retour la page d'accueil

pages 404, 405, 406

Pages 404, 405, 406 et image 406-i

*******

Kentan devez ha tregont a viz Mae

Santez Anjela Merisi

Gwerc'hez, diazezourez an Ursulinezed (1474-1540)

-----------------


njela a c'hanas, d'an 21 a viz meurz 1474, en bourkig Desenzano, seiz leo diouz kr Bresia, en eskopti Veron. He zad hag he mamm a oa kristenien eus 'ar gwellan, ha Doue a vennigas o dimezi, en eur rei d'eze pemp krouadur, tri mab ha diou verc'h.

Bemde, diouz an abarde, an tad a lenne Bue ar Zent d'e vugale. Anjela a selaoue gant evez, hag eviti da vezan yaouankik, e kemeras skouer dioute.

Kastizan r he c'horf, kousket a r ales war ar zolier, pe zoken, war an douar noaz, hag eus he frejou e tiouere ar pez a c'halle hep nec'han he zud.

He c'hoar a gouske er mmes kambr ganti; an dra-ze, avat, ne oa ket re eus he doare, rak n'halle ket en em rei, kement hag he devoa c'hoant, d'ar beden ha d'ar binijen.

A vihanik e westlas he gwerc'hded da Zoue hag e lakas he c'hoar d'ober evelti.

Anjela he devoa eur gened dispar hag eur pennad bleo melen eus ar re vraoan. Gant aon na teujent d'he lakat da gouezan er pec'hed, e pellaas diouti an dilhajou kaer, ha bep mintin, e walc'he he bleo gant dour lous, da derri o sked.

Dorn Doue, koulskoude, a bouezas start warnezi. Koll a reas abred he zad hag he mamm. Digemeret a oe gant eur eontr d'ezi. A-vec'h m'oa digouezet en e di, ma oe skoet he c'hoar gant eur maro trumm.

N'he devoa c'hoaz nemet daou vla warn-ugent, pa varvas ive he eontr, ha setu hi neuze he-unan-penn, hep den d'he c'hentelian.

Distrei a reas neuze da vourk Desensano, hag e c'houlennas digor en Trede-Urz sant Fransez. Kreski a reas he finijennou; dindan he dilhad e touge eur gouriz reun; bemde e tostae ouz an dl zantel, hag he holl amzer a ro d'an oberou a drugare.

D'ar mare-ze, oa bras ar yenien en kenver Doue, ha kalz, zoken, a zileze o deveriou a relijion. Spered Anjela a boueze ales war gement-se :

An droug, emezi, a deu eus dizurz ar familhou, hag ar familh ne vezo biken enni bue vat, ma n'eo ket ar vamm eur gristenez c'houek. Red eo eta kelenn mat ar merc'hed yaouank.

Mes pens hen ober ?

Groulenn a reas digant Doue sklerijen, ha bezan he devoe. Eun devez, epad he c'housk, e welas eur skeul skedus ha warnezi eur maread gwerc'hezed a zave d'ar baradoz. D'ar mmes amzer, eur vouez a lavare d'ezi :

Anjela, na fallgalonet ket ; ark mervel e savfet en Bresia eun Urz leanezed e giz d'ar re ho peus gwelet.

Rei a reas kement-se da anaout d'eun nebeut merc'hed-all. Skoazellet gante, e vodas en he zi merc'hedigou ar c'harter da zeski d'eze o c'hatekiz. Gante ec'h ee ive da welet ar re glanv hag ar re baour en o lochennou. He daouarn a veze bepred digor d'ober an aluzen, hag ar c'homzou mat a goueze eus he muzellou a zistroas kalz a bec'herien ouz Doue.

An haden gentan eus an Urz neve a oa tlet en douar : ugent vla a dlee lakat da ziwan.

He c'harante evit Jezuz-Krist a reas d'ezi mont da Jeruzalem da welet al lec'hiou test eus e vue hag eus e varo. En hent e teuas da vezan dall, ha n'hallas ket gwelet an Douar-Santel gant daoulagad he c'horf. Renet gant ar re a oa ganti, ec'h eas d'al lec'hiou a oa bet santelaet ar muian gant Hon Zalver.

Dalc'h-mat e taouline da bokat d'an douar, en eur skuilh eur mor a zaerou. En eur zistrei d'an Itali, Doue a roas d'ezi a-neve ar gweled. Mont a reas da Rom d'ober he Jubile, hag ar pab Klemant VII, o vezan klevet hano anezi, a c'hoantaas he gwelet. Klask a reas he lakat da superiorez en eur gouent merc'hed en Rom. Anjela a anzavas outan he devoa bet digant Doue ar garg da zevel eun Urz merc'hed en Bresia, hag e oe lezet da vont kuit.

Ar zantez neuze a 'n em glevas gant ar merc'hed a ro d'ezi an dorn en he oberou a drugare, da vevan holl dindan ar memes ton hag ar memes reolen. Evit patronez e kemerjont santez Ursula hag an hano a Ursulinezed a oe dalc'het warneze goude.

An Urz neve ne oe ket pell evit bezan anavezet dre vertuziou al leanezed hag o aked da gelenn ar vugale.

Anjela, avat, ne welas ket anezan o kreski. Doue he galvas davetan da viz genver 1540, d'an oad a c'houec'h vla ha tri-ugent. Goude he maro, an Ursulinezed a greskas buhan, n'e ket hepken dre an Itali, mes ive dre ar broiou-all.

 

*******

KENTEL

Ar skoliou kristen


Tadou ha mammou, c'houi hag a gar ho pugale, daoust ha mat e kavfec'h gwelet aneze o vont en eun ti ha n'ho pefe ket a urz da lakat ho treid ennan hoc'h-unan, ha ne vefe ket a urz zoken, da gomz ac'hanoc'h d'eze ?

Nan, n'eo ket 'ta, aon ho pefe na deufent d'ho tianaout.

Hon Zalver Jezuz-Krist, en Bro-Frans, n'en deus ket a urz da lakat e dreid, ha n'eus ket a urz da lavaret hano anezan en skoliou ar gouarnamant, en parouz ebet. Daoust ha bugale gristen a zo dereat d'eze o darempredi ?

Nan, hep mar ebet. Mar doc'h kristen eta, tadou ha mammou, savet skoliou kristen dre ar vro ha kaset enne ho pugale; laket aneze etre daouarn mistri ha mestrezed diouz ho torn, e c'hallfet kaout enne pep fizianz; selaouet mouez an eskibien a zo karget da ren an Iliz ha sentet oute, en han' Doue :

An eskibien eo ar stur, 

Ma sentet oute, ez oc'h sur.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica