retour la page d'accueil

pages 658, 659

Pages 658, 659

*******

Eil devez warn-ugent a viz Gwengolo

Sant Thomas Villanova

Arc'heskob Valanz (1488-1555)

*******

Thomas, gloar iliz Spagn er XVIet kantved, a oe ganet er bla 1488, en Fuenlana, er C'hastilh. Lezhanvet e oe Villanova, abalamour ma oe savet en eur gr vihan eus an hano-ze. Deski reas abred gant e dud bezan mat en kenver ar beorien.

Da bempzek vla, e oe kaset da skol-veur Alcala, neve savet c'hoaz neuze gant ar c'hardinal Ximenes. Ober a reas eno e studi gant enor, hag ac'hane ec'h eas d'ober skol da Salarnank.

Evel an abostol sant Thomas, e klaskas ar wirione gant aked ; evel sant Thomas Akin, e prezegas ar wirione rik ; hag evel sant Thomas Kantorbery, e tifennas anezi gant nerz-kalon.

Da eiz vla warn-ugent, e wiskas sa menec'h sant Augustin, hag e oe eur skouer evit an holl dre e izelded, e zousder hag e c'hlanded a galon, ha dreist-oll, dre e drugare; bemde e chome eur pennad mat da bedi, e spered savet warzu treo an nenv.

Ken santel ha ken desket oa, ma oe grt d'ezan mont da brezek; diniver eo an dud a ziframmas eus ar pec'hed hag a lakas war hent ar zilvidigez.

Galvet goude da ren e vreudeur en Salamank, en Burgos hag en Valladolid, e ouezas kaout an tu da skoulman ken brao, en e gomzou, an dousder hag an nerz, ma lakas pep tra da wellt endro d'ezan. Ne oa ket evit gouzanv al leziregez, ha gervel a r an tech-ze brasan enebour ar zantelez.

Hanvet e oe da eskob en Grenad, mes ne fellas ket gantan, evit priz ebet, kemer ar garg-ze. Dek vla goude, e oe hanvet arc'heskob en Valanz. Neuze e sentas, abalamour ma c'hourdrouzed e eskummunugan ma n'hen graje ket. Ren a reas e eskopti epad tost da unnek vla, ha bezan e oe eur pastor eus ar re zantelan. Evitan da vezan eskob, ne chenchas netra, nag en e zilhad, nag en e vevanz a vanac'h; kreski reas, avat, e aluzennou, ha pa varvas, ar gwele oa warnan ne oa mui d'ezan. Rei a reas e ene d'e Grouer, da ouel ar Werc'hez, en miz gwengolo, er bla 1555, o ren e seizvet bla ha tri-ugent. Doue a embannas santelez e zervijer dre ar miraklou a reas ark ha goude e varo. Eur wech e c'hrignol a oa goullo; ar c'hroueriad ed divezan a oa rot d'ar paour. En eun tol, e oe kavet leun-chouk. Eur c'hrouadur maro o vezan bet douget war e ve, a gavas ar vue.

Alexandr VII, o klevet hano eus ar burzudou-ze hag eus a re-all c'hoaz, e lakas en renk ar zent, er bla 1658.

******************************************************


SANT MAURIS


Ober a rr hirie ive gouel an ofiser bras sant Mauris, ha hini e c'houec'h mil soudard a oe merzeriet en kichen Martigny, er Suis, abalamour ma ne felle ket d'eze kemer peurz en eur zakrifis en enor d'an idolou (286).

******************************************************


B O K E D

Ma ho peus c'hoant e selaoufe Doue ho peden, selaouet hini ar paour; ma ho peus c'hoant e teufe Doue da evest ouz hoc'h ezomrnou, evesaet ouz re ar paour; et, dreist-oll, da gas d'ar re ne gredont ket goulenn ; lezel aneze da c'hortoz an aluzen a zo ober d'eze he frenan

SANT THOMAS VILLANOVA.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica