retour la page d'accueil

pages 234, 235, 236

Pages 234, 235, 236

*******

Eizvet devez warn-ugent a viz Meurz

Sant Yan Kapistran

Eus a Urz sant Fransez (1385-1456)

--------


Ar pempzekvet kantved a oe unan eus ar c'hantvejou tristan a welas hon zud koz. Rouanteleziou an Europ a oa en em zavet an eil eneb eben; an Iliz, renet gant tud ha 'n em glevent ket, a wele he galloud disprizet, he c'helennadurez dispennet. An Turked, bugale Mahomet, a venne 'n em deuler war broiou ar c'huz-heol : ar broiou kristen a oa o vont da goll.

A drugare Doue, sent ha sentezed a deuas hag a zalvas pep tra : Jann d'Arc a zalvas ar Frans diouz ar Zzon; Katell a Sienn a zalvas an Europ diouz an Turked.

Yan a c'hanas en Kapistran, eur gr vihan eus rouantelez Napl, d'ar 25 a vezeven 1385. Eur gall a oa dre e dad hag eun italian dre e vamm. Epad dek vla, e chomas en Perouz da studian gwiriou an Iliz, ha ken barrek e teuas da vezan warneze, ma oe hanvet, da zeiz vla warn-ugent, gouarner Perouz, gant Ladislas, roue Napl.

Epad rna oa er garg-ze, e savas trouz etre Perouziz ha tud Rimini. E genvroz a gasas anezan, evel kannad, da skoulman ar peuc'h; mes gwerzet e oe ha tlet er prizon.

Epad an arnzer a dremenas serret evelse, en em lakas da zonjal 'barz breskadurez enor ha madou ar bed-man, barz ar maro hag ar bed-all. Eun nozvez, sant Fransez Asis 'n em ziskouezas d'ezan hag a c'hourc'hemennas d'ezan mont da vanac'h en e Urz. Nebeut goude, Yan a c'hellas en em denn eus e brizon, a-bouez rei eur yalc'had vat a arc'hant d'e enebourien. Kerkent, ec'h eas da wiskan sa menec'h sant Fransez da Vergam. Sant Bernardin a Sienn a skolaas anezan betek e velegiach.

Dal ma oe beleget, en em lakas da brezeg gant aked dre an Itali a-bez, hag e reas da eleiz a eneou dizrei war hent ar zilvidigez. A-wechou, e teue d'e selaou betek 20.000 ha 40.000 den; gwelet zo bet, zoken, ouspen 100.000 den endro d'ezan.

Chilaouet e vije evel eun l diskennet eus an nenv, ha n'eo ket souez, rak da heul e gomzou e teue burzudou dispar.

Ober a reas tro ar Frans, Bro-Zz, ar Spagn hag an Douar-Santel. Er Palestin, e poanias da zizrei war an hent mat tud an Armeni a oa dianket, ha gant o c'hannad e kemeras peurz en Konsil Floranz, elec'h ma paras evel an heol.

Er bla 1451, ar pab Nikolas V, o welet pegement oa gonezet an Alamagn gant an hereziou, a gasas anezan di da sklerijennan ar gristenien. Poblou a-bez a deuas d'e selaou, hag eun niver bras a bec'herien a lakas war hent ar binijen.

Er c'hriou, e r eun tantad eus an tlennou dizonest, eus an dilhajou digempen hag eus al levriou fall, ar pez a c'halve tn-gwall kastel an diaoul.

En amzer-ze, Mahomet II, impalaer an Turked, a lakas seziz war Gonstantinopl, a gouezas etre e zouarn d'an 29 a viz mae 1453.

An darvoud bras-ze a lakas kanvou dre an Europ a-bez. An Turked, eus Konstantinopl, a c'helle en em dl war holl vroiou ar c'huz-heol. Ar pab Nikolas V, ha war e lerc'h, Kalixt III, a skrivas d'ar gristenien d'o fedi da gerzet eneb an Turked.

Yan Kapistran a redas an Hongri da embann urziou ar pab, hag en berr amzer, dek mil ha tri-ugent brezellour a oa en em vodet dindan banniel Yan Huniad; d'ar 4 a viz gouere 1556, Mahomet II a lakas ive ar seziz war Belgrad.

Yan Kapistran, daoust d'ezan da gaout dek vla ha tri-ugent, a ro kalon da Velgradiz. An Turked, koulskoude, a greske bemde o niver. Yan Huniad a fallgalone :

- Varc'hoaz, emezan, eo grt ganimp, ma ne deuer ket da rei dorn d'imp.

- N'ho pezet aon ebet, eme ar manac'h santel, o tifenn gwiriou Doue ec'h omp, Doue a vezo ganimp.

An de war-lerc'h, Yan Kapistran a zibabas pevar mil eus ar vrezellourien wellan a oa en kr, a gerzas en o fenn, hag en e zorn eur banniel, hano Jezuz warni, e youc'has : Ar viktor ! ar viktor !

An Turked a renkas souzan; 40.000 aneze a chomas war an dachen; Mahomet II a oe glazet, hag a gavas gwell tec'hel d'ar red gant ar rest eus e dud.

An Europ, eur wech c'hoaz, a oa salvet.

Ar c'helou-ze a lakas levenez vras en kalon ar pab hag en kalonou holl gristenien ar c'huz-heol.

Mes sant Yan Kapistran, skuizet holl gant ar brezel, a varvas daou viz goude.

Ar pab Alexandr VIII a lakas anezan etouez ar zent, er bla 1690. Leon XIII a lakas lavaret e ofis hag e oferen dre an Iliz a-bez.

-------------------

KENTEL

An neb a venn, hennez a c'hell !

Ma zo eleiz a dud hag a bec'h dre re a fizianz enne o-unan, zo kemend-all hag a bec'h ive dre re a zisfianz aneze o-unan.

I. _ Goest omp d'ober muioc'h evit ne zonjomp evit tec'hel diouz ar pec'hed. Hon zechou fall a stourm ouzimp; pep tra hon doug d'an droug. Koulskoude hon deus trec'het, pa hon deus goulennet sikour Doue, ha gourennet, en gwirione. Klaskomp eta en em viret diouz ar pec'hed hag en em virfomp.

II. _ Goest omp d'ober muioc'h a vad eget ne zonjomp. Lavaret a rr d'imp pedi, ha ni lavar n'hallomp ket; lavaret a rr d'imp yun, ha ni lavar n'hellomp ket; lavaret d'imp a rr d'imp ren eur vue kristennoc'h, ha ni lavar n'omp ket goest. Digareziou toull; klaskomp an tu hag e c'hellfomp.

III. _ Goest omp d'en em zantelt muioc'h eget ne zonjomp ! Me n'am eus ket a nerz d'ober ar pez a r ar zent, a lavaro unan; n'hellan ket bezan o pedi dalc'h-mat hag o sonjal hep paouez en Doue, a lavaro eun all. Santez Jenovefa. sant Loeiz, Jann d'Arc, sant Yan Kapistran, n'o devoa ket muioc'h a nerz evidomp ! Petra o devoa eta mui evidomp ? Muioc'h a c'hoant !

An neb a venn, hennez a c'hell !

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica