retour à la page d'accueil |
pages 57, 58, 59
Pages 57, 58, 59
*********************
Triouec'hvet devez a viz Genver
Kador Sant Per en Rom
(42)
Pa bignas Hon Zalver Jezuz-Krist en nenv, de ar Yaou-Bask, Simon Per, mab da Jonas, a oa en
penn an Iliz.
E-touez an Ebestel, e c'halle bezan re-all gouiziekoc'h ha santeloc'h evitan, mes hen eo an hini a oa bet dibabet, an hini an evoa bet alc'houeiou an nenv, an hini a oa bet pedet evitan, an hini ne dlee biken fazian, an hini a dlee dorojou an ifern dont da derri outan. Hen oa eskob an eskibien ha tad an holl gristenien.
Nao bla goude, Per, evit ar wech kentan, a deuas da Rom. Rom, gant he daouzek kant mil den, ' oa neuze kêr-benn ar bed; hec'h impalaered, gant o gouarnerien hag o zoudarded, hadet eus ar zav-heol d'ar c'huz-heol, ' oa mis-tri an douar.
En Rom, kêr ar gaou, ugent mil relijion dishenvel a oa yennet en sperejou an dud, ha ne oa hini ebet c'hoaz, en o zouez, hag a dalvezje eun dra bennak. En Rom, kêr ar grizder, an impalaer a c'hoanta tremen evit Doue; an tad a c'hall lazan e grouadur, ma ne blij ket e stumm d'ezan; ar pried a c'hall kas e bried da vale, d'an disteran trubuilh a zavo etreze; an hanter eus an dud a zo tra an hanter-all, hag ar mestr, 'dal ma savo e wad d'e benn, an eus gwir d'en em zizober eus e sklavour !
En Rom, zo goueliou gant sakriflsou tud en enor d'an doueou; en Rom, zo c'hoariou hag e ve gwelet enne betek 10.000 gourenner o 'n em gannan hag o 'n em lazan en eun devez.
En Rom, kêr an hudurnez, techou fall an den a zo dirollet hag an dizurz a vale en pep lec'h, en de koulz hag en noz.
Rom oa kalonen ar bed pagan, ha Per a deu enni evit ober anezi kalonen ar bed kristen.
Ober a reas e ziskenn, da gentan, en kartier ar Judevien. Hepdale e reas anaoudegez gant daou Judev badezet, Akuila ha Priskilla, ha gant ar senatour Pudens. Hleman a roas digemer da brins an Ebestel, hag en e di eo e stagas da brezek ha da vadezi. Kador sant Per a oa diazezet en Rom, daou vla ha daou-ugent goude donedigez on Zalver.
Tost da 1900 vla a zo tremenet abaoue : epad an am-zer-ze, holl droniou an douar a zo kouezet en o foull, an eil goude egile; kador pesketaer paour ar Galile, hounnez hepken a chom en he zav, daoust da vistri ar bed da vezan klasket kant gwech he diskar : testeni anat eo harpet gant Doue.
Evit rei digemer d'ar boblou diniver a 'n em vod endro d'ezi, an eil goude egile, da zelaou komzou Per, eo savet brasan iliz a zo en de a hirie war an douar, gant he c'hant seiz metr ha pevar-ugent a hed, a-ziabarz, war gant pemp ha tregont a ledander ha pemp ha daou-ugent a uhelder, dindan volz. He men kentan a oe diazezet er bla 1506; c'houec'h-ugent vla a oe laket d'he feur-ober; eiz-ugent milion a oe dispignet d'he zevel, ha c'houec'h-ugent mil lur a ya breman, bep bla, d'he c'hempenn.
Oter vras an iliz-ze a zo savet var c'horre beziou an ebestel Per ha Pol, hag ' us d'an ôter vras, en eur relegour kaer divent, e virer ar gador goat roët gant ar senatour Pudens da Ber, hag a deuas da vezan e drôn a bab.
---------------------------
KENTEL
An devosion d'ar pab
An devosion d'ar pab, eme sant Fransez a Zal, a zo unan eus merkou an eneou a yelo, hep mar ebet, d'ar baradoz. Bezan devot d'ar pab a zo e garet, senti outan, difenn anezan. An holL zent o deus karet ar pab, sentet outan ha difennet e wiriou, ha seul-vui e oa bras o santelez, ha seul-vui e oant douget da rei harp da Vikel Jezuz-Krist.
Pa deu an devosion-ze da vervel en eur vro, gouen ar zent, a varv enni ive.
« Arabad ankouàt, eme sant Gharlez Borrome, ar pab eo Doue war an douar, ha dizenti outan a zo dizenti ouz Doue e-unan. »
Kement gwech e hanve an arc'heskob-ze ar pab, ha kement gwech e kleve e hano, e leme e dog.
Pa deued da zigas d'ezan eul lizer pe eur skrid bennak abeurz ar pab, e reseve aneze diskabel hag e poke d'eze, dre zoujanz evit an hini an evoa o savet.
O'Connell, eun Iverzoniad (1) brudet hag eur c'hristen kalonek, gwestlet gantan e vue pen-da-ben da zifenn e fe hag e vro, a gouezas klanv war an hent da vont da Rom, hag arôk mervel e lavare : « Rei a ran ma ene da Zoue, ma c'horf d'am bro, ma c'halon d'ar pab. »
Ne garomp ket awalc'h ar pab, an den burzudus-ze, an eus galloud war gement den a zo war an douar, karget ma 'z eo da sturian an holl eneou betek porz an nenvou.
Ne garomp ket awalc'h an den burzudus-ze, a zo tud fallakr ha bugale dizent o klask e ziskar diwar e drôn, ha n'an eus bet biskoaz an disteran aon da vezan tôlet d'an traou, fianz vat m'an eus er gomz galloudus lavaret d'ezan gant Mab Doue : « Tu es Petrus, Te eo Per, da lavaret eo, men. ha war ar men-ze e tiazezin ma Iliz, ha galloud an ifern ne vezo biken trec'h d'ezi. »
Karomp ar pab, sentomp ouz ar pab !
Karet ar pab eo karet Doue; ober poan d'ar pab a zo ober poan da Zoue !
(1) Un Irlandais.
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |