retour ŗ la page d'accueil

pages 464, 465

Pages 464, 465

*******

 

Pempvet devez warn-ugent a Vezeven

Sant SalaŻn ar Merzer

Roue Breiz (857-874)

-----------


alaŁn a zastumas kurunen Breiz en gwad e genderv ErispoŽ, en miziou du 857.

Ar Vretoned, sebezet o welet an doare disleal en devoa kemeret evit pignal war an trŰn, a oe nec'het o klask gouzout pe e oa dleet d'eze senti outan pe ne oa ket.

Charlez ar Moal, roue ar C'hallaoued, o welet nec'hamant Breiz, a gemeras tro ac'hane evit kerzet warni. Lamm en devoa bet c'hoaz diouz an tu-ze, hag e krede d'ezan e oa deut ar mare evitan da gas an dorz d'ar gÍr. Mes an aon da gouezan dindan galloud o enebourien a reas d'ar Vretoned en em vodan endro d'o roue neve, hag hon bro n'eo ket bet biskoaz kaeroc'h, brasoc'h, na krenvoc'h evit en amzer SalaŁn. Mont a rÍ adalek an Naoned betek Angers, hag ac'hane da stÍr ar Vir (867).

Er bla 871, e c'hoantaas mont da Rom da gaout an Tad Santel ar Pab, da varn ar breujou a oa savet etre arc'heskopti Dol hag arc'heskopti Tour, hag ive,marvat, da anzao e bec'hed ouz vikel Jezuz-Krist, evit kaout digantan pinijen hag absolven.

Mes pennou-bras e rouantelez a gavas e oa an Normaned re dost da Űchou Breiz, evit ma c'hallje en em lakat en hent. Eskob Gwened, Jeremias, a yeas neuze en e blas da gaout Adrian II, a oa en amzer-ze war Gador sant Per, da ginnig d'ezan e brofou, dreist-oll eur skeuden aour eus e vent, hag eul lizer skrivet gantan da c'houlenn ouz ar pab relegou santel evit eur manati e oa o sevel. Adrian a roas da gannad SalaŁn unan eus divrec'h sant Leon III.

En amzer-ze eta, an Normaned, eur ouenn dud goue eus broiou an hanter-noz, a glaske ober o diskenn en broiou tostoc'h d'an heol, hag a zailhe war an diou Vreiz ha war Bro-C'hall.

War o bagiou skanv, e oant pignet gant al Loar betek Angers. Bretoned ha Gallaoued a 'n em glevas da gerzet oute, ha dre ijin roue Breiz e oent trec'het.

Prest goude ar viktor-ze, SalaŁn a glaskas rei an dilez eus e garg; pell a oa e kave re bonner e gurunen a roue; kablus oa eus a varo ErispoŽ, hag e ene a oa krignet gant ar morc'hed; pinijennou kalet a rÍ evit kaout e bardon; aluzennou bras a roŽ d'ar manatiou ę evit silvidigez e ene, hini e gerent hag e vugale, hag evit padusded rouantelez Breiz a-bez ; Ľ ha koulskoude, en devoa aon rak barnedigez an Otrou Doue.

En em dennan a reas en manati Plelan, en devoa laket sevel; e vab-kaer, Paskueten, ha Gouroand, mab-kaer ErispoŽ, a valeas neuze warnezan, hep mac'h allfed lavaret, mat awalc'h, an digare a rÍ d'eze en em zevel outan.

SalaŁn a dec'has arŰk e enebourien, a-dreuz-dreuz dre goad Bresilien, betek ar Merzer, e-tal Landerne. Eno e oe tizet gante, derc'hent gouel Yan.

Dinerzet gant e glenved, poaniet o welet e wellan mignoned o 'n em zevel en e eneb, glac'haret gant e bec'hed, c'hoant d'ezan da baean e c'hle da justis Doue, en em lakas e-unan, goude bezan bet o kovez hag o kommunian, etre daouarn Gouroand ha Paskueten.

Ar re-man hen gwerzas d'ar C'hallaoued, a doullas d'ezan e zaoulagad, arŰk e lazan war diri Űter-veur iliz ar Merzer, d'ar 25 a vezeven 874.

Korf SalaŁn ar merzer a oe sebeliet e-tal hini e bried Gwenbrid, en manati Plelan. E benn a virer c'hoaz en iliz Pithiviers, en eskopti Orleans; darn-all eus e relegou a zo en iliz ar Merzer, hag en iliz-veur Sant-Per, en Gwened.

---------------


KENTEL

Pinijen ar galon

Doue, en e vadelez, en deus digoret d'an den kouezet er pec'hed eun hent neve da vont d'ar baradoz, hent ar binijen.

Ar ger pinijen a zigas da gentan en hon spered ar zonj eus ar boan a gemerer o yun diwar bara ha dour, o kousket war ar c'halet, o tougen eur gouriz reun.

Pinijen ar c'horf eo an dra-ze, ha pinijen ar c'horf n'eo ket ar gwir blnijen eo; ar gwir pinijen eo pinijen ar galon.

Hounnez eo a zigor a neve hent ar baradoz d'ar pec'her, ha kement eman dreist eben ha m'eman an ene dreist ar c'horf. 

Kaer ho pefe yun ha gouela

Ha lavaret Mea culpa.


Ma n'eman ket ar binijen en ho kalon, ho poaniou a vezo didalve.

Petra eo eta pinijen ar galon ?

Eur vertuz eo hag a ra d'imp kaout kasoni ouz hon fec'hejou tremenet, nan abalamour m'o deus chachet ar boan warnomp, mes abalamour m'int eun dismeganz d'an Otrou Doue; ha kemer ar mennoz start da dec'hel diwar an hent fall, d'en em ziwall outan hiviziken, ha da zigoll Doue hag an nesan eus an droug hon deus grÍt dre hon gwall oberou.

Mar domp kouezet en eur pec'hed marvel, ar pez hon deus d'ober eo e govez ar c'hentan ar gwellan; ha ma n'omp ket evit kaout tro d'e govez prim awalc'h, lakomp, da vihanan, ar vertuz a binijen da zigeri dioustu adarre d'hon ene hent ar baradoz.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica