retour la page d'accueil

pages 637, 638, 639

Pages 637, 638, 639

*******

Daouzekvet devez a viz Gwengolo

SANT GIEN

Kloc'her (***-1012)

*******


Gien, lezhanvet paour Anderlek, a oa ganet en eur griaden tost da Vruxel. E gerent, tud a renk izel herve ar bed, a roas d'ezan eur gelennadurez kristen, hag a lavare d'ezan ales ar pez a lavare Tobias d'e vab : Pinvidik awalc'h e vefomp ma toujomp an Otrou.

Gien ne oa c'hoaz nemet eur bugel, hag e holl vertuziou o tiwan en e ene.

Ne oa ket evit miret ouz e zaerou da redek pa zonje pegen stag eo an dud ouz madou an douar; doujanz en devoa evit an dud vras; ciom a r en e renk, ha karet a re anezan, daoust pegen izel oa, abalamour m'eo soc'h dar beorien ober o zilvidigez eget d'an dud pinvidik.

E garante evit e nesan a oa par d'ar garante en devoa evit ar binijeo; rannan r gant ar re ezommek an nebeut en deveze, ha chom a r da yun ales e-unan evit kaout muioc'h da rei d'eze. Bemde e ouie kemer eur pennad bennak war e amzer evit mont da welet an dud klanv, hag ober a r d'eze ar muian vad a c'halle.

Eun devez ma oa daoulinet en iliz Itron-Varia Laeken, eun hanter-leo bennak diouz Bruxel, person ar barouz-ze a oe souezet o welet pegen c'houek e pede; goude bezan komzet outan eur pennad, e oe souezetoc'h c'hoaz o welet pegen barrek oa d'en em denn war hent ar baradoz, hag hen c'hoaz yaouank-flamm; derc'hel a reas anezan gantan da gloc'her.

Gien a oa aketus da zon ar c'hleier, da skubat an iliz, da gempenn an teriou; ne ro ket a amzer d'al loustoni da zevel na d'ar c'hevnid da steui o gwiad; ar pennadou amzer a chme gantan goude bezan renket pep tra evit ar braoan, a dremene en harz treid an ter; a-wechou e chome nozveziou pen-da-ben da bedi ; kastizan r e gorf gant pinijennou kalet, evit ma kemerje Doue true outan d'ar varn divezan.

Ken izel ha ken hegarat oa a galon ma oa karet gant an holl; ne oa ket bras e c'honidegez, ha koulskoude e kave an tu daziouered meur a dragant ar paour. Eun devez eur marc'hadour eus Bruxel, o welet pegen troet oa d'ober aluzen, a gintiigas d'ezan mont war hanter gantan d'ober komrners, war digare ma c'honezje muioc'h evelse, hag e c'hallje ive, en doare-ze, ober muioc'h a vad d'ar paour.

Gien, hep goulenn netra digant den, a yeas da heul ar zorc'hen a oa laket en e benn, mes ne zaleas ket daanaout e oa kouezet ea eur pech stignet dirazan gant an drouk-spered. Eul lestrad marc'hadourez hag en devoa e lod enne a oe kollet, pa oa war 'n em gaout er porz.

Diwar neuze, e welas oa faziet o chench micher, eus e benn e-unan, ha kement a geun en devoe ma lakas en e benn mont da bardonan da Rom ha da Jeruzalem. Pa oa o tizrei da Rom, e kavas eno Wondulf, chaloni Anderlek, a oa o vont da Jeruzalem gant eun nebeut pardonerien. N'o devoa ket c'hoaz grt ar veaj, hini ebet aneze. Gien, hag a ouie an hentchou, a yeas d'o diskouez d'eze, mes ar
glac'har en devoe d'o gwelet o vervel holl er Palestin, gant eur c'hlenved stagus. Goude bezan sebeliet o c'horfou gwellan m'halle, e tizroas d'e vro : seiz vla oa bet oc'h ober e dro. Prest goude e varvas en Anderlek, d'an 12 a viz gwengolo 1012.

-------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------

Hirie en em gav, ouspen, gouel sant Levias, abad en Arvorik. Bezan 'n eus eur chapel en Tredarzek, elec'h m'eo pedet evit ar vugale dinerz ha klanvidik.

-------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------


B O K E D

Grt aluzen gant ho tanve, ha na dennet ket ho taoulagad diwar ar paour, evit ma na deuio ket an Otrou Doue da dennan e re diwarnoc'h; mar hoc'h eus kalz, rot kalz; mar hoc'heus nebeut, rot nebeut; mes rot a galon vat an nebeut a rofet.

KOMZOU TOBIAS D'E VAB.

******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica