retour la page d'accueil

pages 477, 478, 479, 480

Pages 477, 478, 479, 480

*******

Kentan devez a viz Gouere

An Itron-Varia Wir-Zikour

--------------

 

Gwechall (1) e oa en Gwengamp eur vreuriez hanvet ar Vreuriez wenn, evit stagan, dre ar garante, an dud a bep renk, da lavaret eo, an dud a iliz, an noblanz hag ar bobl.

Eur banniel o devoa, ha warni eur fun a der neuden, gant ar geriou-man dindan :

Fun tri neud a zo dis da derri.

Ar Vreuriez wenn he devoa ive eur batronez hag a oa ar Werc'hez, hag eur gouel bras d'an eil devez a viz gouere. En devez-ze, e veze induljansou da c'honid evit kement hini a bede en iliz ar Vreuriez, ar pez a zigase eno eleiz a dud diwar-dro.

Gant an amzer, e kreskas niver ar belerined, ha breman, da ze ar pardon, a 'n em gav d'ar zadorn ark ar zul kentan a viz gouere, e rr bep bla, en noz, eur prosesion hag a weler ennan ouspen dek mil pardoner, peb a c'holo gante, o vont dre ruiou kr, en eur ganan meuleudiou an Itron-Varia Wir-Zikour.

***


Er bla 1857, Hon Tad Santel ar Pab Pi IX, evit kreski an devosion en kenver Patronez ar Vreuriez wenn, a gasas diou gurunen aour da berson Gwengamp : unan evit ar Werc'hez, eben evit he Mabig, ha d'an 8 a viz gwengolo, er mmes blavez, an trou Le Me, eskob Sant-Brieg, en hano ar pab, a gurunas an Itron-Varia Wir-Zikour.

An devez-ze a oe eun devez kaer evit Gwengampiz. War lein an iliz, er ruiou, ouz an tier, ne veze gwelet nemet drapoiou, glazvez ha garlanteziou; ar belerined, daoust d'ar gwall-amzer, a zirede a bep tu a vandennadou, hag ar parouziou a ziwar-dro a deue, an eil war-lerc'h eben, gant o c'hroaziou hag o banielou, en eur ganan meuleudiou ar Werc'hez Vari.

An oferen-bred a oe kanet gant eun eskob, hag an iliz ne oe ket bras awalc'h evit an dud.

Goude ar gousperou, e oe grt eur prosesion en kr, hag an Itron-Varia Wir-Zikour, douget gant eiz beleg, a yeas er-mz eus he iliz.

En he rk ec'h ee, daou ha daou, ar re a oa en eur vreuriez bennak, ha leanezed a beb Urz hag a bep bro; endro d'ezi, ouspen c'houec'h kant beleg ha pemp eskob; war o lerc'h, eur bobl a belerined hag a 'n em zastumas war blasen vras ar vali.

Eno e oe diazezet ar Werc'hez war eun ter uhel, hag an eskibien a zavas da lakat ar gurunen war he fenn. Kerkent e oe tennet ar c'hanol; ar c'hleier a zonas. An heol, golot betek neuze gant ar c'houmoul, a zispakas e vannou skedus, hag an Itron-Varia Wir-Zikour, gant he mantel arc'hant hag he c'hurunen aour, a 'n em ziskouezas d'he bugale, kaer evel eur rouanez.

Goude-ze e oe kaset endro d'an iliz, en eur ganan an Te Deum. Mer Gwengamp, a-beurz kriz, a zigasas eur c'holaouen ar c'haeran d'ar Werc'hez kurunet.



D'an 8 a viz gwengolo 1910, eo bet grt en Gwengamp gouel an hanter-kantved bla abaoue m'oa bet kurunet an Itron-Varia Wir-Zikour, hag anat eo bet eno d'an holl ec'h a devosion ar Vretoned d'o Mamm vat, war gresk a-dreuz ar c'hantvejou. 12 eskob, 30 prosesion, 700 beleg, 30.000 den a oa diredet d'ar pardon bras-ze. An oferen-bred a oe kanet en kreiz ar vali, ha goude an Aviel, an trou Dubourg, arc'heskob Roazon, a reas en brezoneg meuleudi an Itron-Varia ha hini he zervijer Charlez Bleiz, a enored ive en de-ze : Breman tri bla ha hanter-kant, emezan, Breiz-Izel a oa deut da bardonan da Wengamp evit kurunedigez ar Werc'hez. Eleiz eus ar re a oa deut en de-ze a zo t da welet o Mamm d'ar baradoz : mes ar fe a verve en o c'halon en deus digaset hirie o bugale da lidan ar memes gouel. Tregont mil kalon, bodet, strollet, stardet evel mellou eur chaden, setu ar prof hag ar gurunen a ginniget hirie d'an Itron-Varia Wir-Zikour, Notre-Dame de Vrai-Secours, n'eo ket Bon-Secours, evel ma lavar ar galleg.

En tu-hont d'an Itron-VariaWir-Zikour, deut oc'h ive da enori Charlez Bleiz, duk Breiz ha komt Gwengamp. En Blois e oa ganet, mes e galon a zo chomet en hon zouez, hag a drid hirie, dre vertu al lidou-man grt evit an Itron-Varia hag evitan. Charlez Bleiz en deus poaniet epad e vue, hag en kreiz pep seurt trubuilhou, evit difenn e e wir. Mervel a reas dindan ar bec'h. Stourmomp garo eveltan, holl a-unan, evit difenn hon gwiriou a Vretoned hag a gristenien.

Dalc'het d'ho fe, Bretoned an argoad !

Dalc'het d'ho fe, Bretoned an arvor !

Bezet Bleizi en kreiz an emgann, ha miret dinam hoc'h enor, herve ger koz hon tadou : Kentoc'h mervel eget en em gailhari !

An Itron-Varia Wir-Zikour a zo enoret ive en parouz Plounez, elec'h m'he deus eur pardon, an eil zul a viz gouere. N'eus ket en Goelo eur pardon ken brudet nag eur prosesion ken kaer. Milierou a belerined a 'n em gav en Plounez, d'ar zadorn ark, 'benn ar gousperou kentan. D'ar zul, ar Werc'hez, gwisket evel eur rouanez, a ra tro ar prosesion douget war diskoa martoloded Plounez.

Pardon Gwir-Zikour an eus miret c'hoaz en he bleun gened kristen ar pardoniou gwechall. (2)

------------------------

(1) An A. Chatton, Levr Bugale Mari.

(2) Epad ar Revolusion vras, pardon Gwir-Zikour a oe grt, bep bla, en Plounez. Er bla 1791, mer Plounez, e hano Maignou, a zigemennie da vr Pempoul dont gant e gonsailh d'ar prosesion, ha d'an ofiserien ha d'ar zoudarded a oa en kr digas gante o fuzuliou. Breudeur, oe respontet d'ezan, arru vefomp holl en koulz.

**********************

Hirie e rr c'hoaz gouel sant Launeuk, hanvet ive Leonor, Lunaire, Lormel, ginidik eus Bro-Geumru, hag a deuas da chom en Breiz-Izel, e kerz ar VIet kantved, demdost d'ar mor ha da str ar Rans. Goude bezan prezeget d'ar baganed, e oe hanvet eskob en Aleth, eur gr hag a oa 'lec'h ma 'man breman Sant-Servan.

Sant Launeuk a roas skoazel da Judual, mab Iona, prins an Domnone, da dec'hel ark muntrer e dad, ar prins Konomor.

Bezan eo ar zant-mn patron meur a iliz hag a chapel en Breiz-Uhel. Pedet eo evit an drouk-daoulagad.

**********************

BOKED


O Itron-Varia, bezet, evidomp holl, Gwerc'hez ar Gwir-Zikour. 

Dalc'het ar fe 'n bon c'hreiz

Hag ar giziou koz ; 

War an Iliz, war Breiz

Skuilhet ho pennoz.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica