retour la page d'accueil

pages 65, 66, 67

Pages 65, 66, 67

******

Kentan devez warn-ugent a viz Genver

SANTEZ AGNES

Gwerc'hez ha merzerez (290-303)

gnes a zo unan eus al lili a ra ar braoan en kurunen an Iliz. He c'herent a oa tud a renk uhel ha kristenien vat.

E oa gant he zrizek vla, en oad ma c'halle ar merc'hed dimezi gwechall en Rom. Eun devez, o tizrei eus ar skol gristen, e kavas war he hent Prokop, mab ar prefed Symphronius. Kernent e oe sorc'hennet an den yaouank gant he yaouankiz hag he gened, ma c'hoantaas he c'haout da bried, ha ma kasas d'ezi braoigou evit he gounid. Ar plac'h n'o digemeras ket.

Prokop a gasas neuze unan eus e vignoned da ginnig d'ezi tier kaer, leveou bras, eur bern danve.

Agnes a lavaras nan. Tec'h diouzin, kef-tan-ifern zo ac'hanout ! emezi. Karet on gant unan hag a zo e vraoigou mil gwech skedusoc'h evit da re. Gwalen e eured a zo war' ma dorn, hag e ligne, e hano hag e renk a zo kalz kaeroc'h evit da re. Laket an eus e verk war ma zl, ha birviken n'am bezo hini-all ebet. An Ele a zo en harz e dreid  ar stered a vezeven o daoulagad o sellet outan; ar c'houez vat a deu dioutan a ra d'ar re varo sevel eus o beziou; ouz e garet, e choman dinam; ouz e vriata, e chornan glan; ouz e gemer da bried, o choman gwerc'hez.

Mab Symphronius, pa glevas respont ar verc'h yaouank, a chomas klanv war e wele. Dizrei a rejod d'he c'haout. Nan, emezi, rot am eus ma ger. Ne dalv ket d'ac'h dont ken war ma zro.

Tad an den yaouank a roas eun enklask evit gouzout da biou an evoa Agnes rot he ger. Setu e teuas d'anaout e oa kristenez hag e oa Jezuz-Krist ar pried a gomze dioutan.

Ar c'helou-ze a reas da galon ar prefed tridal. Lakat a reas digas dirakan ar plac'h yaouank, ha, dre gaer ha dre heg, e klaskas he flegan. Ne c'honezas netra.

O welet e kolle e boan, Symphronius a lavaras :

- Mat ! Ma ne fell ket d'it dimezi, e renki mont da dempl Vesta, hag eno e kinnigi sakrifisou d'hon doueou, noz-de, gant ar gwerc'hezed-all !

- Ma n'eo ket bet falvezet ganin mont gant ho mab, spered ha gened d'ezan evel ma 'n eus, pens e c'hellet-hu kredi ec'h afen da zaoulinan dirak doueou maro ?

- Ma ne zentez ket, e vezi tlet e-mesk plac'hed fall kr, hag e kolli gante da enor !

- Anat eo, eme Agnes, ne anavezet ket ma Doue, rak ma anavefec'h anezan, ne gomzfec'h ket d'in evel ma ret. N'am eus aon ebet ouzoc'h; ne ginnigin ket a ezans d'an doueou, na ne gollin ket ma enor. Ma c'horf, eun l eus an nenv a vir d'ezan e c'hlanded.

Symphronius, kounnaret ouzhe c'hlevet, a reas he c'has en ti fall m'an evoa lavaret. Raktal, eur sklerijen vras a baras endro d'ar werc'hez; l an Otrou a ziskennas en he c'hichen. Prokop a c'hoantaas, daoust da ze, tostt outi; kouezan reas d'an douar maro-mik. Ar c'helou eus an darvoud-ze en em vrudas d'ar red. Darn a lavare :

- Ar verc'h-ze a zo eur zorserez.

- Nan, eme darn-all, dinam eo.

Symphronius, dal ma klevas ar c'helou, en em gavas ***********************war al lec'h. Ma n'out ket goest, dre da bedennou, eme-zan, da lakat breman ar vue da zistrei em mab, e vezo anat d'an holl eo bet skoet ganit ha njout nemet eur zorserez villiget. !
Agnes a bedas gwalc'h he c'halon. El an Otrou a ziskennas adarre en he c'hichen hag a lakas Prokop da zevel eus a varo da veo.
Ha heman raktal da lavaret : N'eus nemet, emi Doue, mestr an nenv, an douar hag ar m or ! Au lempiou n'int netra ; an doueou zo enne ' zo maro ! Doue ar gristenien hepken eo ar gwir Doue !
Beleien ar baganed, o klevet komzou Prokop, a yeas en kounnar hag ayouc'has : Dao d'ar zorserez a lak pen-nou an dud da drei var an tu gin !
Ar prei'ed nec'het o klask gouzout pens dibunan ar guden, en em dennas, hag a loskas Aspasius, an eil-prei'ed, d'ober 'vel ma karje.
Heman a reas c'houezan eun tantad tan ha stlepel ar verc'h ebarz ; evel ne r an tan droug ebet d'ezi, e reas he lazan a dliou kleze. Evelse, war diouaskell ar boan, e pignas en nenv, d'he zrizek via, Agnes, ar werc'hez hag ar verzerez.
^Eiz devez goude, e lavaras d'he zud : Elec'h gouelan d'in, bezet laouen dre m'am eus breman eun trn skedus en nenv. Aman on unanet gant an hini a garen war an douar eus holl nerz ma c'halon !
He merzerenti glorius a zigouezas er bla 303.

--------------------


KENTEL

Ar c'hlanded

Ar c'hlanded a zo eul lilien, ne zav nemet en liorzou ar gristenien ! An dud glan eo le an douar !

Ar pec'hed hudur a lak merk an aneval war an tl. An hudurnez eo plijadur ar c'horf, ennan e-unan, evel m'eo an ourgouilh plijadur ar spered, ennan e-unan. Plijadur vrein ar spered ha plijadur vrein ar c'horf a ro an dorn, peurliesan, an eil d'eben :

Hag an den gante n'eo mui den. 

Eul loen daou-droadek n'an eo 'ken !


Ne wel mui e zever, dallet eo.

Bezomp glan a spered hag izel a galon, hag e welfomp Doue.

Ar baganed, gwechall, a r o Doue eus an hudurnez. En hon amzer, dre ar paperou hag ar skoliou, e karfed digas endro ar relijion bagan. Tadou ha mammou, tlet evez war ar paperou a goue etre daouarn ho pugale ! Tadou ha mammou, tlet evez en pesort skoliou lakat ho pugale : ene eur c'hrouadur a zo ken z da strafilhan !

Diouz ar vistri digristen hag ar sholiou dizoue,

Otrou, hon diwallet, ni ho ped !

**************

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica