retour à la page d'accueil

pages 371-372-373-374

Pages 371-372-373-374

 

 

Naontekvet devez a viz Mae

SANT ERWAN

Advokad, barner ha beleg, patron Breiz (1253-1303)


Ne 'z eus ket o Breiz. ne 'z eus ket unan, 

Ne 'z eus ket eur zant evel sant Erwan.

Erwan Helouri, mellezour ar veleien, burzud e arnzer, advokad ha tad ar beorien, an intanvezed. an emzivaded, patron Breiz, a oe ganet en maner Kervarzin, 'e-tal kêr Landreger, d'ar 17 a viz here 1253, er c'houlz ma oa Innosant III war Gador sant Per ha Yan ar Rouz war drôn duked Breiz.

Tanguy Helouri, e dad, a oa bet en brezeliou ar Groaz, gant sant Loeiz, hag en dizro oa dimezet da Azou ar Genkiz, eus a Beurit.

Erwan oa an eil eus a bemp. E vamm a lavare d'ezan : «O ma mabig, bez fur, ma vezi eur zant, eun de ! » hag ar c'hrouadur a responte : « N'am eus ken c'hoant, ma mamm. »

Goude bezan bet eur pennad er skol en presbital Pleubian hag en manati Beauport, ec'h eas da skol-veur Pariz, a oa pemp mil warn-ugent den yaouank o heuilh anezi hag a oa en ne fenn mistri brudet dre ar bed holl, evel Albert ar Bras, sant Bonavantur ha sant Thomas Akin.

Erwan en devoa pevarzek vla (1267). Derc'hel a reas ken mat d'ar c'henteliou roët d'ezan gant e vamm arôk mont eus ar gêr, ma tremenas dek vla en kreiz trouz ha dizurz ar gêr vras, hep ma vije bet goest ar skoueriou fall a gave a bep tu d'ezan d'e lakat da goll e zantelez.

Tec'hel a rê diouz an dud yaouank skanv-benn ha goulenn a reas bezan digemeret en Trede-Urz sant Fransez. 

Eun dra hag a weled o vont war gresk ennan, dre ma kosae, oa e garante evit ar beorien. Biskoaz n'eo bet gwelet o chom hep rei an aluzen pa deued da c'houlenn outan. Daou vil skoed leve bennak en devoa diouz e dud, mes n'en devoa netra evitan e-unan; e dôl a oa digor da gement hini a gare azezan outi; rei a rê lojeiz d'an dremenidi hag e-unan ec'h ôze d'eze o gweleou, hag evel ma oa re enk e di, deveziou a veze, e reas sevel eun hospital en e gichen.

Eun devez e kavas, war dreuz e zor, eur paourkez den goloet e gorf gant al lorgnez; digemer a reas anezan gant laouenedigez; rei a reas d'ezan peadra d'en em walc'hi hag e lakas anezan da azezan ouz tol en e gichen. An den lor, goude bezan grêt zeblant da zibri eun dra bennak, a zavas en e zav, hag a lavaras en brezoneg : Doue vo ganec'h ! » Kerkent e teuas da vezan skedus evel an heol hag e pignas en nenv. Erwan a zaoulinas d'an douar, hag epad meur a zevez ne gredas ket azezan ouz eun dôl hag a oa bet Jezuz-Krist azezet outi.

Adalek ar bla 1289, e kreskas e binijennou. Yun a reas tri devez er zun diwar bara ha dour, da verc'her, da wener ha da zadorn. Pa ne yune ket, ne zebre nemet eur pred bemde, bara segal, heiz pe gerc'h, kammed bara gwiniz; souben ar c'hôl, an irvin pe ar fa, gant holen; dibôt oa d'ezan lakat enni bleud pe aman.

Gant an dra-ze, Erwan a oa izelek evel eur bugel; daoust ma oa speredekan den a oa en e vro, ne glaskas nag an enoriou nag ar meuleudiou.

Bale rê bepred, kouls lavaret, war e droad, diou leren, ha netra ken, ouz e dreid; eur gouriz reun kalet hag eur roched stoup a oa war e groc'hen, hag eur zaë a izel briz war c'horre.

Pa deuas an dud da c'houzout e oa ar prezeger helavar-ze, al lezenner gouiziek-ze, brasoc'h den c'hoaz dre e binijen hag e vadelez, eget dre e ouiziegez hag e zoare da brezek, neuze, nobl ha dinobl, paour ha pinvidik a deuas da garet an ôtrou Erwan evel o zad, ha dal m'hen gwelent, e savent en o zav dre zoujanz evitan.

Erwan, en e vugaleach, a gare kanan, ha klevet kanan gwerziou ar zent koz a ziazezas ar vro. Ar c'hiz oa neuze c'hoari ar Basion (a bade eiz de) ha peziou-all war vueziou zent, o sevel diwarne skouer vat ha kelennadurez kristen evit ar Vretoned. Erwan, ma ne zavas ket' a c'hoari ou evelse, hen e-unan, a bourchasas, da vihanan, danve d'ar re hen grê. Skrivan reas Bue sent Breiz en Brezoneg. Al levr-ze, grêt gant eur zant, diwar-benn sent e ouen hag thon hini, a zo bet kollet, siouaz ! Pebez koll evidomp !

Erwan a dremenas da c'houlou-de, d'ar zul war-lerc'h ar Yaou-Bask, 19 a viz mae 1303. E varo a lakas Breiz a-bez en kaonv. Pevar bla ha daou-ugent goude-ze, e oe laket war roll ar zent, d'an 19 a viz mae 1347, gant ar pab Klemant VI.

En iliz-veur Landreger, elec'h ma oe sebeliet, e virer c'hoaz e benn en de a hirie.

Unan eus brasan pardoniou Breiz eo an hini a ve lidet eno, en enor da zant Erwan, an 19 a viz mae. N'eus ket kaeroc'h prosesion eget an hini a ya, en de-ze, eus Landreger d'ar Minihi, ennan holl barouziou ar c'hanton hag eun niver a belerined, a-ziavez Breiz kouls hag eus ar Vro. Red eo klevet mouez ar bobl o kanan kantikou ha gwelet, en skeud ar bodennou lann alaouret, penn sakr ar zant o tremen, douget war diskoaz ar veleien, hag a lavarfed, kentoc'h, e ve douget war eur mor a gan hag a beden.

De ar pardon bihan, pardon ar relegou, savet gant ar pab, er bla 1347, ar penn santel a ra adarre tro an iliz-veur, ar gristenien ouz e heul gant goleier.

Pad ar bla, dreist-oll epad miz mae, e tired pelerined da Landreger da bedi sant Erwan. Er Minihi, e veint gwelet ive oc'h ober, war o daoulin noaz, tro e chapel hag o tremen daoubleget dindan bolz e ve. Al labourer a lak e dokad ed 'barz an arc'h, hag a dastum eun toullad bili bihan diwar ar vered, unan evit pep-hini eus e barkou.

N'eus netra en kêr Landreger seurt gant iliz sant Erwan; n'eus netra en iliz seurt gant e ve, abaoue m'eo bet adgrêt a neve-flamm. An ôtrou 'n eskob Boucher, « eskob sant Erwan, » a reas sevel anezan. En e gichen e kavas e gurunen, rak en Landreger e oe skoet gant ar maro, an 21 a viz mae 1888. Gant-se, gouel ar be neve ne oe gallet lidan anezan nemet pa oe bet hanvet da eskob an ôtrou Fallières. Ar gouel-ze a badas tri de, 7, 8 ha 9 a viz gwengolo 1890. Arc'heskob Roaon, holl eskibien Breiz, an ôtrou 'n eskob Freppel, a deuas da bardonan da Landreger; kêr a oe beuzet gant ar belerined.

Sant Erwan an eus bet a-viskoaz, evit e Vretoned, eur galon dener; ar Vretoned o deus ive e garet a beb am-zer; e zantelez dreist-muzul hag e vadelez dispar o deus da viken goneet o c'halon.

Otrou sant Erwan, pedet evit ho Pretoned ; pedet evit ho Pro !

*****

KENTEL

Atô 'us d'it sellout 'ri


«Atô 'us d'it sellout 'ri », oa ger sant Erwan, ar pez a ziskoueze oa eun den ne denne ket eul lagad diwar ar gurunen en devoa da dizout, a zelle bepred da welet penôs o devoa grêt ar zent, en e rôk, hag a boanie d'ober dioute, gwellan m'halle. Evelse e tleomp ober ive bon unan.

Ar zent zo bet gwechall ar pez ma 'z omp hon unan breman, dinerz eveldomp, touellet eveldomp, pec'herien eveldomp. Hiniennou, en o zouez, a dosta muioc'h o bue ouz bon hini, pe dre m'o deus bevet en bon bro, pe dre m'o deus bevet en hon stad, pe dre m'o deus bet da stourm o-unan ouz an techou a ro lamm d'imp alïesan. Kemeromp ar zent-se da batroned, sellomp ouz ar skoueriou mat o deus lôsket war o lerc'h, ha pedomp aneze bemde, ma c'hellfomp, o vale war o roudou er bed-man, en em gaout gante en gloar ar bed-all.

*****

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica