retour la page d'accueil

pages 862, 863, 864

Page 862, 863, 864

*******

Trizekvet devez a viz Kerdu

SANTEZ LUSIA

Gwerc'hez ha merzerez

-------------

Lusia a zo ganet en kr Sirakus, er Sisil ; he zud a oa pinvidik hag a ligne uhel. N'he devoa nemet pevar bla pa varvas he zad. Adalek he yaouankiz, e oa douget d'ar beden, ha n'he devoa ken aked nemet da viret he c'halon net a bec'hed. Meur a zijentil a deuas d'he goulenn evit pried ; unan aneze a blijas d'he mamm Eutychia, ha houman, hep lavaret netra d'he merc'h, a roas he ger. Mes Lusia he devoa eur zonj-all ; grt he devoa le da chom bepred gwerc'hez ; pedi a reas eta he mamm da c'hortoz, en eul lavaret d'ezi e oa c'hoaz re yaouank, ha n'he devoa ken c'hoant nemet da chom ganti.

War ze, Eutychia a gouezas gwall-glanv. Lusia a ble ganti noz-de ; mes kaer he devoa ober, ar c'hlenved a wasae bepred. Eun devez e kinnigas d'he mamm mont da bardonan da ve santez Agatha, da gr Gatan ; ar be-ze a oa brudet bras abalamour d'ar miraklou a c'hoarveze warnan. Mont a rejont o-diou. Epad ma oa daoulinet Lusia e-tal ar be, santez Agatha a 'n em ziskouezas d'ezi en eur lavaret :

- Lusia, ma c'hoar muian-karet, perak e c'houlennet diganin ar pez a c'hallet kaout hoc'h-unan ? Jezuz-Krist, ho pried, a ro d'ec'h ar pez a glasket : ho mamm a zo pare.

Lusia, beuzet en he levenez, a vriataas he mamm en eur lavaret :

- O ma mamm vat, Doue en deus rot d'ec'h eur c'hras kaer ; fizianz am eus e rofet d'in, d'ho tro, ar pez a c'houlennan diganec'h en e hano ; rannet etre ar beorien ar pez oac'h en zonj da rei d'in, de ma eured, rak grt am eus le da chom bepred gwerc'hez.

Ar vamm a roas he asant ha ne zaleas ket da implian peadra he merc'h en oberou a drugare.

O welet se, hon dijentil a oe kement a zroug ennan mac'h eas da gt ar gouarner evit diskuilh e oa Lusia kristenez. Ar gouarner a reas he gervel hag a c'hourc'hemennas d'ezi kinnig ezans d'an doueou. Lusia a respontas d'ezan :

- N'anavezan nemet eun Doue, krouer an nenv hag an douar ; d'ezan am eus rot ma madou, ha ne c'houlennan nemet mervel dre garante evitan.

- Peuc'h, eme ar gouarner, ni welo bremak ha ne deuio ket ar poaniou a benn ac'hanoc'h.

- Ar poaniou a c'houzanvont evit Jezuz-Krist, eme ar zantez, n'oufent ket ober d'e verzerien tevel : e-unan en deus lavaret d'eze, en e Aviel, ne dleont ket bezan nec'het kas got petra da respont d'ar varnerien ; rak ar Spered-Santel a gomzo dre o genou.

- Ha c'houi gred, eme ar gouarner, eman ar Spered-Santel ennoc'h ?

- Ya, kredi a ran eman ar Spered-Santel en kement den a zo en stad ar c'hras.

- Mar doc'h breman templ ar Spered-Santel, eme an den kri-ze, hepdale ne vefet ken.

Hag e roas urz d'he c'has d'eun ti fall evit ma vije dizenoret. Mes petra eo galloud an dud hag an ifern unanet, en kichen galloud an Otrou Doue ? Ar zantez a deuas da vezan evel eur garreg, ha kaer e oe jachan warnezi, ne oe-ket gallet he finval d'ober d'ezi mont el lec'h ma oa c'hoant d'he c'has.

Ar gouarner digalon a lavaras neuze c'houezan eun tan bras endro d'ezi. Doue he diwallas ive diouz an tan. Et er-mz anezan e-unan, ar gouarner a roas urz d'he dibennan..

Merzerenti santez Lusia a zigouezas er bla 304.

---------------------

KENTEL

Ar sonjezonou fall

Ar c'hoantegeziou direiz hag ar sonjezonou fall n'int pec'hed nemet pa bleg ar volonte d'eze.

Ar pez a dremen er c'horf, en despet d'an den, ne vir ket outan da vezan divastar ; evelse, ar pez a dremen er spered, en despet d'an den, ne vir ket outan, kennebeut, da vezan glan.

Goulenn a rd, eun de, digant eul leanez a Urz sautez Berc'hed, abadez en Wastena, er Sued, ha n'he dije ket, a-wechou, a zonjezonou fall.

Houman, o tiskouez al lapoused a nije ' us d'he fenn, a lavaras : Ha goest omp, emezi, da viret oute da nijal el liorz-man ? Nan, n'eo ket 'ta. Miret a c'hallomp oute, avat, d'ober o neziou en hon gwe. Evelse, kaer hon devo klask he diarbenn, eur frouden fall bennak, eun de pe de, a c'hall treuzi hon spered, mes goest omp da deurel aneze er-mz, kerkent, hep rei amzer d'eze da labean hon eneo.

Evit en em viret diouz ar zonjezonou fall, eo mat pedi ar Werc'hez, mamm ar c'hlanded, hag en em rei d'al labour. An douar a chom hep bezan labouret a deu da vezan karget a zrez hag a spern ; evelse, spered an den, ma chom dbreder, a deu da vezan karget a zonjezonou fall.

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica