalver; da glozan, war visteriou e c'hloar, ar maro trec'het, an nenv digoret, ar Spered-Santel o tiskenn, Mari savet dreist al loar hag ar stered ha kurunet en nenvou.

Lec'h ma vo dalc'het da lavaret ar RozÍra n'eus ket da g‚t aon e teufe an diouiziegez hag ar gaou da dismantr ar fe. Eur gelennadurez hag eur sklerijen eo evit ar spered.

An nerz ne dle het mankout ive elec'h ma par ar sklerijen : skoueriou Jezuz-Krist hag e Vamm a deu da ent‚nan Kalon ar c'hristen hag a doug anezan war hent ar zantelez.

N'hall ket an den, eme Leon XIII, pouezan ennan e-unan an testeniou dispar a garante an eus roŽt d'ezan Jezuz-Krist, hep ma teufe e volonte da 'n em drei war ar vad, hag hen da gerzet war roudou e Zalver betek lavaret gant sant PŰl : Piou hon distagfe diouz karante Jezuz-Krist ? N'e ket me a zo beo, Jezuz-Krist eo a zo beo ennon.

Oh ! bezomp aketus eta da lavaret bemde tam pe dam eus ar RozÍra, ar peden desket d'imp gant ar Werc'hez, ha galloudusan hini a zo da dennan warnomp he madelezou !

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica