retour la page d'accueil

pages 641, 642

Pages 641, 642

*******

Pevarzekvet devez a viz Gwengolo

Gouel ar Groaz Gonezet

628

---------------------------------

Meulomp, meulomp a vouez uhel 

Jezuz hag e groaz santel.


Santez Helena, mamm Konstantin, pa gavas ar groaz santel war mene Kalvar (326), a gasas eul lodennig anezi ganti da Gonstantinopl hag a lezas al loden-all en Jeruzalem.

Hogen, er bla 614, Kosros, roue ar Persed, a gemeras kr-veur ar Judevien hag a gasas gantan loden ar wir groaz lezet eno gant santez Helena; mes ar Gresianed hen trec'has d'o zro, pevarzek vla goude, hag e vab Siros a restlas loden ar wir groaz d'an impalaer Heraklius; heman a zigasas anezi da Jeruzalem, hag e c'hoantaas, zoken, he dougen war e skoa eus kr da vene Kalvar.

Mes pa oa o tremen dre an nor a sko war hent ar mene, en em gavas ken dalc'het en e gerzed, ma ne oa evit mont ken.

Souezet oa o klask gouzout petra c'hoarveze gantan. Eskob Jeruzalem, a oa en e gichen, a lavaras d'ezan : Marteze, trou, eo re gaer an dilhad a zo war ho tro, en kichen ar re a oa war-dro Hon Zalver pa zouge ar groaz-ze e-unan war an hent-man. C'houi zo ganec'h dilhad alaouret; Jezuz-Krist a oa gwisket paour; eur gurunen perlez a zo war ho penn; war hini Jezuz-Krist e oa unan spern; eur botou a zo en ho treid, ha Jezuz-Krist a gerze diarc'hen.

Kerkent an impalaer a lemas e zilhad kaer, e gurunen hag e votou; neuze e c'hallas mont adarre, hag e tougas ar wir groaz betek an iliz en devoa savet Konstantin en he enor.

***


Da Wener ar Groaz, an Iliz a ginnig ar groaz d'ar gristenien, evel benveg doanius merzerenti hon Zalver : Setu aman koad ar groaz m'eo bet staget outan Salver ar bed.

Mervel krouget ouz eur groaz a zo mezus, mes pa h'ball an hini a zo marvet en doare-ze, evel m'en deus gallet Jezuz-Krist, sevel eus a varo da veo dre e c'halloud e-unan, neuze n'eus ket a ezom da gaout mez ebet o komz eus benveg e verzerenti. Abalamour da ze, sant Pl a veze hano gantan dalc'h-mat eus kroaz an Otrou, hag abalamour da ze ive, an lliz ne deus savet daou ouel : hini an 3 a viz mae hag an hini hirie, evit rei tu d'ar gristenien da boz o zellou war groaz Hon Zalver ha da ganan, a wir galon, he meuleudiou.

Drezi, mab Doue en deus flastret e benn da Zatan, oberour pep droug hag enebour pep den; hag hen hag a oa bet trec'h dre ar c'hoad, a oe trec'het ive dre ar c'hoad.

Drezi, Mab Doue en deus dasprenet an den ha dibrennet ar baradoz; ha ganti e vezo gwelet o tiskenn eus an nenv, pa deuio, da fin ar bed, evit barn an holl dud.

Meulomp eta a voues uhel 

Jezuz hag e groaz santel.

--------------------------

BOKED

Bezan santel a zo gouzout dougen ar groaz ha mervel warnezi.
Kaout a refet ar groaz en pep tra, hag ho kedal a raio en pep lec'h.
Redet keit ha ma kerfet, n'hallfet ket tec'hel en he rk.
Ma touget anezi a galon vat, e tougo ac'hanoc'h ; ma n'he douget nemet dre heg, e ponnerafet anezi.
Ma teuet da 'n em zizober eus eur groaz, e kavfet, hep mar ebet, eun all, a vezo marteze poaniusoc'h.
Daoust ha kredi aret e c'hallfet chom hoc'h-unan hep dougen eun dra hag o deus renket an holl dud-all dougen ?
Pehini eus ar zent en deus bevet war an douar-man heb anken ha hep kroaz ?
Jezuz Hon Zalver n'en deus ket tremenet eun heur, zoken, eus e vue, hep bezan gwasket gant ar glac'har; ha c'houi a ve en gortoz da vont d'ar baradoz hep heuilh an hent en deus kemeret, hent bras ar groaz santel ?

JEZUZ, SKOUER AR GRISTENIEN, II LEVR. XIIet PENNAD.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica