retour la page d'accueil

pages 434, 435, 436

Pages 434-435-436

*******

Trizekvet devez a Vezeven

Sant Anton a Badou

Eus a Urz sant Fransez (1195-1231)

*****


r zant-man, Fernando eus e hano badeziant, a deuas er bed en kr Lisbon, er Portugal, er bla 1195. E c'hoant da dizout prim ar zantelez a lakas anezan, d'an oad a bempzek vla,, da c'houlenn digor digant chalonied sant Augustin, en Kombr. Dek vla a dremenas en o zouez, ha n'o devoa holl nemet meuleudi da rei d'ezan, evit e aked d'ar beden ha d'ar studi.

Eun devez e oe digaset da Gombr korfou pemp manac'h eus a Urz sant Fransez, bet merzeriet en Afrik gant ar Vuzulmaned. An den yaouank, ouz o gwelet, a c'hoantaas gonid evelte kurunen ar verzerenti hag a c'houlennas bezan digemeret en o Urz. En eur gemer gwiskamant sant Fransez, e kemeras ive an hano a Anton.

Daou vla goude, e oe lezet, war e c'houlenn, da vont da brezek ar fe d'an Afrik. Leun a levenez, o sonjal e c'hellje skuilh e wad evit Jezuz-Krist, Anton a gemeras lient ar Marok. A-vec'h digouezet eno, ma kouezas klanv. Eur wech pare, o welet n'hallje ket, er vro-ze, gonid kurunen ar verzerien, e savas war eul lestr da zistrei d'ar Portugal. Eur gorventen a zirollas warnan hag her c'hasas d'ar Sisil. Digemeret eno gant menec'h Messin, Anton a skoas, prest goude, etrezek Asiz, da welet an tad sant Fransez. Goulenn a reas outan mont da Vonte-Paolo, en kichen Bologn. Eno, Anton a reas pep tra evit kuz e ouiziegez. Mes Doue ne zaleas ket da rei da anaout an tensoriou a oa kuzet ennan. Eun devez, e superior a gemennas d'ezan lavaret eur gomz bennak d'e vreudeur; senti a reas, hag ar venec'h-all hag a gave d'eze ne oa mat nemet d'ober labouriou ar gegin, a oe estlammet o klevet ar brezegen gaer a reas d'eze.

Karget diwar neuze da gelenn ar venec'h yaouank, Anton a reas, tro ha tro, skol en Bologn, en Montpellier, en Toulouz hag en Padou. A-benn nebeut, avat, en em lakas a-grenn da gelenn ar bobl. Prezek a reas er Romagn, er Berry, el Limouzin hag en Padou, hag en kement lec'h ma tremene, e c'honeze kalz a eneou da Zoue. Poanial a r, dreist-oll, da zigeri o daoulagad d'an heretiked. Ales e klaskent difenn o fals-kredennou, mes Anton a ouie an tu da lakat ar wirione da baran, ken skler hag an de, dirak o daoulagad.

N'halled ket herzel ouz eun hevelep prezeger, rak pa wele ne zigemered ket prim awalc'h e gomzou, e r miraklou d'o c'hennerzi.

En Toulouz, e oa eun den ha ne felle ket d'ezan kredi eman Jezuz-Krist en sakramant an ter. Anton a lavaras d'ezan : Ma teu hoc'h azen d'adori Jezuz-Krist kuzet dindan doareou ar bara, ha kredi a refet en sakramant an ter ? Ya ! emezan.

Al loen a zo digaset war leuren kr. En eun tu, e laker eul laoueriad kerc'h, hag en tu-all, Anton a zalc'h en e zorn ar Zakramant meulet ra vezo. An aneval, elec'h mont warzu e voed, a ya war eun da stoui dirak an hosti santel hag a chom er c'hiz-ze, ken e lavar ar zant d'ezan sevel.

Setu aman eur burzud-all, grt gant sant Anton en Rimini.

An heretiked a oa endro d'ezan ne rnt nemet ob er gwap anezan ha lakat o bizied en o diskouarn gant aon da glevet e gomzou.

Pa ne fell ket d'ec'h, emezan, selaou komzou Doue, me a ya da brezek d'ar pesked, evit ma vezo anavezet splannoc'h a ze ho fals-kreden. Mont a reas d'ar ster, ha komz a reas d'ar pesked eus madelez an Otrou Doue. Ar re-man, ouz e glevet, a lakas o fenn er-mz eus an dour d'e selaou gant ar brasan evez, ha n'en em dennjont nemet goude bezan bet e vennoz.

Kornzou ar zant a zouge bepred ar brasan frouez; ar bec'herien a zileze o bue fall, hag ar re vat a startae en o fe hag a 'n em ro d'an oberou a drugare. Jezuz, evit diskouez e kare e labour, a deuas eun devez d'e gambr, dindan stumm eur bugel, hag a gomzas outan evel ouz e vrasan mignon.

Brevet e gorf gant al labour hag ar binijen, kentoc'h eget gant an oad, rak n'en devoa c'hoaz nemet c'houec'h vla ha tregont, Anton a yeas, d'an 13 a vezeven 1231, da gerc'hat ar gurunen en devoa gonezet en nenv.

E gorf a oe sebeliet en Padou, hag er bla war-lerc'h, ar pab Gregor IX, war c'houlenn an holl, a lakas e hano war roll ar zent.

N'eus sant ebet ken brudet ha sant Anton; hen anaout a rr en pep lec'h, hag hen pedi a rr, dreist-oll, evitkaout an treo dianket.

E deod a virer c'hoaz en Padou, fresk ha ru evel hini eun den beo.

 

*****


KENTEL

An holl a bed


Pep-hini eus ar grouadurien m'eo laket an den da vestr warneze, en deus e yez hag e zoare da ganan, da veuli, da drugarekt, en eur ger, da bedi Doue.

An heol hag ar stered, en eur vont hag en eur zont, a skriv e hano, en lizerennou tan, war oabl an nenv.

An ezen-avel a nij dreist ar mziou, ar waz-dour a red a-dreuz d'ar prajeier, goustadik ha sioulik, a gan e veuleudi; al lapoused, e-touez glazvez ar c'hoajou, kerkent ha goulou-de, a embann e vadelez ; al lilien gant e bleuniou gwenn-kann, ar wenanen gant he diouaskel seiz, o deus pep-hini he doare d'e vinnigan; boud spontus ar c'hoummou, trouz tregernus ar c'hurun, petra int i ken nemet notennou dishenvel eun ograou o c'hoari noz-de en e enor ?

Pep tra a bleg er bed-man da lezen ar beden; pep tra, herve e c'halloud, a veul heb ehan an Otrou Doue, nemet an den, a-wechou, ne ra ket.

Al lapoused a gan

Meuleudi d'o C'hrouer; 

Me zo duoc'h eget eur vran, 

Ma n'her meulan en pep amzer.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica