retour la page d'accueil

pages 115, 116

Pages 115, 116

*******

Navet devez a viz C'houevrer

SANT TIT

Eskob Kret


Dek vla 'oa e oa sant Pol o prezek Aviel en ibroiou ar baganed, pa dremenas dre gr Derbe, er bla 54. Eun den yaouank ac'hane, e hano Tit, a c'hoantaas mont d'e heul, da rei d'ezan an dorn da gas dre ar bed relijion Jezuz-Krist.

Sant Pol hen c'hemeras hag hen karas evel e vab. Dre e lizeriou e weler pegement e talc'he d'ezan :

Doue, eme an abostol bras, en eul lizer da gristenien Korinth, Doue hag a laouenna an dud dister hag an dud ankeniet, an eus laouennaet ac'hanomp, o lakat Tit da zont davedomp.

Eun devez ma oa en gortoz da gt e ziskib en kr Troa, ec'h anzav ne oa ket zet e spered, dre n'evoa ket e gavet eno. Er bla 56, Pol hag a oa en Ephes, daou vla ' oa, a gasas Tit da Gorinth, da lakat ar peuc'h etre kristenien ar gr-ze. Dont a reas brao a benn eus e dl. Sant Pol, oc'h anaout gouiziegez ha santelez e ziskib, a lakas anezan da eskob en enezen Kret, e vro, ha, hep mar ebet, Tit a reas evit ar gwellan 'barz ar garg fiziet ennan.

Mes doktor ar baganed, ha ne oa ket evit tremen hephan, a skrivas d'ezan eul lizer, a zo deut betek d'imp, d'e bedi da vont d'e gaout da Nikopolis, elec'h ma tlee tremen ar goanv, kerkent ha ma vije en em gavet en Kret an daou a gase d'e eilan.

Pa oe merzeriet an abostol bras en Rom, dre urz an impalaer Neron, Tit a zizroas d'e enezen hag a lakas e holl breder d'he gonid holl da Jezuz-Krist. Lakat a r sklerijen ar fe da baran war an dudigou kez a oa azezet endro d'ezan, en tenvalijen euzus ar gaou. Eun devez ma oa o prezek, paganed a enebas outan. Ar zant a reas eur beden da Zoue, ha kerkent, skeuden Diana, doueez vras an dud-ze, a gouezas anezi hec'h-unan a hed he c'horf d'an douar, bruzunet en mil damm.

O welet eun hevelep burzud, pemp kant den bennak a c'houlennas raktal ar vadeziant. Eun devez-all, Tit a dremene dirak an templ savet dre urz an impalaer, gant ar gouarner Sekondus, en enor da Jupiter, unan eus brasan doueou ar baganed koz gwechall. Teuler a reas e valloz war an ti-ze, ha kerkent e kouezas en e boull.

O welet kemend-all, ar gouarner a deuas da gaout ar zant, hag a bedas anezan da viret ne c'helljed tamall d'ezan ar c'holl-ze dirak aa impalaer. Tit a c'hourc'hemennas d'ezan sevel anezan a neve, en hano Doue ar gristenien, ar pez a oe grt hep poan ebet. Pa oe achu, Sekondus hag e vab a c'houlennas bezan badezet. Sant Tit a varvas d'an oad a bevarzek vla ha pevar-ugent, goude bezan gouarnet e iliz gant furnez, ha kaset sklerijen ar fe en enezen Kret hag er re-all tro-war-dro. E relegou zo breman en iliz Sant-Mark, en Venis.

-------------------------------


Dekvet devez a viz Genver

KENTEL

Piou zo galvet da vont da veleg ?


Iliz Jezuz he deus ezom beleien neve, rak ar re a zo, falc'h an ankou a deu d'o diskar abred, an eil goude egile, war o zachen.

I. Piou a dle kemer preder da rei danve beleien dan Iliz ?

Beleien ar parouziou hag ar gerent kristen.

II. An tadou hag ar mammou, daoust hag i a c'hall trei o bugale war ar velegiach ?

Ya ! hep mar ebet, rak an testeni brasan a garante a c'hallont da rei d'an Otrou Doue, eo kinnig hini pe hini eus o bugale, hag a vezo d'ezan korf hag ene.

III. Piou a dleer lakat war an hent da vont da veleg ?

Ar vugale yac'han a gorf, lemman a spered ha gwellan a galon, bag a ziskoue o-unan kaout c'hoant da gerzet warnan.

IV. Daoust ha ne dleer ket sellet, ark ober an dibab, ouz ar renk hag ouz an danve ?

Nan, an Iliz ne zell ket ouz ar pez a zo en diavz d'an den, ha pa gav bugale baour hag a zo diouz he doare, ne oufed ket ober kaeroc'h aluzen evit rei dorn d'ezi da lakat aneze d'ober o studi.

V. Etre ar re o deve grt o studi, piou a c'hall mont da veleg ?

Kement hini a zo kavet mat gant an Otrou 'n eskob ha galvet gantan d'an urziou sakr.

VI. Piou a ve galvet gant an Otrou 'n eskob d'an urziou sakr ?

Ar gloareged gouiziek ha vertuzus hag a fell d'eze labourat, epad o bue, evit gloar Doue ha silvidigez an eneou.

VII. Ha n'eo ket talvoudek meurbed pedi evit ar re a zo war an hent da vont da veleien ?

Eo, rak ar veleien santel ha gouiziek, hepken, eo a ra silvidigez ar broiou.

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica