retour la page d'accueil

pages 117, 118

Pages 117, 118

*******

Dekvet devez a viz Genver

SANTEZ SKOLASTIKA

Gwerc'hez (480 - 543)


Santez Skolastika a oa c'hoar da zant Beneat. Ganet e oant er mmes devez hag en em garet a rent evel m'en em gar ales ar vugale gevel. Pa zavas he breur Urz Leaned Mene-Kasin, hi, e kichen, a zavas ive eun Urz Leanezed.

Skolastika ha Beneat, adalek neuze, n'en em welent nemet eur wech ar bla, en eun tiegez hag a oa hanter-hent etre an daou vanati, hag e komzent eno eus an doareou gwellan da gerner evit en em zantelt.

D'ar 6 a viz c'houevrer 543, Beneat a ziskennas eus e vene gant e venec'h a veze bepred ouz e heul. Skolastika, gant eun nebeut leanezed, a deuas eus he zu, hag ar breur hag ar c'hoar a 'n em welas, evel ma rent er blaveziou tremenet. En dro-man, koulskoude, elec'h komz eus an doareou gwellan d'en em zantelt, ne oe ken kz gante nemet eus dudiou ar baradoz. Pa ve eur men, bet strinket en r, o kouezan, seul ma tosta ouz an douar ha seul buhannoc'h e kouez; evelse, Skolastika, seul tostoc'h ma kave ' oa eviti an devez da vont daved Doue, ha seul-vuioc'h a c'hoant he devoa da glevet Beneat o komz anezan. 

Pa deuas an abarde, ar re oa gante a reas d'eze kemer eun tammik pred, hag ar zantez a lavaras d'he breur :

- En han' Doue, chom ganin en noz a zeu, ma c'hellfomp komz eus e c'hloar, ac'han da c'houlou-de.

- Petra c'houlennez aze ? eme Veneat, ken ter ha tra; gouzout a rez awalc'h n'hallan ket tremen an noz er-mz eus ma feniti !

An oabl a oa dizolo, tamm koumoul ebet ne nije drezan. Skolaslika, o klevet komzou he breur, a groazias he daou zorn war an dl, a zoublas he fenn da bedi, an daerou en he daoulagad. Pa zavas diouz he feden, al luc'hed a lintre, ar c'hurun a strake hag an dour-bil a goueze kement, ma n'hallas na Beneat nag e venec'h lakat o fenn er-mz. 

- Doue r'ho pardono, Skolastika, eme he breur, daoust d'ar pez ho peus grt !

- Pedet am eus ac'hanoc'h, emezi, ha n'eo ket bet mat d'ac'h selaou ma feden; en em droet am eus warzu Jezuz-Krist hag an eus selaouet ac'hanon. Et d'ar gr breman, mar gallet.

Ne oa ket bet falvezet gantan chom dre gaer, red e oe d'ezan chom dre heg. Sant Gregor a lavar d'imp e reas Doue kentoc'h diouz ar c'hoar evit diouz ar breur, abalamour ar c'hoar eo he devoa pedet gant muian a garante, ha dirak Doue, seul-vui ver karantezus ha seul-vui e ver galloudus.

An de war-lerc'h, ar barr-amzer fall a oa paouezet, hag en em dennjont pep-hini d'e gr; mes tri devez goude, Beneat a welas ene e c'hoar, dindan furm eur goulm, o sevel en barr an nenv.

En em deuler a reas d'an daoulin, da veuli Doue eus e drugare en kenver e c'hoar, hag o vezan rot da anaout he maro d'e venec'h, e tigemennas d'eze kerc'ht he c'horf hag e zebelian er be a oa toullet evitan. Hen e-unan ne vevas nemet daou-ugent devez goude, hag evelse, ar breur hag ar c'hoar, a oa bet epad o bue o sperejou unanet ken-koulz en Doue, ne oe ket dispartiet o c'horfou, kennebeut, gant ar maro.

------------------------------


KENTEL

Karante ar Vugale etreze


Doue an eus krouet an den evit karet, ha n'eus netra ken talvoudek d'an den evel bezan karet. Etrezek hon zad hag hon mamm eo e ligor ar c'hentan bleuniou karante a ziwan en hon c'halon, hag ar garante-ze a zank ken dn he griziou, ma n'hallo biken netra dont a benn d'he diframman.

An tad hag ar vamm a gavomp soublet war hon c'havel eo o deve merkou kentan bon zeneredigez. Ma'n eus Doue rot d'imp breudeur ha c'hoarezed, an eil plas a zo d'eze en hon c'halon. An natur hen
goulenn, ha Doue hen goulenn ive, rak ma 'n eus gourc'hemennet d'imp karet an dud holl, zoken, hon enebourien, n'eus ket gourc'hemennet d'imp o c'haret kement ha kement; hag hen e-unan, epad ar blaveziou a dremenas war an douar, e oa darn, evel e Vamm, an Itron-Varia, sant Yan ha santez Mari-Madalen, hag a oa tostoc'h d'e galon evit darn-all.

Ar breudeur hag ar c'hoarezed ne dlefe bezan netra goest, da lakat yenien da badout etreze. Ha koulskoude, siouaz, n'eo ket evelse-e c'hoarvez ! Ales, an tad hag ar vamm o deve ar rann-galon, ark diskenn er be, da welet o bugale o koll o danve, o amzer hag o zilvidigez en breujou, a dremenfe buhan awalc'h ales, panevet m'en em gav tud-all d'en em veskan er pez na zell ket oute, hag elec'h lazan an tan, ne reont, dre o c'homzou, nemet e c'houezan gwasoc'h-gwaz.

Tud evelse zo mllliget gant Doue, rak piou a dle en em glevet war an douar-man, ma n'eo ket ar re a zo liammou ar gwad o skoulman aneze an eil ouz egile ?

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica