retour la page d'accueil

pages 333-334-335

Pages 333-334-335

*******

Pempvet devez a viz Mae

SANT PI V

Pab (1566-1572)

-------


Mikl Ghislieri a c'hanas en Bosko, demdost da gr Milan, d'ar 17 a viz genver 1504. E dad hag e vamm a oa paour, mes sevel a rejont o c'hrouadur en doujanz Doue. Da bevarzek vla, ec'h eas en Urz sant Dominik; da bevar bla warn-ugent e oe beleget; arru mat oa en Rom, en amzer ar pab Pol IV, (1555-1559) a anaveze e c'halloud hag hen greas kardinal, d'ar 15 a viz meurz 1557.

En amzer Pi IV (1559-1565), ne oe ket kenkouls arru, abalamour ma oa unan eus ar re ne ouezont bale nemet dre an hent war en.

D'ar 7 a viz genver 1566, e pignas war Gador sant Per hag e kemeras an hano a Bi V. En e amzer, e oe gwellaet kalz stad kr Rom; ar merc'hed fall a oe harluet; laeronsiou ar Judevien enebet oute; stourmajou al loened difennet, evel c'hoariou amzere evit ar gristenien.

Ar pab santel a zavas skoliou neve hag a roas aluzen d'an hospitaliou; garo oa en kenver an douerien-Doue hag al labourerien da zul.

A drugare d'ezan, e oe peurc'hrt hag embannet katekiz konsil Trant; neveaet ha reizet ar brevier hag al levr-oferen.

Dre al lizer Supra gregem Dominicum, e c'hourc'hemennas d'an dud klanv kovez en unan eus an tri devez kentan ma choment war o gwele. (1)

En amzer-ze, e oa Elisabeth, trede krouadur Herri VIII, war drn Bro-Zz. Gwaskan r ar gatoliked gwasan m'halle, ha miret a r er prizon, eneb pep gwir, he c'hinitervez Mari Stuart (2), merc'h Jakez V, roue ar Skoz, hag intanvez Fransez II, roue Frans.

Pi V a roas e skoazel da trone hanter-noz Bro-Zz eneb o rouanez, mes ar re-man a oe trec'het, hag eiz kant aneze merzeriet en eun doare heugus. Al lizer Regnans in excelsis, embannet neuze (1570), a eskummunugas ar rouanez Elisabeth.

An Durked o devoa laket en o fenn dismantr an Itali. Pi V a zavas brezellourien, eus ar Spagn hag eus an Itali kouls lavaret holl, d'o diarbenn; ha lamm a roas d'eze en mor Lepant, d'ar 7 a viz here 1571.

Ar viktor-ze a dorras galloud an Durked war vor, evel ma tlee viktor Vienn (1683), terri o galloud war douar. Doue a roas d'ezan anaoudegez anezi, d'ar mare ma oe gonezet, ha lakat a reas e drugarekat en Rom, meur a zevez ark ma tigouezas gantan ar c'hannad a zigase ar c'helou mat.

Pi V en devoa nebeut a yec'hed, ha daoust da ze, e renas eur vue ken striz, evel pab, hag an hini a rene evel manac'h; ne zebre ket a gig ouspen ter gwech ar zun. Bemde e lavare e chapeled, ha biskoaz ne vankas d'en em gaout er pedennou a veze grt bep noz, a-unan, en e di.

Kouezan reas klanv en miz genver 1572. Daoust pegen bras oa e boaniou, ne glemmas ket an disteran. Lavaret a r ales d'an Otrou Doue : Otrou, kresket ma foan, mes kresket ive ma fasianted.

D'ar 4 a viz ebrel, de Gwener ar Groaz, e lakas digas eur groaz vras en e gambr hag e savas da vont da vriata anezi.

Ar c'helou eus e varo o vezan bet brude en kr, e c'hellas klevet, eus e wele, pobl Rom o ouelan d'ezan. Kement-se a deneraas kement e galon ma falvezas gantan bezan douget da Zul-Fask war c'horre iliz Sant-Per, da rei ac'hane e vennoz a bap, eur wech c'hoaz, d'e vugale diniver bodet war ar blasen.

Mervel a reas d'an de kentan a viz mae 1572, d'an oad a eiz vla ha tri-ugent. E gorf a oe sebeliet en iliz Santez-Mari, elec'h ma c'heller hen gwelet c'hoaz en e bez, en de a hirie.

E varo a oe eur c'hanv evit ar bed kristen. KlemantXI hen lakas war roll ar zent, d'an 22 a viz mae 1712.

Pi V eo an divezan pab a zo bet kanonizet.

------------

(1) Ar gemennadurez-ze a zo bet neveaet gant Beneat XIII (1725) ha gant Pi IX (1869).

(2) Pa deuas Mari-Sluart en Frans, (1548) evit bezan pried Fransez II, e reas lie diskeim en Rosgov, elec'h ma weler c'hoaz relegou chapel sanl Ninian.

************************


KENTEL

An daou vanniel


An Iliz, abaoue m'eman war an douar, he deus renket stourm, hep paouez, da zifenn eneou ha korfou he bugale.

En iliz-veur Angers, zo eun dlen vras hag a ziskouez Hon Zalver azezet, nan war eun trn skedus, berniou le ha sent o stoui dirakan, evel m'hen gwelfomp er baradoz, mes a c'haoliad war eur marc'h skanv, e vanniel en eun dorn hag e gleze en dorn-all; kement-se a ziskouez e vefomp war an dachen a vrezel, keit ha ma vefomp war an douar.

Bale renkomp war-lerc'h banniel Jezuz-Krist pe war-lerc'h banniel Satan; unan a zaou.

Jezuz-Krist eo an hent, ar wirione hag ar vue; Satan eo an islonk, ar gaou hag ar maro.

Jezuz-Krist eo kaeran brezellour a dlas troad biskoaz war au douar; lorc'h a c'hell bezan ennomp o vont d'e heul, o selaou e urziou hag o senti oute.

Bet en deus hon hanoiou dal m'omp deut war an douar; neuze n'hon devoa c'hoaz anaoudegez ebet hon unan; breman, pac'h omp deut en oad, roomp d'ezan, n'eo ket hepken hon hano, mes en em roomp d'ezan korf hag ene, betek ar maro. O heuilh Satan, n'eus nemet koll; banniel Jezuz a zoug bepred ar viktor en e blegiou.

*****

Geriadurig lexique

Evit komz diouzk al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica