retour la page d'accueil

pages 724, 725, 726, 727

pages 724, 725, 726, 727

*******


Ugentvet devez a viz Here

SANT YAN KENTY

Patron ar Pologn (140299 - 1562

*****

Ar Pologn a zo chomet start en he fe katolik, en despet d'ar gwall-vue a zo bet grt d'ezi gant ar Brusianed protestant ha gant ar Rusianed schismatik, o deus kemeret ar vro eneb pep gwir. He bugale a zo bet skoet, a zo bet harluet er Siberi, a zo bet lazet; mes hi he deus rniret fe ha yez he c'hendadou. Red eo ma vefe bet yennet start enni ar fe-ze gant he sent koz. Sant Yan Kenty a zo bet unan eus ar zent-se o deus diazezet ar Pologn war garreg Iliz Rom.

Yan a oa ganet en Kenty, demdost da Grakovi, eus unan eus familhou bras ar vro. Dal ma c'hallas komz, e oe desket d'ezan lavaret ar Bter, an Ave Maria, ar Gredo... Dal ma tigoras e spered, e oe kelennet war gwirioneziou kentan ar relijion. Sentus, speredek ha poellet mat evel ma oa, ne zaleas ket da ziskouez peseurt kammejou araje divezatoc'h war hent ar ouiziegez. Rak-se, kerkent ha deut en oad, e oe kaset da skol-veur Krakovi. Eno, evel skolaer da geutan, e selaouas kenteliou ar vistri bras war ar filozofi hag an teoloji; grt doktor, d'e dro, war ar skianchou-ze, e oe karget da gelenn ar re-all. N'en devoa nemet astenn e zorn evit kutuilh enoriou ar bed. Fa a reas warne evit en em rei holl da Jezuz-Krist dre an Urziou Sakr.

Deut da vezan beleg, e chomas evel mestr-kelenner en skol Krakovi. N'esperne netra evit sklerijennan sperejou an dud yaouank fiziet ennan, hag ober aneze tud desket; studian ha pedi a r hep fach; mes muioc'h a evez a gemere c'hoaz gant o eneou evit o zrei warzu an Otrou Doue, hen a oa eur skouer beo evite. Kement a brezege a r da gentan. Mes ar vertu a bare ar muian ennan oa an humilite. Warzu Doue e kase an enor eus a gement vad a r. Bemde e kinnige sakrifis an oferen gant eun devosion dener ha gant forz daerou : Netra gwelloc'h, emezan, evit diarben gwalinier an Otrou Doue, kounnaret gant pec'hejou an dud, eget kinnig d'ezan korf ha gwad an Oan divin eo deus ar galloud da baean evidomp.

Eskob Krakovi, oc'h anaout e garante evit an eneou, a hanvas anezan person en Ilkusch. Yan a oe ar pastor mat; ne ouie gwech ebet pegouls an ije grt trawalc'h evit e barousianiz. Ne oa ket evit gwelet unan aneze er boan pe en dienez, hep klask e zoulaji. Arc'hant, dilhad ha kement en devoa a yee gant ar beorien. Eun devez e roas ar botou a oa en e dreid, hag e lezas e vantel da gouezan izelloc'h, evit na vije ket gwelet e oa diarc'hen. Eur wech-all e roas e vantel d'eur paour a gavas hanter-noaz en harz e zor. Epad ma oa o pedi en devez-ze, ar Werc'hez a 'n em ziskouezas d'ezan gant eun dremm dudius hag a rentas d'ezan e vantel, ar pez a lakas eur joa vras en e galon.

Ne chomas ket, daoust da ze, pell da berson; re a aon en devoa rak ar gont en dije da renti evit eneou e barousianiz, hag e roas an dilez eus e garg. War c'houlenn renerien skol-veur Krakovi, e tizroas di adarre evel mestr-kelenner.

An amzer a chome gantan, goude e labour-skol, a ro da studian, da brezek ha da bedi. Ar beden, dreist-oll, oa e vagadurez. Pasion Hon Zalver a veze ales war e spered, ha neuze e veze ken beuzet en Doue, ma tremene ales an noz daoulinet en harz treid ar groaz. Evit moullan gwelloc'h c'hoaz Pasion Hon Zalver en e ene, ec'h eas da bardonan da Jeruzalem. Eno, en em lakas da brezek d'an Turked, gant an hast an evoa da skuilh e wad evit Jezuz-Krist. Mes ne oe ket rot d'ezan e c'hoant. Peder gwech ec'h eas da Rom evit renti testent eus e zoujanz hag eus e garante evit Kador sant Per ha beziou an Ebestel, hag ive evit kaout brasoc'h induljansou evit e bec'hejou. Eun devez ma oa en hent evit mont da Rom, e oe paket gant al laeron. Ar re-man a lemas digantan kement a oa eus o doare, hag o vezan goulennet digantan ha n'en devoa mui netra, hen lezjont da vont gant e hent. Ne oant ket c'hoaz t pell, pa c'halvas ar zant aneze war o c'hiz; deut oa da zonj d'ezan en devoa eun nebeut peziou aour gwriet en e vantel, hag o c'hinnigas d'eze, en eur lavaret ne felle ket d'ezan o miret dre eur gaou. Al laeron, souezet o welet eun den ken eun, ken gwirion ha ken distag diouz pep tra, a rentas d'ezan kement o devoa laeret diwar e goust.

E vue ne oa mui nemet eur binijen peurbadus. Evit miret en he c'haeran lilien e c'hlanded, ne gemere evit magadurez nemet ar pez a oa red da chom beo; epad ar pemp bla ha tregont divezan eus e vue, ne zebras tamm kig ebet. Endro d'ezan e touge eur gouriz reun kalet, hag ales en em skourjeze betek ar gwad. An amzer a ro d'ar c'housked a veze berr, ha c'hoaz e tremene anezan war an douar noaz.

O c'houzout e oa tost e heur divezan, e reas rannan etre ar beorien kement en devoa, gant aon na vije c'hoaz e galon stag ouz eun dra bennak. Derc'hent gouel Nedeleg 1478, e ene a nijas d'an nenv. An niver bras a viraklou c'hoarvezet ark ha goude e varo a reas d'ar pab Klemant XIII hen lakat war roll ar zent, er bla 1767, hag hen rei evit patron d'ar Pologn.

---------------------------------

KENTEL

Ar geier

A eneb den, fals testeni, 

Na gaou ebet na leveri


Ar zant-man en deus diskouezet e kare ar wirione dreist pep tra. Prest oa da lezel al laeron d'hen lakat en noaz, kentoc'h eget lavaret an disteran gaou. An holl zent a zo bel eveltan; rak hen gouzout a rnt. Doue, ar wirione memes, a gar ar wirione dreist pep tra : Ar genou a lavar geier a laz an ene , eme ar Skritur-Zakr.

Lavaret geier a zo lavaret eun dra hag a zo pe a gredomp bezan eneb ar wirione, evit tromplan ar re-all. Ar gaou a zo eta eur pec'hed, pe hen a zo grt dre gomz, dre skrid, pe dre ober. Ne vezo en kement-se pec'hed grevus, nemet grt e vefe evit noazout, en eun doare grevus, ouz an nesan.

Dre ma 'z eo eur pec'hed enep Doue, ar wirione memes, ar gaou eo pec'hed mignon an drouk-sperejou. N'o deus ar re-ze nemet eur c'hoant : touelli an dud; o lakat da fazian war hent ar zilvidigez. Rak-se, nag a c'heier gante ha gant ar re a zo mevelien gante ! An drouk-spered. eme ar Skritur-Zakr, a zo bet muntrer ha gaouiad abaoue ar penn kentan.

Kerent kristen, kustumet ho pugale da vezan en ha didrodel, ha neuze, ouspen ma vefont karet gant an dud, e vefont ive tost d'an Otrou Doue.

******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica