retour la page d'accueil

pages 569, 570, 571, 572

Pages 569, 570, 571, 572

*******

Unnekvet devez a viz Eost

Sant Alphons Ligori

Eskob ha Doktor eus an Iliz (1696-1787)

-----------


Dal m'oa ganet ar c'hrouadur-man, er bla 1696, en kichen Napl, eur zant, Fransez Jirolamo, a lavaras d'e vamm : Ar c'hrouadur-man a vevo dek vla ha pevar-ugent. Eskob a vezo, ha treo kaer a raio hed e vue evit Hon Zalver Jezuz-Krist.

Ha treo kaer a reas : prezek an Aviel d'ar beorien, krenvt an devosion d'ar Werc'hez ha d'ar zakramant meulet ra vezo eus an ter; dispenn lavariou ar fals-doktored, frankt hent an nenv, ouspen hanter stanket gant ar Jansenisted.

En kichien e gavel e kavas eun tad hag eur vamm eus ar re wellan; n'o devoa ken preder nemet da lakat Jezuz-Krist da ziwan en kalon o holl vugale.

Alphons ne dremene kammed eun devez hep lavaret e chapeled, ha dirak ar Zakramant oar sur d'e gaout, mare pe vare eus an de.

Abred e oe kaset d'ar skol. D'an oad a c'houezek vla, e kemeras renk e-touez an doktored war lezennou an Iliz ha war lezennou ar vro. En berr amzer e teuas da vezan unan eus brudetan advokaded Napl, hag epad dek vla e reas ar vicher-ze gant enor.

Karget da zifenn kz eun den a renk uhel, e studias e brosez gant evez epad eur miz hag, o kredi e oa ar gwir eus e goste, e tisplegas e gz gant kement a nerz ma krede an holl e oa gonidek. Advokad ar gostezen-all ne reas nemet lakat dindan e zaoulagad eur paper ha n'en devoa ket bet a anaoudegez anezan. Ar paper-ze a ziskoueze splann ne oa ket ar gwir diouz e goste. Alphons, al lealded memes, a anzavas raktal e fazi. Mes diwar ar wech-ze e kemeras muioc'h-mui a gasoni ouz ar bed.

Betek neuze, koulskoude, oa bet eur skouer evit ar yaouankiz. Bemde e veze en oferen; bep sun e veze o kovez, ha rneur a wech er zun o kommunian; bep bla e r eur retred; mes daoust da ze, e sante an danjer a oa evit e ene o chom er bed. Kemer a reas digare eus ar pez a oa c'hoarvezet gantan el lez-varn evit chanch stad a vue. Mont a reas da iliz Tadou Itron-Varia a Drugare. Ar zakramant a oa war an ter; Alphons, d'an daoulin dirazan, a reas al le d'en em rei holl da Zoue, hag en testeni, e stage e gleze ouz ter ar Werc'hez.

Mes n'en devoa ket c'hoaz tre e familh. Stourm a renkas pell. E dad ne blegas nemet en despet d'ezan; eur bla pen-da-ben e chomas hep komz ouz an den yaouank; mes an trec'h a chomas gant Alphons.

Daoust d'ezan da vezan dija desket bras, e roas pevar bla-all d'ar studi, ha d'an 21 a viz kerzu 1726, e oe beleget en Napl.

Diwar an devez-ze, e vue ne oe mui nemet eur brezegen peurbadus. Doue hepken a oar an niver eus an du konvertiset gantan, startaet en o fe ha kaset pell war hent ar zantelez.

Goulennet a veze evit prezek en kement parouz hag en kement kouent a oa en Napl, ha leun e veze an ilizou evit e selaou : ne glaske nemet Jezuz, ha Jezuz stag ouz ar groaz.

Eun devez, e dad, Jozef Ligori, o tremen dirak eun iliz ma prezege enni, a zonjas mont da glevet; Alphons a oa er gador. Poan a reas d'an tad gwelet e vab er gador, mes ne gredas ket tec'hel. En nebeut komzou, ar prezeger a lakas ar sklerijen da baran war e ene. Eun tol a skoas en e galon, ha kerkent hag achu ar zarmon, ec'h eas da gaout ar prezeger, ha goude bezan e vriataet gant teneridigez, e c'houlennas pardon digantan eus ar boan en devoa grt d'ezan. Ar wech kentan oa da Jozef da welet e vab abaoue m'oa beleget.

Alphons a beurc'hr, er gador-govez, al labour boulc'het er gador-zarmon. Ken uhel ha ken dis e kave labour ar gador-govez, ma oe red urz an arc'heskob evit hen lakat da stagan gantan. Divent e oe ar vad a reas dre eno. Ar pez a c'hourc'hemenne d'ar re-all a r e-unan. Ken bras oa e c'halloud war ar bec'herien baour, ma ne renkas biskoaz lezel hini da vont kuit hep bezan rot e bardon d'ezan a-beurz Doue. N'hell den niveri an dud a skouer fall a zistroas war an hent mat. Ar pinijennou a gustume rei oa : distrei da govez a-benn nebeut; kovez ha kommunian als; dont d'an oferen bemde ha sonjal, keit ha ma pade, en Pasion hon Zalver Jezuz-Krist; ober eur binijen gorf bennak, mes n'o gourc'hemenne ket; mont ales da welet ar zakramant meulet ra vezo,, ha bezan devot d'ar Werc'hez.

Petra n'en dije ket grt evit silvidigez e nesan ? Tud ar mziou a wele dizesk war ar relijion, dilezet ma oant gant o beleien. Hag e sonje en doare gwellan d'ober vad d'eze, pa deuas eul leanez da lavaret d'ezan, a-beurz Doue, e oa galvet da zevel eun Urz neve a visionerien evit kelenn an dud dizesk war o relijion. Alphons a chomas mantret; mes o vezan ne glaske nemet senti ouz Doue, en em lakas da bedi a greiz kalon evit anaout e volonte. Kerkent ha sklerijennet war an dra-ze, e stagas gant al labour. Enebiez a gavas a bep tu, zoken a-beurz e wellan mignoned; e dad hen pedas hag hen aspedas da chom en Napl; ar veleien o devoa rot o hano d'ezan evit bezan e genlabourerien, a dec'has nemet daou. Alphons ne gollas ket kalon. Mont a reas da gt an Hini a veze bepred e zikour en kreiz e holl reuziou, ar Werc'hez Vari, hag an treo a yeas war 'rk; elec'h ar re a oa tec'het, e teuas re-all niverusoc'h. A-benn tri bla, e oa pevar diad misionerien.

D'ar 25 a viz c'houevrer 1649, ar pab Beneat XIV a roas tre d'an Urz neve.

Ar zant a zonje en dije achuet e vue e-touez ar venec'h, e vugale. Mes ar pab Klemant XIV a oa e zaoulagad warnan, hag hen hanvas da eskob en Santez-Agatha ar Gothed. Doaniet e oe e galon; skrivan reas evit refus; ar pab a c'hourc'hemennas troc'h. Ra vezo grt bolonte Doue, a lavaras neuze Alphons. Mes e anken a oe ken bras ma kouezas gwall glanv. Kerkent ha pare, ec'h eas d'e eskopti hag e stagas gant e labour. Lakat a reas urz en e gloerdiou; gourc'hemennou striz a reas d'e veleien; sevel a reas breurieziou; trei a reas ar bobl war ar zakramanchou. Bep daou vla e wele e eskopti a-bez.

Goude trizek vla tremenet el labouriou tenn-ze, e roas an dilez eus e garg hag e tistroas daved e visionerien. Naontek vla ha tri-ugent en devoa er mare-ze. Bevan reas c'hoaz daouzek vla; mes ne oe ket eus; dismeganset a oe en pep doare gant an dud, hag an drouk-spered hen heskinas kemend-all gant an tentasionou ha gant ar skrupulou.

Doue a roas d'ezan erfin ar peuc'h. Mervel a reas d'an de kentan a viz eost 1787, oajet a unnek vla ha pevar-ugent.

Grt en devoa al le da chom hep koll pennad arnzer ebet; rak-se, en kreiz kemend-all a drubuilhou, e kavas amzer da zevel eleiz a levriou.

Gregor XVI a lakas e hano war roll ar zent, er bla 1889, ha Pi IX hen disklerias doktor eus an Iliz.

--------------------

BOKED

Seul-vui m'eo stret eun ene, seul-vui m'eo t don er fank, ha seul-vui e tle ar c'hovezour poanial d'hen tennan eus adre skilfou an aerouant, evit hen teuler etre divrec'h ha war galon an Otrou Doue.

SANT ALPHONS.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica