retour la page d'accueil

pages 811, 812, 813

pages 811, 812, 813

*******

Eil devez warn-ugent'a viz Du

SANTEZ SESILIA

Gwerc'hez ha Merzerez ('"-180)

-------------------


Sesilia a oa ginidik eus a Rom, ha diskerm a r eus unan eus familhou kentan ar gr-ze. Kristenez oa, ha grt he devoa le da viret he gwerc'hded epad he bue. Koulskoude, evit senti ouz he c'herent, e timezas d'eun trou yaouank eus he anaoudegez, den a renk uhel evelti, e hano Valerian.

Epad lein an eured, ar ganerien, hag ar zonerien a zistage kanaouen ar priejou neve. Sesilia ive a gane, mes en goueled he c'halon, hag evit Doue hepkea; lavaret a r d'ezan : Oh ! Otrou, miret ac'hanon dinam korf hag ene.  

Pa oe tec'het o c'herent hag o anaoudegez, Sesilia a lavaras da Valerian :

- Euo dra 'm eus da anzav ouzit, gant n'hen diskuilhi da zen ebet.

Ar pried neve a reas le da viret evitan ar pez a glevje.

- Mat, selaou, Valerian; l Doue a ziwall ac'hanon, rak da Zoue on. Ma n'az pe ket em c'henver eur garante evel m'eo dleet, e tifenno ac'hanon, hag e varvi; mes ma virez ma gwerc'hded, e karo ac'hanout evel ma kar ac'hanon, ha skuilh a ray warnout e c'hrasou.

Valerian, strafuilhet, a respontas :

- Gra d'in gwelet da l, hag e kredin da gomzou ha e rin 'vel e lari.

- Ma kredez er gwir Doue a zo en nenv, ha mac'h ez den em walc'hi er feunteun e tarz diouti an dour a ro ar vue a bado da viken, neuze e c'halli gwelet ma l-mirer.

Ha piou, eme Valerian, a walc'ho ac'hanon ? Sesilia a respontas :

- Eun den koz a zo hag a walc'h an dud, ha neuze c'hallont gwelet l Doue. Kerz war hent Appius. Eul leo ac'han, e kavi peorien o c'houlenn an aluzen. En em g avt gante e lavari : Sesilia am digas etrezek an den koz Urban; eur ger am eus da lavaret d'ezan. En em gavet dirak an den koz, e lavari d'ezan ar pez am eus lavaret d'it hag e walc'ho ac'hanout, hag e wisko d'it dilhad neve; pa vi dizro, e weli an l, ha mignon e vezo d'it; kement a c'houlenni digantan az tevo.

Valerian a reas evel m'oa bet gourc'hemennet d'ezan gant Sesilia. Pa zizroas, e kavas an l e-tal e bried, skedus e zremm, lugernus e iskili, diou gurunen roz ha lili etre e zaouarn, hag o vezan laket unan war benn pep-hini aneze, e lavaras :

- Eus liorzou ar baradoz e tigasan d'ec'h ar bleuniou-man. Miret aneze dre ho klanded. Bleuniou int ha ne wenvfont ket, ha ne gollfont ket o c'houez vat; mes ne vezo o welet aneze nemet an dud a vezo glan eveldoc'h. Ha breman, Valerian, p'eo gwir out deut da gaout mat al le he deus grt Sesilia da viret he gwerc'hded, Jezuz-Krist. Mab Doue, am digas davedout, da welet ha ne teus ket eur goulenu bennak d'ober d'ezan.

Valerian a respontas d'an l :

- Goude ma fried, an hini a ra levenez ma bue eo ma breur Tiburs. Goulenn a ran eta ma vezo kristen eveldon.

An l skedus a lavaras :

- Evel m'eo bet gonezet da galon dre Sesilia, evelse kalon da vreur a vezo gonezet drezout, hag ho-aou e c'honezfet kurunen ar verzereuti.

War ar c'homzou-ze, an l a dec'has. Eun nebeut deiou goude, Urban a vadeze Tiburs, evel m'en devoa badezet Valerian.

Hogen, en amzer-ze e oa digor ar brezel eneb ar gristenien. Ar prefed a yeas betek difenn sebelian ar verzerien. Tiburs ha Valerian, daoust da ze, a glaske korlfou maro o breudeur kristen hag a zouge aneze d'ar vered gant doujanz. Diskuilhet a oent, digaset dirak ar prefed Almachius, hag evel ne felle ket d'eze kinnig ezans d'an doueou, e oent barnet d'ar maro ha dibennet prestik goude. En eur vont war dachen o merzerenti, e c'honezjont da Jezuz-Krist ar grefier Maxim. Heman a oe torret e benn d'ezan, hag e ene a nijas d'ar baradoz gant re an daou vreur, d'ar 14 a viz ebrel. Sesilia a sebelias korfou an tri merzer en bered Pretextat, war hent Appius.

Nebeut goude e savas bec'h ive war he lerc'h. Ark mont dirak al lez-varn, he devoe amzer awalc'h da rei an ti be devoa en Transtevere d'ar senatour Gordian, a dlee e rei d'an Iliz.

Ar prefed a roas anaoudegez d'ezi eus a lezennou an impalaered : Gouzout a ret ervat, emezan, ar brinsed galloudus, hon trone, o deus gourc'hemennet kastizan ar re ne felle ket d'eze nac'h ar relijion gristen, ha gourc'hemennet absolvi ar re hen graje.

Sesilia a anzavas he fe hag a wapaas an doueou. Ar prefed a gondaonas anezi d'ar maro; mes abalamour d'he renk vras, e c'hoantaas ober an treo didrousan mac'hallje, gant aon da lakat reveulzi en kr, hag e roas urz d'he lazan en he zi.

Serret a oe eta er gambr 'lec'h ma 'n em walc'he, ha klasket a oe mougan anezi eno gant an ezen dom; mes n'he devoe droug ebet, goude tremen eun devez hag eun nozvez er forn c'horet-se.

Digaset a oe neuze ar bourreo d'he lazan. Tri dl kleze a skoas ganti; ar verzerez a gouezas d'an douar, beuzet en he gwad. Bevan reas c'hoaz tri devez, ar gristenien hag Urban endro d'ezi. He c'horf a oe sebeliet en he bered, war hent Appius, ar 16 a viz gwengolo 180.

Er bla 822, ar pab Paskal a zigoras he arched hag a gavas he c'horf en e bez; eur za aour a oa warni, hag al lienach a oa bet o sec'han ar gwad a oa paket en kichen he zreid.

Er bla 1599, e oe digoret he be evit an eil gwech. Kavet a oe ar verzerez gourvezet war he c'hoste, he divesker pleget ganti eun tammik, he divrec'h astennet hed he c'horf, hag he fenn troet warzu an douar, evel ma oa pa dremenas goude eun angoni a dri devez. War ar za aour e oa beradou gwad; al lienach ru-gwad a oa en harz he zreid.

Sesilia, maro pevarzek kant vla oa, a oa henvel bepred ouz Sesilia o vervel.

-----------------

KENTEL

Ar muzik hag ar c'han-iliz

Ar muzik hag ar relijion a zo grt evit en em glevet. Ar relijion he deus ezom eus ar muzik evit diskouez he glac'har hag evit embann he levenez, hag ar muzik a vije eun dra didalvoud mu n'hallje ket, en he c'hiz, pedi ha meuli an Otrou Doue.

An iliz eo kaeran templ en deus ar muzik : enni eman ar c'hleier hag an ogrou; pa ve goueliou bras, e klever an holl benviou o son a-unan evit braot an ofisou.

En iliz, dreist-oll, eman ar c'han kaeran a zo e-touez an dud. Distagan ra hon sperejou hag hon c'halonou diouz an douar, hag o dougen a ra en barr au nenv, betek trn an Otrou Doue.

Deskomp kan an lliz, rak ar beden ganet eo ar gaeran eus an holl bedennou.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica