retour la page d'accueil

pages 374, 375, 376

Pages 374, 375, 376

*******

Ugentvet devez a viz Mae

Sant Bernardin a Zienn

Eus a Urz sant Fransez (1380-1444)

--------------

D'an eiz a viz gwengolo 1380 e teuas Bernardin er bed, en Massa, en Toskan. E dad a oa unan eus pennou-bras kr.

D'an oad a dri bla, e kollas e vamm, ha d'an oad a seiz vla, e dad. Unan eus e voerebezed, Diana, a 'n'em gargas anezan. E garet a r evel ne mab, ha rei a reas d'ezan eur gelennadurez eus ar gwellan ha, dreist-oll, e lakas en e galon eur garante vras evit ar Werc'hez hag evit ar beorien.

Eun devez, ar voereb n'he devoa nemet ar bara red evit ar pred; eur paour a skoas war an nor hag ar wreg kez ne roas d'ezan netra. Ar bugel a welas hag a lavaras kerkent : Oh ! en han' Doue, rot eun dra bennak d'ar paour-ze; anez-ze, n'hallin dibri netra epad an de !

Da unnek vla, Bernardin a yeas da chom da Zienn, da di daou eontr d'ezan, evit gallout heuilh skoliou bras ar gr-ze. Dont a reas da vezan trec'h da vugale e oad dre e zeskadurez hag, ar  pez a zo gwell, dre e fumez. Devot bras oa d'ar Werc'hez. Pa veze o vont da zaoulinan dirak ne skeuden, e lavare ales : Mont a ran da welet an hini a garan; brasoc'h eo he gened evit hini holl verc'hed Sienn.

Er bla 1400, ar vosen a grogas en Sienn. Bernardin, heb aon, a 'n em lakas da louzaoui ar re glanv. Epad ar pevar miz ma padas ar c'hlenved, e chomas noz-de en kichen gweleou ar glanvourien, bepred prest da rei d'eze o goulenn, ha war e vuzellou komzou mat ha karantezus, evit o c'hennerzi ha lakat o ene en stad vat da vont dirak Doue.

Nebeut goude, e c'houlennas digor en Urz sant Fransez. Evitan da vezan beleg, e blijadur oa ober al labour disteran eus ar gouent; ha pa veze karget a zismegans, neuze e veze al laouennan. Kaset da gestal dre gr gant unan-all eus e vreudeur, eur vandennad bugale divergont a 'n em lakas da deuler mein war o lerc'h. Ar manac'h hen heuilhe a c'hrozmole; ar zant a lavaras d'ezan : Ma breur, bezomp sioul; ar vugale-ze a ro tu d'imp da gaerat hon c'hurunen er baradoz !

Prezek a reas er c'hriou brasan eus an Itali, ha gant kement a frouez ma oe gwelet an dud o vont war wellt, ha kalz pec'herien o tizrei ouz Doue.

E deod a oa lemm evel eur c'hleze, ha n'eus forz pegen kaledet e veze an ene, e teue a benn da lakat ar wirione da zankan enni.

Ouz e glevet, al laeron a restle, an enebourien a 'n em unane, hag an dud stag o c'halon ouz an arc'hant a ranne o danve etre ar beorien. An dud diboell a zigase d'ezan benviou o c'hoariou risklus; ar merc'hed, ar ficherez hag an arc'hantiri a c'holoe o dilhajou, hag o devoa grt d'eze koll kement a eneou.

Karante Bernardin evit Jezuz a oa bras, ha kammed ne ro eur brezegen hep lavaret an hano santel-ze. Ales, en fin e zarmoniou, e tiskoueze d'ar bobl eun dlen, J. H. S. warnezi, en lizerennou aour, gant eur gurunen a sklerijen tro-dro d'eze. Pedi r neuze ar re a veze ouz e selaou da zaoulinan ha d'en em unani gantan evit adori Salver ar bed.

Eleiz a gavas abeg ennan hag a oe mall gante e damall. Ar pab Martin V a lemmas digantan, evit pad e vue, ar galloud da brezek ar fe.

Ar manac'h santel ne glaskas ket, zoken, en em zifenn; mes ar pab a deuas da welet e oa bet tamallet en gaou, ha goude bezan grt eun enklask war ar c'henteliou a ro d'ar bobl fidel, e reas e veuleudi hag e roas d'ezan tre da brezek elec'h ma karje.

En despet d'ezan e oe hanvet vikel jeneral en e Urz, ha chom a reas er garg-ze epad pemp bla.

En kr Akila, en Abruz, trec'het gant an derzien, e roas e ene da Zoue, de ar Yaou-Bask, epad ma kane e vreudeur ar c'homzou-man eus ar gousperou :

Ma zad, grt am eus anaout ho hano d'an dud ho peus digaset davedon; breman e pedan evite, ha nan evit ar bed, rak mont a ran davedoc'h.

E varo a arruas er pevare bla ha tri-ugent eus e vue (1444).

Ar miraklou a c'hoarvezas war e ve a reas d'ar pab Nikolas V e lakat en renk ar zent, c'houec'h vla hepken goude e varo (1450).

--------------------


KENTEL

Hano Jezuz


Hano Jezuz eo ar c'haeran hag an dudiusan eus an holl hanoiou. 

Bezan eo, eme sant Bernard, evel eun tamm mel er genou, evel eur c'han dudius er skouarn, ha lakat a ra ar galon da dridal gant ar joa.

Ha c'houi zo tenval ho penn hag enkrezet ho kalon ? Soujet eu Jezuz; digaset e hano war ho muzellou, ha raktal e vefet laouen adarre hag hoc'h enkrez a nijo pell diouzoc'h.

Ha spontet oc'h o welet ho pec'hejou, ha dija prest da gouezan en dizesper ? Galvet Jezuz d'ho sikour, lavaret e hano, ha kerkent; ar fizianz hag an esperanz a deuio endro, rak hano Jezuz a zo er memes amzer sklerijen, magadurez ha louzou; sklerijen eo evit ar spered, magadurez eo evit ar galon ha louzou evit parean klenvejou an ene.

O ma Jezuz, o ma c'harante,
Bezet em c'halon ha bemnoz ha bemde !

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica