retour la page d'accueil

pages 621, 622, 623

Pages 621, 622, 623

*******

Pempvet devez a viz Gwengolo

Sant Laurans Justinian

Kentan patriarch Veniz (1380-1455)

*******


Laurans, eus familh vrudet ar Justinianed, a oa ganet en Veniz, hag a ziskouezas en e vugaleach eur furnez dreist e oad.

Eur eontr manac'h en devoa, ar chaloni Marino, hag e savas c'hoant gantan da vont d'e heul. Evit gwelet hag-en e c'hellje en em ober diouz bue pinijennus ar venec'h, en em gustumas, a vihanik, da dremen an noz war eur feusken goad.

E vamm, intanvez abred, he devoa c'hoant d'e welet o timezi er gr, ha kinnig a r d'ezan merc'hed diouz e zoare.

Laurans, goude bezan laket kenver-ouz-kenver ar blijadur a gaver er bed hag ar boan a gaver er manati, a dlas e zaoulagad war Hon Zalver stag ouz ar groaz, hag a lavaras : Ennoc'h, o ma Doue, eo e lakan ma holl fizianz.

Prest goude e kimiadas diouz e vamm hag e vreudeur, diouz danve hag enor ar bed, hag en em dennas gant e eontr en manati Sant-Jorj.

Diwar neuze ne falvezas ket gantan kemer plijadur ebet ken war an douar; kammed ne lake e dreid en liorzou e vanati nag en maner e vamm, nemet pac'h eas d'he gwelet war he zremenvan. Skourjezan r e gorf betek ar gwad; pa veze ouz tol, ne zebre ket e walc'h; a-vec'h ma kemere ar pez a oa red evit chom en e zav; gwech ebet n'evas, zoken, eur banne dour etre e brejou, ha pa beded anezan da gemer eun dra bennak, war digare ma veze skuizus al labour pe domm an amzer, e lavare : Ma n'hallomp ket gouzanv ar zec'hed-man, pens e c'helfomp-ni gouzanv tan ar purgator ?

Epad ar goanv, ne veze ket gwelet o tostt ouz an tan; nag en e gozni, nag en e glenvejou, kaer a veze derc'hel warnan, n'halled ket e lakat da zibri eun tamm kig.

Skoet adalek e yaouankiz gant droug-ar-roue, e oe red lakat an tn hag an houarn war e c'houg; elec'h klemm, e lavare d'e vedesined : Troc'het ha dvt heb aon ebet; ar verzerien o deus gouzanvet eun tamm mat gwasoc'h !

Ma kare ar binijen, e kare kemend-all ar zentidigez, an dousder hag an izelded a galon. E blijadur oa mont dre ar ruiou a oa muian darempredet en Veniz, en esper e vije grt gwap anezan gant unan bennak. E beden a oa hep paouez, hag ales e veze douget a spered betek an nenv. Adalek e velegiach betek e varo, ne chomas ket eun devez hep lavaret an oferen, nemet gwall-glanv e vije : Nebeut awalc'h a garante, emezan, en deus evit Jezuz-Krist an hini ne glask ket bezan a-unan gantan, ken ales gwech ha ma c'hall.

Ar pab Eujen IV, oc'h anaout e zantelez, a hanvas anezan da eskob en Veniz (1433). Laurans a reas pep tra evit pellt ar garg-ze dioutan, mes red e oe d'ezan senti. Eur wech eskob, e talc'has, en e eskopti, da vevan evel ma veve en e vanati. Pep tra en e di a oa liou ar baourente warnezan ha ne zalc'he war e dro nemet pemp servijr, abalamour, emezan, m'oa red d'ezan bezan piz, dre m'en devoa kalz a vugale da zevel, da lavaret eo, kalz peorien da vagan.

Seul striz oa en e genver e-unan, ha seul hegarat oa en kenver e nesan, ha dre-ze e teuas da c'honid kalonou an holl, hag e c'hallas dont a benn da derri ar giziou direiz a oa en em zilet, ken e-touez e bobl, ken e-touez e veleien.

E zor a oa bepred digor d'ar beorien; koulskoude, gwell e kave rei d'eze bara ha dilhad eget arc'hant, gant aon na deujent d'ober impli lall gantan, evel ma c'hoarvez, siouaz, ales awalc'h.

Unan eus e gerent a deuas eun devez da c'houlenn sikour digantan da greski argourou e verc'h : Ma roan nebeut d'ec'h, a lavaras Laurans, ho merc'h ne vezo ket gwellaet he stad, ha ma roan kalz, e rin gaou ouz eleiz a beorien, o deus ezom eus an arc'hant-se evit bevan ! hag e lskas anezan da vont d'ar gr en goullo. Karet a re e gerent, koulskoude, mes e zeveriou a eskob a dremene da gentan.

Ar pab Eujen IV hen lezhanvas gloar an eskibien, ha Nikolas V, da varo Dominik Michelli, eskob Grado (1451), a gavas mat rei e c'halloud a batriarch da eskob Veniz.

Eur blavez, epad ma oa oc'h oferennan, da noz ar pellgent, en devoe an eurvat da welet ar Mabig Jezuz dindan stumm eur bugel bihan.

Anaout a r an amzer da zont ; dre e bedennou e pellae ar c'hlenvejou hag an diaoulou. Skrivan reas levriou a zevosion.

Mervel a reas war ar c'halet, d'an 8 a viz genver 1455, oajet a bempzek vla ha tri-ugent. E gorf a chomas seiz devez ha tri-ugent war ar varv-skaon, hep ma vije anat ennan an disteran breinadurez.

Alexandr VI a lakas anezan e-touez ar zent, erbla 1690. E ouel a ve grt d'ar 5 a viz gwengolo, abalamour ma oe sakret eskob da genver an de-ze.

-------------------------

BOKED

Klask bezan glan en eur chileo c'hoantegeziou ar galon, a zo klask mougan eun tn gwall o teurel eol warnezan.

SANT LAURANS JUSTINIAN

*****

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica