retour à la page d'accueil

pages 584, 585, 586

pages 584, 585, 586

*******

Seitekvet devez a viz Eost

SANT HYASENT

Eus a Urz sant Dominik (1185-1257)

----------

Hyasent a c'hanas eus kerent nobl ha kristen, en maner ar Sax, en eskopti Breslau, er bla 1185. 

Goude bezan grêt e studi en Krakovi, en Prag hag en pologn, a oe hanvet da chaloni en Krakovi, hag e trec'has e genvreudeur, kouls dre e zantelez evel dre e ouiziegez.

Da dri bla ha tregont, o vezan et da Rom, e wiskas saë sant Dominik, hag e oe laket en penn ar venec'h a oa o vont d'ar Pologn.

Sevel a reas eur manati en Friesak hag eun all en Krakovi. Eun devez ma rede ar vro, o skuilh komzou Doue a bep tu, e tigouezas war lez ar Vistul, a lip mogeriou Wisgrad. Ar stêr-ze a vire outan da dremen. Kaer en devoa sellet, ne gave ket eun den d'e dreizian; leun a fe, e reas sin ar groaz hag e kerzas war an dour. E genvreudeur ne gredent ket mont d'e heul; astenn reas neuze e vantel war ar stêr : « N'ho pezet aon ebet, bugale, emezan, deut en hano Jezuz-Krist; ar vantel-man a dalvezo d'ec'h da vag. »

Senti rejont, ha treuzi rejont ar stêr hep bezan glebiet.

Ar burzud-ze a oe gwelet gant eleiz a Wisgradiz, hag a zigoras hent d'e gomzou da vont betek goueled o c'halonou.

Eus ar Prus hag eus ar Pomerani, sant Hyasent a yeas d'an Danemark, d'ar Sued, d'an Norvej ha d'ar Skos; ac'hane e skoas d'ar Rusi hag e tiskennas betek Konstantinopl.

N'en devoa ken kambr nemet an iliz, ken gwele nemet an douar yen; derc'hent holl goueliou ar Werc'hez, goueliou an Ebestel, ha bep gwener, e yune diwar bara ha dour; e vue pen-da-ben a oa eur burzud, rak anez, penôs en dije gallet redek kemend-all a boblou dishenvel, ha ne anaveze ket o yez ?

Sevel a reas eur manati da venec'h sant Dominik, en Kiow. Epad ma oa er gêr-ze, an Dartared a lukas ar seziz warnezi, hag a deuas a benn d'he gonid : eur wech mestr, ne zellent ket petra d'ober. Laerez a rênt an tie, ha devi rênt ar pez a chome war o lerc'h.

Sant Hyasent a oa o lavaret e oferen, pa deujod da lavaret d'ezan an dismantr a rênt; raktal e kemeras klozen an hostiou santel hag en em lakas en hent gant e venec'h. Pa oa o tremen dirak skeuden an Itron-Varia, ar werc'hez ven a bedas anezan d'he c'has ive gantan :

- Penôs, eme ar zant, e c'hellin-me bale gant eur zamm ken bras ?

Ar skeuden a boueze eiz pe naoc'hant lur.

- Bez fizianz, emezi, ar Zalver a zo ganit 'n ez dorn deou am lako da zont da vezan ken skanv ma n'az pezo bec'h ebet ganin.

Ar zant a grogas er werc'hez ven ha, p'he dibradas, e welas ne oa ket ponneroc'h eget eur gorzen. Bale reas evelse, sammet diouz an daou du, etrezek ar Pologn. Treuzi reas an Dnieper, o kerzet war an dour evel m'hen dije grêt war ar zec'h.

Evit derc'hel hano eus eur burzud ken bras, Doue a voullas e roudou war ar stêr, ha pa oe grêt enklask war e viraklou, er bla 1594, arôk lakat e hano e-touez ar zent, pevar c'hant eiz test a douas bezan gwelet ar roudou-ze gant o daoulagad o-unan, ha bezan klevet tud ar vro o lezhenvel ane « hent sant Hyasent. »

Goude bezan grêt meur a gant leo gant e zamm, ar zant a 'n em gavas en Krakovi; eno ar werc'hez ven a gemeras he fouez naturel.

Daou vla goude, ar manac'h santel a 'n em lakas adarre en hent. An Dartared o devoa grêt d'ezan mont eus a Giow; hen a yeas betek o bro, hag ac'hane ec'h eas d'an Thibet ha d'ar Chin.

Mervel a reas de war-lerc'h gouel Maria Hanter-Eost, er bla 1257.

Klemant VIII hen lakas e-touez ar zent, er bla 1594.

Miret a rêr e relegou en Krakovi.

--------------------

BOKED

« En gwirione, m'hen lavar d'ec'h, eme Hon Zalver d'e ziskibien, ma ho pije fe kement hag eur c'hreunen zezo, c'houi a lavarfe d'ar mene-man : « Kerz ac'han du-ze, » hag ec'h afe, ha n'eus netra ha n'hallfec'h ket ober. » 

AVIEI, SANT VAZE XVII. 19.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica