retour la page d'accueil

pages 331, 332, 333

Page 331

*******

Pevare devez a viz Mae

Santez Monika

Intanvez, patronez ar mammou kristen

(332 - 388) 

Monika a oa ginidik eus Tagast, en Afrik. He zad hag ne mamm a oa kristen; a vihanik e tiskouezas bezan troet war ar beden ha war an aluzen.

Da daou vla warn-ugent, he zud he dimezas d'eun dijentil eus a Dagast, e hano Patrik, an hanter kosoc'h eviti. Kerse a gavas o vont eus ar gr, rak he fried, ouspen ma oa pagan, a oa eur gwall den, hag he mamm-gaer a oa ken gwaz-all.

Koulskoude, Monika, elec'h fallgaloni, o welet en peseurt toull e oa kouezet, a glaskas an tu da wellt he gwaz. Biskoaz ne lavaras d'ezan eur ger treuz; elec'h rei kenteliou d'ezan, e ro skoueriou; elec'h e c'hourdrouz, e c'houzanve anezan; elec'h e gast, e garet eo a r. En doare-ze, a nebeudou, e teuas a benn d'e wellt, ha d'ober eur c'hristen anezan. Pa varvas, dour ar vadeziant, war e c'houlen, a redas war e dl.

An Otrou Doue, evit ober da Vonika kaout skanvoc'h poaniou ar vue, en devoa laket tri grouadur da laouennt he zi : Augustin, Navigius ha Perpetua. Gwasan a oa, dre ma c'honeze he fried, e kolle he mab henan.

Eur ptr lezirek oa; ne gare nemet ar c'hoari hag ar blijadur. Kaset e oe d'ar skol da Garthaj hag eno en em gollas krenn. Da naontek vla, en devoa dizenoret e hano, ha dre ma vastare e galon, an denvalijen a garge e spered hag a vouge e fe.

Pa zizroas Augustin d'ar gr, diouz ar gwall gomzou a oa gantan, Monika a anavezas e oa touellet gant kredennou ar vanicheaned (1), fallan gouen tud a oa neuze war an douar. Raktal e argasas he mab er-mz eus he zi : Nan, biken, emezi, ne vezin mamm d'eur manichean !

Goude bezan e lsket da vale eur pennad, e roas digemer d'ezan adarre hag e klaskas an dud desketan d'e gentelian.

Eun eskob a lavaras d'ezi, eun devez, o welet pegen doaniet e oa : Eur mab hag a zo gouelet warnan evel ma zo grt war Augustin n'hall ket bezan kollet da viken !

Monika a gendalc'has he fedennou evit goulenn ouz Doue dizro he mab.

Eun devez, Augustin a gemennas d'ezi e oa o vont da Rom. Ne falvezas ket ganti e lezel da vont e-unan hag ec'h eas da Garthaj; mes Augustin a bignas el lestr hag a yeas en hent, epad an noz, hep gouzout d'e vamm.

Monika, da c'houlou-de, a oe dare d'he c'halon rannan, pa welas an tol divalo c'hoariet d'ezi gant he mab. Dizrei a reas da Dagast, mes peuc'h ebet eno ne gavas; ha hi en hent, ha da Rom.

P'en em gavas eno, e oa re zivezat; he mab a oa et da Vilan; mont a reas da Vilan. Eno e kavas an eskob sant Ambroaz, a reas d'ezi eun digemer mat; eno ive he devoe an dudi da welet hec'h Augustin, dianket seitek vla a oa, o kemer hent ar fe; eno e welas an eskob Ambroaz o lakat dour ar vadeziant da redek war e dl. He c'halon breman bar gant ar joa, o welet Augustin war an hent mat, Monika a reas he zonj da zizrei d'he bro. Mont a reas da Osti da gemer ar vag he digasje d'ar gr. Eno, e keit ma oa o c'hedal kuitt, e krogas eun derzien vras enni; anaout a reas ne oa pare ebet eviti. Lavaret a reas d'he bugale : Sebelian refet ma c'horl' el lec'h ma kerfet; n'en em jalet ket gant an dra-ze; ar pez a c'houlennan ouzoc'h hepken eo ma talc'hf'et sonj ac'hanon ouz Oter an Otrou, n'eus forz pelec'h en em gavfet.

Augustin ne dec'has ket eur pennad diouz gwele e vamm, epad he c'hlenved, hag etre e zivrec'h eo e varvas, d'an navet devez eus he zerzien, oajet a c'houec'h vla ha hanter-kant (388).

Augustin a ouelas pell amzer d'e vamm; hi ive he devoa gouelet warnezan, ark gallout dont a benn da lakat bue ar c'hras da ziwan en e ene.

Ar pab Martin V a reas digas relegou santez Monika eus a Osti da Rom, er bla 1430. Eur c'hrouadur klanv a oe pareet, pa oe tostaet gant e vamm ouz ar relegou-ze. Ar pab Eujen IV, (1431-1447) a roas santez Monika da batronez d'ar re a zo en Breuriez ar mammou 'kristen.

 

(1) Ar vanicheaned a oa neuze ar pez m'eo breman ar franmasoned.

------------------------


KENTEL

Daerou ar vamm,

Monika a oe diou wech mamm da Augustin, p'eo gwir e roas d'ezan bue ar c'horf ha bue an ene.

I. Ar mammou kristen a dle karet bue korf o bugale, dreist d'o hini. 

Eul lestr a oa o vont da goll en kreiz ar mor bras; ne oa mui tamm bevans ebet; an dud a varve gant an naon ha gant ar spont. Eur vamm a oa eno. eur bugel bihan d'ezi da vagan. Evel n'he devoa tamm da zibri, n'he devoa mui a lez da rei d'he c'hrouadur. Digeri reas neuze eur wazien eus he brec'h ha lakat a reas he bugel da zunan he gwad. Ar vamm a varvas, ark ma teuas sikour, mes ar bugel a oe kavet beo.

II. Ar mamrnou kristen a dle, dreist-oll, karet bue ene o bugale, he astenn hag he diwall; tl evoz warne ha pedi evite hep paouez, ma teuont da dec'hel diwar an hent mat.

Konversion eur pec'her a zo labour daou : labour Doue ha labour an den; mes n'eus netra o tigeri hag o flouran ken brao an hent d'an den dianket da zizrei eus bali an ifern evel daerou eur vamm, . abalamour ma n'eus netra ken galloudus hag an daerou-ze war galon eur mab. Mammou kristen, mar 'man ho pugale en gras Doue, pedet evit ma chomfont enni, ha ma n'emant ket, pedet evit o c'honversion. Ma pedet a wir galon, Doue n'hall ket chom hep rei d'ac'h ho koulenn.

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzk al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica