retour la page d'accueil

pages 526, 527

Pages 526, 527

*******

Pevare devez warn-ugent a viz Gouere

Sant Sirill ha sant Method

Eskibien, IXet kantved

-------------

En navet kantved, ar Slaved a zave eur rouantelez, tre ar zav-heol hag ar c'huz-heol, distag diouz hini Charlemagn ha diouz hini impalaered Konstantinopl.

Doue a zibabas daou vreur, Sirill ha Method, evit mont da gas d'eze sklerijen ar fe. Ganet oant en Thesalonik, a dud a ouenn vras, en penn kentan an navet kantved. Mont a rejont o-daou da studian da Gonstantinopl. Ar c'hosan a zeskas ken mat ma oe lezhanvet ar Filozof .

Er bla 847, e teuas kannaded eus bro ar C'hazared da Gonstantinopl da c'houlenn eur misioner kristen.

Ar C'hazared a oa o chom er c'hreiste eus ar Rusi, hag , a heuilhe eur relijion tennet, tamm eus hini ar Judevien ha tamm eus hini ar Vuzulmaned.

An impalaer Mikl III a zibabas Sirill da vont gante. Goude bezan daleet eur pennad en Kerson, elec'h ma kavas relegou sant Klemant, e valeas dre vro ar C'hazared, eus an eil penn d'egile, hag e c'honezas eun niver bras a dud d'ar fe gristen. Distrei a reas neuze da Gonstantinopl.

Er bla 863, an daou vreur a yeas d'ar Moravi. Hadan rejont drezi had ar gwir fe, ha diwan a reas seul buhan-noe'h ma rejont o ofisou hag o frezegennou en yez ar vro, da lavaret eo, en slavoneg. Trei a rejont ive er yez-ze eur pennad mat eus ar Skritur-Zakr (863-867).

Ar pab sant Nikolas a c'hoantaas o gwelet hag o galvas da Rom. Pa zigouezjont, sant Nikolas a oa maro, hag ar pab neve, Adrian II, a yeas d'o diarbenn gant beleien kr, o digemeras gant kalz a vadelez hag o zakras eskob. Ar visionerien a roas relegou sant Klemant d'ar pab, hag a 'n em zispartias. Sirill a 'n em dennas en eur gouent en Rom, hag eno e varvas, d'ar 4 a viz c'houevrer 869.

Method, hanvet da arc'heskob ar Moravi hag ar Pannoni, a zistroas da vro ar Slaved. Arc'heskibien Salzbourg ha Mayanz, ha ne felle ket d'eze e vije kanet ofisou an Iliz en slavoneg, a ziskuilhas anezan d'ar pab Yan VIII.

Method a deuas da Rom evit en em zifean. Yan VIII a oe ken laouen o klevet an abostol o tisplegan ar pez en devoa grt, ma skrivas da brins ar Moravi, evit meuli fe yac'h an arc'heskob.

Method a brezegas ive er Pannoni, er Bulgari, en Dalmasi, er C'harinti, a vadezas duk ar Bohem, Borsiwog, hag e bried, santez Ludmill, a oe lazet divezatoc'h gant he merc'h-kaer, ar baganez Drahomer.

Darn a lavar ec'h eas betek ar Pologn. Distrei a reas adarre d'ar Moravi, elec'h ma savas arc'heskopti Kiev. Goude e teuas da Rom da welet ar pab, hag er gr-ze e varvas er bla 885. E gorf a oe sebeliet gant hini e vreur, en iliz Sant-Klemant.

Sirill ha Method eo patroned ar Slaved. Leon XIII a c'hourc'hemennas ober o gouel dre ar bed holl.

*******

BOKED

Jezuz a lavare d'e ziskibien :

Setu e kasan ac'hanoc'h evel oaned e touez ar bleizi.
Ma 'c'h et en eur gr elec'h ne vefec'h ket digemeret, et dre ar ruiou ha lavaret :
Hijan reomp ouzoc'h ar boultren eus ho kr, zo stag ouz hon zreid; koulskoude, gouezet e tosta rouantelez Doue.
En gwirione, m'hen lavar d'ec'h, pardonet e vezo kentoc'h da Sodom, en de-ze, eget d'ar gr-ze
An neb a selaou ac'hauoc'h a selaou ac'hanon; hag an neb a zispriz ac'hanoc'h a zispriz ac'hanon. Hogen, an neb a zispriz ac'hanon a zispriz an hini en deus ma digaset.

SANT LUKAS. Xct PENNAD.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica