retour à la page d'accueil

 

pages 710, 711, 712, 713, 714

Pages 710, 711, 712, 713, 714

 

Pempzekvet devez a viz Here

SANTEZ THEREZA

Gwerc'hez (1515-1582)

*******

 

!!!!!!!!!!!!!!!!!!!!! corrections en cours


Thereza he deus skrivet he-unan, war urz he c'hovezour, al loden vrasan eus he bue. Dreist pep tra e kare ar zentidigez, ar wirione hag an humilite; rak-se, alïes e kav digare d'en em damall ha d'en em lakat izellan m'hall, kammed d'en em veuli.

He zad hag he mam, eus Avila, er Spagn, a oa tud eus ar renk uhelan. Eleiz a vugale a deuas d'eze. He zad en devoa tri eus eun dimezi kentan, ha nao eus eun eil; holl e savas aneze en doujanz Doue.

« Ma zad, eme Thereza, a gare kalz lenn levriou mat, ha bezan en devoa hag a oa en yez ar vro, evit ma c'halljemp o lenn; ma mamm a oa a-du gantan evit deski d'imp hon deveriou a relijion ha lakat, dreist-oll, an devosion d'ar Werc'hez da ziwan ennomp. Biskoaz skouer fall ebet ne baras dirak hon daoulagad; ne veze grêt stad en ti nemet eus ar vertu. Ar beorien a gave bepred digerner mat; ar
zervijerien a veze grêt d'eze evel da dud an ti. Biskoaz, war muzellou ma zad, n'am eus klevet an disteran gaou, nag an disteran leou-douet, nag an disteran drouk-prezegerez. »

En eur skol evel houman, Thereza a deuas, a vihanik, da vezan ive devot bras. Karet a rênt, eur breur d'ezi ha hi, lenn bue ar Zent, hag o welet ar vad hag ar joa o devoa ar verzerien o renti testeni ar gwad da Jezuz-Krist, e teuas c'hoant d'eze da skuilh ive o gwad evitan. N'o devoa er mare-ze nemet c'houec'h ha seiz vla. Setu i o tec'hel dre guz eus ti o zud hag en hent warzu bro ar Vuzulmaned. Eur yeontr d'eze o c'havas war-dro kêr Avila hag o digasas d'ar gêr. O welet n'hallent ket bezan merzerien, e lakjont en o fenn sevel peb a ermitach en liorz o zad; mes kaer o devoe, ne deujont biken a benn da zevel o lochen. Ar mogeriou, grêt gant mein sec'h, a-vec'h en o zav, a goueze en o foull. « C'hoariou bugale, eme Dhereza, hag a ziskouez, koulskoude, pegement a c'hrasou am eus bet a vihanik digant an Otrou Doue. »

N'he devoa c'hoaz nemet daouzek vla pa gollas he-mamm. Neuze, he daoulagad leun a zaerou, ec'h eas dirak skeudenn ar Werc'hez goulenn diganti derc'hel en he c'henver plas he mamm.

Arôk daou vla goude, e oa chenchamant vras en he bue. Eur genitervez d'ezi leun a garante ar bed, a zaremprede an ti, ha Thereza he devoa grêt anezi he mignonez. Ne zaleas ket da zont da vezan henvel outi : « Ma 'm ije eun ali da rei d'an tadou ha d'ar mammou, eo lavaret deze evesât, dreist pep tra, na deufe o bugale da zarempredi re-all hag a c'hallfe deski d'eze treo poazus; eno eman ar
penn kentan evite, rak dre natur omp troetoc'h d'ober an droug eget ar vad".

He zad a oa war evez ha ne zaleas ket lakat urz.

Thereza a oe kaset d'ar gouent. Pevarzek vla he devoa neuze. Ne zonje tamm ebet en em ober leanez, mes ar c'hoant-se a ziwanas buhan en he c'halon. En miz du 1534, e reas le en Urz Karmelitezed Avila. E oa neuze o ren he ugent vla. Kredi a rê d'ezi bezan en em gavet er porz. Fazian a rê.

Doue a oa en gortoz a dreo bras diganti, ha red e oe d'ezi tremen dre ar boan evit en em brepari d'ar pez a vije fiziet enni. Epad pevar bla hanter, e renkas chom war he gwele ha gouzanv poaniou bras. Hi n'en em glemme ket. « P'eo gwir, emezi,, hon deus bet an holl vadou digant Doue, perak ne zigemerfemp ket ar boan eus e zorn ? Hag e chome laouen. Diwar neuze, e kemeras ar gustumans d'ober ar beden a galon, da chom bemde, epad eun heur hag ouspen, da zonjal en eur wirione bennak eus ar fe, da bleustri warni ha da glask an tu da lakat anezi da dalvezout evit mad he ene.

Ar yec'hed o vezan deut d'ezi eun nebeut, (ne deuas ken mat awalc'h, klanvidik e chômas,) e teuas adarre da vezan klouar en kenver Doue. He c'halon a chome stag ouz tud he devoa anavezet er bed. "Plijadur a gaven, emezi, o komz eus treo ar bed gant tud ar bed, ha dre ne veze ket ofanset Doue en divizou-se, e kaven digare da zerc'hel. » Doue a roas d'ezi da c'hôut ne telle ket d'ezan e vije he c'halon lodennet etrezan hag ar bed. Lôsk oa deut ive war ar beden a galon. An treo-ze holl a reio enkrez d'ezi evit ar rest eus he bue, ha pa deuio, en he humilite, da lavaret ne deo nemet eur bec'herez vras, ne lavaro nemet ar pez a zonj. Ne deuas da vezan birvidik adarre nemet p'en em roas a greiz kalon d'ar beden. « Gant a refet, emezi, arabad tremen hoc'h ene hep peden, n'eus forz pegen dievez, pegen divlas, pegen inaouet a vijec'h da gommans ; Doue ho tigollo. »

Hag en gwirione, Doue he digollas, hi ive. Diwar neuze e kreskas c'hoaz he finijennou hag he fedennou; diwar neuze ne c'houlennas nemet eun dra : « Pe gouzanv poan pe vervel » ; diwar neuze e reas le d'ober bepred ar pez a anavezfe evit bezan ar gwellan. Prest oa breman evit al labour a c'hede Doue diganti.

Ar reolen gos a oa deut gwall lôsk en kouenchou Karmel; ne oa mui pinijennus evel m'oa bet. Thereza, kelennet gant Doue, i zonjas digas endro reolen striz an amzer gentan. Evit-se e reas sevel en Avila eur gouent neve en enor da zant Jozef (1562). Eno e vleunias a neve vertuziou kaer Urz Karmel. Brezel a oe grêt d'ar zantez gant pennou-bras ar vro ha gant he c'henvroïz eus Avila; ne oe galvet gante nemet ar follez. Hi a chome bepred laouen ha, pa deue unan bennak da zigas kelou d'ezi eus an droug a vije lavaret anezi, e responte gant dousder : « Mat, mat ! lezet-e, ma vijen gwelloc'h anavezet gante, e kavjent digare da lavaret c'hoaz muioc'h. » Mes kaer a ve klask mougan ar vertu dindan eur bern geier, hi a ve bepred trec'h, ha seul-vuioc'h e ve bet labeet, seul-vui e teu da lufran. Evelse e c'hoarvezas ive gant Thereza. Ar pab Pi IV a ôtreas ar chenchamant digaset en Urz Karmel. Otre a oe roët d'ezi, zoken, d'ober ar memes tra evit Urz ar bôtred, hag arôk fin he bue he devoe ar joa da welet c'houezek kouent neve savet evit ar merc'hed ha pevarzek evit ar bôtred. Ouspen ar skoazel a roë Doue d'ezi, he dousder, he laouenedigez, he spered lemm hag he skiant a c'honeze an holl. Ar gwel hepken anezi a rê karet ar vertu.

He amzer divezan a dremenas o vont eus an eil kouent d'eben, o lakat urz en pep lec'h. Daoust pegen skuiz e veze gant ar beajou-ze, daoust n'he devoa mui tamm yec'hed ebet, e heuilhe pen-da-ben reolen he Urz; betek an de divezan e talc'has da vezan eur skouer beo evit he c'hoarezed. O tont eus sevel eur gouent neve en Burgos, e kouezas klanv en Alb. Santout a reas e oa deut eviti ar mare da vont daved an Hini he devoa kement karet ha laket karet hed he bue war an douar. Goulenn a reas he zakramanchou divezan, hag en eur lavaret ar c'homzou-man : « Ma Doue, na zisprizet ket eur galon glac'haret gant ar c'heun d'he fec'hejou, » e varvas en peuc'h, d'ar 15 a viz here 1582.

He c'horf a oe beziet en kouent Alb, hag eno e chomas tri bla. Neuze, war c'houlenn ar pennou-bras eus Urz Karmel, e oe kaset da Avila. Mes er bla war-lerc'h, war glemm duk Alb ha war urz ar pab, e oe digaset a neve da Alb. Ar c'horf a oa chomet en e bez, gwevn an izili anezan evel pa vijent beo. Nao bla ha tregont goude he maro (1621), e oe laket en renk ar zent. Meur a hini eus an dud o devoa he anavezet a deuas da renti testeni eus he zantelez hag eus he miraklou.

*******


En de-man e rêr ive gouel sant Konogan, diskibl sant Gwenole, hag eskob Kemper war-lerc'h sant Korantin. Eur barouz en hon bro, Treogan, he deus he gemeret da batron : chapeliou an eus en Karnot, en Gronwel hag en Lokarn, en Penhars. Ar zant-man a zo pedet ouz an derzien.

-------------------------

KENTEL


Kenteliou santez Thereza

 

- Komzet nebeut, dreist-oll, pa vefet en kompagnunez vras.

- Bezet laouen gant ar re a zo el laouenedigez; kemeret peurz en glac'har an dud glac'haret, evit o gonid holl da Jezuz-Krist.

- Na lavaret kammed vad ac'hanoc'h hoc'h-unan, nag eus ho spered, nag eus ho tanve, nag eus ho ligne.. dalc'het sonj hoc'h eus bet an holl dreo-ze digant Doue.

- Gret pep tra evel pa vije Doue test eus hoc'h oberou; arabad drouk-prezek na selaou ar re-all o trouk-prezek.

- Arabad eo d'ec'h gourdrouz epad ma vezo droug ennoc'h, gorozet ma vezo tremenet ho kouad.

- Sonjet n'eus nemet eun ene da goll pe da c'hounit, ne varvfet nemet eur wech, eo berr ho pue, hag e teu, d'he heul, eun eternite a boan pe a joa.

*******

 

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica