retour la page d'accueil

pages 432, 433

 

Page 432-433

*******

 

Daouzekvet devez a Vezeven

Sant Yan a Zant-Fagond

(1430-1479)

----------------


r zant-man, unan eus prezegerien wellan ar Spagn, a c'hanas en Sahagun (Sant-Fagond), en eskopti Lon, da ze gouel Yan 1430, hag abalamour da ze re oe rot d'ezan hano embanner bras ar binijen.

Kelennet mat a oe gant e dud, hag adalek e vugaleach e roas merkou anat eus e zantelez da zont.

Ne oa c'hoaz nemet eur bugel e-unan, hag e vode bugale e oad endro d'ezan da gomz d'eze eus an Otrou Doue. Ouz ar gomz e sentent outan ha gant ar brasan evez e choment, epad pell amzer, d'e selaou.

Ober areas e studigant menechi Salamank, ha goude-ze e oe beleget gant eskob Burgos ha grt chaloni.

Pinvidik dre an danve en devoa bet diouz e dud, ha dre ar garg a oa bet rot d'ezan, Yan, daoust da ze, ne glaske ket en em lakat en e z.

En e di e veve evel eur paour, ha trernen a r e holl amzer er beden hgg er studi. E garante evit ar beorien a r d'ezan mont alles d'o zi, da rei d'eze kement o devoa ezom. Gwalc'hi ha louzaoui a r o c'horfou hag o gouliou euzus, ha ne veze kammed ken laouen evel pa veze e di leun a beorien.

Ar c'hoant da zeski gwelloc'h c'hoaz skianchou Doue a lakas anezan da rei an dilez eus e garg a chaloni ha da vont da studian da skol vras Salamank. Eno, eur c'hlenved bras e gasas betek ar be : Otrou, erne ar zant da Zoue, n'em eus mui a fizianz nemet ennoc'h; ma tlean mervel, ho polonte bezet grt ; mes ma tlean bevan c'hoaz, e fell d'in trernen ar blaveziou a rofet d'in en eun Urz menec'h !

Parean a reas, ha kerkent e c'houlennas bezan digemeret en manati menec'h sant Augustin. E superiored a gasas anezan da brezek da Zalamank hag hen ober a reas gant frouez.

Kr, d'ar mare-ze, a oa rannet en diou gostezen; bemde e veze kann etreze. Dre e brezegennou, Yan a glaskas lakat ar peuc'h etre Salamankiz.

Eun devez, e klevas ar c'hleier o c'hervel an dud d'an emgann; redek a ra kerkent d'en em lakat tre ar vrezellourien; pilet gant ar re gentan, e savas a neve, hag e kreiz trouz ar c'hlezeier, e prezegas ar garante gristen.

Selaouet a oe hag an emgann a davas. Prest goude, avat, e welas unan eus ar vistri o vodan a neve e dud : ken dispont ha tra, en em lakas en kichen dor e di hag e kendalc'has da brezek : Lazet ar manac'h-ze ! eme ar mestr fuloret. Daou zoudard a zav o c'hlezeier war benn ar zant, mes o divrec'h a goue morzet. Strafuilhet holl, en em dlont d'an daoulin, ha war beden Yan, Doue a roas. d'eze ar pare.

Sant Yan en devoa eur garante vras evit Jezuz-Krist en sakramant an Oter; pa lavare an oferen, oa muioc'h henvel ouz eun l eget ouz eun den, ha meur a wech, eme sant Thomas a Villanova, e welas Jezuz dirazan en hosti zakr. Doue a roas d'ezan ar c'halloud da lenn en kalonou an dud, hag en doare-ze e reas da galz pec'herien dizrei war lient ar baradoz.

Anaout a r, zoken. ar pez a dlee en em gaout en amzer da zont. Eur breur d'ezan a gollas e verc'h; an den kez a oa ken glac'haret ma n'halled ket e t'realzi. Yan a gemeras true outan hag a lavaras : N'et ket da ouelan d'ho merc'h; eur fallaen he deus bet, hanetra ken En em lakat a reas da bedi, hag ar plc'h yaouank a zavas leun a vue.

En Salamank, eun dijentil a rene eur vue direiz gant eur plc'h fall. Yan a yeas d'e gaout; e gomzou a yeas don en kalon an den reuzeudik, hag evit ober pinijen eus ar skoueriou fall en devoa rot, hen pedas d'e zigerner e-touez e venec'h. Ar plc'h fall, avat, pa welas ar pez a oa digouezet, a vagas kasoni ouz ar zant hag a lakas pozon en e voed. Mervel a reas d'an 11 a vezeven 1479.

Ar miraklou a c'hoarvezas war e ve a reas d'ar pab Alexandr VIII sevel anezan en renk ar zent, er bla Kr Salamank he deus e gemeret da batron.

----------------------

KENTEL


Erus an dud habask


Ar glao a ra droug kouls ha vad; ar glao dour-bil a dorr, a denn hag a laz an trevajou; ar glao dous, habask, a vag, a grenva hag a sedera aneze.

An dud ive, diouz m'int troet, a ra droug pe vad. Au dud ter eo haderieu an drouz ; an dud habask eo mistri an douar.

An dud ter, elec'h lazan tan ar gasoni a zav tre o nesan, gwellan m'int eo da lakat anezan da greski gwasoc'h gwaz.

An dud ter n'ouzont kentelian eun all nemet en eur fulori; ha koulskoude, peseurt gonidegez a gaver o fulori ? Hini ebet !

Al loened ne c'houlennont ket bezan kaset endro a dliou baz, nag an dud a dliou skourje; n'eo ket a dliou mein eo e tigas ar pastor au danvad dianket d'ar gr; hen dougen a ra war e ziskoa. Au dud habask, dre ne reont poan da zen ebet, e teuer ive ha ne grcder ober poan ebet d'eze kennebeut.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica