retour la page d'accueil

pages 681, 682, 683, 684

Pages 681, 682, 683, 684

*******

Trede devez a viz Here

SANT MELAR

Merzer (531-548)

---------------


Miliau (1), mab Budig, roue Bro-Gerne, a zimezas da Aurelia, merc'h Winnog, hag en devoe eur mab hanvet Melar.

Kelennet gant sant Gwennole ha gant sant Korantin, Millau a c'houarnas mat ar vro hag a oa karet gant ar re a oa dindannan. Mes eun devez, den ne oar mat awalc'h perak, e vreur Rivold a gemeras kement a gasoni outan ma skoas gantan tol ar maro ha ma c'hourc'hemennas troc'han dorn deou ha troad kle e vab Melar, eur bugel seiz vla, evit ma n'hallje biken na dougen kleze, na pignal war varc'h, na bezan roue pa deuje en oad. Pennou-bras Bro-Gerne, pa glevjont kemend-all, a ziframmas ar bugel-roue eus adre daouarn e eontr hag a roas anezan da eskob Kemper da zevel. Heman, goude bezan grt e gelenn ervat war dreo ar bed-man ha war dreo ar bed-all, epad seiz vla, a flzias anezan en eun den hanvet Kerialtan a dlee e beur-skola. Neuze e savas ar vrud e c'halle ar prins yaouank pignal war loen ha derc'hel kleze kouls ha nikun, ha ne oa netra 'bet o viret outan da zougen kurunen e dad. Ar c'helou-ze a strafuilhas Rivold, en devoa laket en e benn bezan roue war-lerc'h e vreur; kemenn a reas d'ar red da Gerialtan dont d'e gaout, ha goude bezan rot d'ezan da zibri ha da evan e walc'h, e komzas outan evellen :

- Mar karet lazan Melar, emezan, me ho kreio barner-bras en Bro-Gerne, hag a roio d'ec'h kement tra ho pezo c'hoant da gaout.

Kerialtan, daoust d'ezan da garet Melar, a lavaras, touellet gant komzou Rivod :

- Goude an tl-ze, me bigno war uhelan mene a zo er vro-man, hag an douarou a welin ac'hane tro-war-dro a vezo d'in.

- Ya, m'hen tou, eme Rivold, d'it e vefont. 

Koulskoude, gouarner Melar, ark rei e c'her evit mat, a zizroas d'ar gr da c'houlenn ali e vreg. Houman ne gavas netra da lavaret war ar marc'had ifern e oa ne gwaz o klask ober : Daoust, emezi d'ezan, ha ne dle ket ar gerent kemer preder, dreist pep tra, gant amzer da zont o bugale ! Hag ahend-all, n'eo ket brao chom hep senti ouz ar brinsed. Et eta endro da gaout Rivold, ha grt pep tra evit ar gwellan.

Kerialtan a zizroas da di Rivold hag a gasas gantan e vab Justan da dest war e varc'had euzus. Chom a rejont eiz de bennak d'en em glevet war ar gwellan stumm d'ober o zl. Epad an amzer-ze, ar gwel eus ar ptrig yaouank karantezus ma oa Melar a reas d'ar morc'hed kregi en kalon e vamm-magerez, kement ma c'hoantaas sovett e vue. Tec'hel a reas eta gantan a-dreuz ar meneziou, betek kastel Beuzit, en kichen Lanmeur. Eno e oa o chom ar roue Konomor hag e bried, c'hoar ar roue Miliau. Ober a rejont d'o niz eun digemer eus ar re wellan.

Kerialtan, p'en em gavas er gr, a chomas sebezet o welet e di goullo, ha Rivold, pa glevas petra oa c'hoarvezet, oe darbet d'ezan koll e benn. Gervel a reas adarre e zen; heman, touellet gantan muioc'h-mui, ha kounnaret o welet e hunvreou aour o vont en moged, a douas ober e dl, daoust da bep tra. Ha setu hen ha Justan war roudou ar prins yaouank. Gant ober o zud brao, e c'halljont kaout digemer en kastel Beuzit. Melar, p'o gwelas o 'n em gaout, dre n'en devoa anaoudegez ebet eus o fallagriez, a lammas da bokat d'eze, hag a c'houlennas bezan lezet da gousket er memes kambr gante, en noz war-lerc'h. E c'houarnerez a viras outan epad daou devez dioustu, mes en trede devez, o kredi e oa deut keun d'he zud, e selaouas e beden; o kimiadi dioutan e lavare : Ke, ma mabig ker, ha Doue ra viro ac'hanout !

Melar a c'hourvezas, ken dinec'h ha tra, etre Kerialtan hag e vab, ha goude bezan o briataet gant teneridigez, en em roas da gousket. An daou vleiz, unan a bep tu d'ezan, ne gouskent ket. Pa weljont ne oa mui den war bale er c'hastel, e savjont didrous, hag en keit ma talc'he Justan bleo hirr melen e vreur-mager, an tad a gemeras e vouc'hal hag a darc'haoas eun tol krenn war goug Melar; penn an oan a strinkas diouz e gorf beuzet en e wad. Herve ar marc'had, Kerialtan a renke kas ar penn da Rivold. Justan, hag a oa gwevn e izili, a 'n em gargas da vont gantan er-mz eus ar c'hastel; mes en eur ziskenn en doufle, e reas eul lamm treuz hag e torras e c'houg; an de war-lerc'h, pa lakas Kerialtan e dreid war bont-gwintr ar c'hastel, e kavas e gorf-maro en kichen ar zac'h a oa ennan penn Melar. Ne chomas ket da zellet diou wech endro d'ezan; kemer a reas samm e vab hag e kerzas gantan d'ar red da di Rivold : Mat eo, a lavaras heman, gant eur c'hoarz ifern, pa c'hallas dougen war bal e zorn penn an hini a oa en e c'holo war an douar, mat eo ! Pignal a ri breman war ar mene a gari, ha kement a weli ac'hane a vezo d'it !

Kerialtan a bignas war lein eur mene; digeri a reas e zaoulagad; klask a reas gwelet; mes ne welas ket eur berad : dall-put oa deut da vezan; horjellan reas war e dreid, ha kouezan d'an douar maro-mik. Rivold, strafuilhet oll o welet tremenvan e vignon, a grogas ive an derzien ennan, hag a varvas evel eun den daonet, eun nebeut deiou goude. An lig Melar a zo enoret en Breiz-lzel a-bez, ha dreist-oll er parouziou a zoug e hano (2), hag en kr Lanmeur, elec'h ma oe sebeliet. Miret a rr eno c'hoaz e ve, kosan tamm lakour grt gant inorzoliou kristen a oufed da gaout en hon bro.

--------------

KENTEL

Ter mammen an droug

War digare dastum teilh, da lavaret eo, enor ha plijadur, an dud, eul loden vras aneze, a gas o ene da goll.

Hon techou fall a dro ac'hanomp, a-vihanik, hag en eun doare direiz, warzu an treo-ze. A nebeudou, ma ne garomp diwall, an enor a speg ouz hon spered; an danve a speg ouz hon daoulagad; ar blijadur a speg ouz hon c'horf; touelli reont ac'hanomp; noz-de eman hon preder gante; gonid a reont ac'hanornp; dont a reont da vezan hon doueou.

An danve, an enor hag ar blijadur a zo tri zervijer eus ar re wellan ha tri vestr eus ar re fallan. Skrijus eo an torfejou a zigouez dre ar bed, ha divent eo niver an eneou a gouez en ifern abalamour d'eze.

Dre an danve, an enor hag ar blijadur eo e klaskas an drouk-spered koll hon tad hag hon mamm gentan. ha kollet e oent, rak elec'h trei kein d'eze, e chomjont da zellet oute hag en em lakjont da c'hoari gante.

Dreze, an drouk-spered a glaskas koll Jezuz-Krist. mes Hon Zalver a oa ken troet e galon gant ar baourente, ar binijen hag an dismegans, ma n'hallas ket Satan ober gaou outan.

Abalamour d'eze, Judas a werzas e Zoue, ha Kerialtan, evel m'omp o paouez gwelet, e vab-mager. Kement hini a stago e galon pe ouz an danve, pe ouz an enor, pe ouz ar blijadur, hennez a zo sur da 'n en em goll.

--------------
(1) Patron Gwimiliau, en eskopti Leon, Ploumiliau, en eskopti Treger, ha Plumeliau, en eskopti Gwened. Sant Miliau a zo enoret ive en Plonevez-Porzay.

(2) Loc-Melar-Sizun ha Loc-Melar-Gwiniventer en eskopti Leon : Melar en eskopti Kene.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica