retour la page d'accueil

pages 395, 396, 297

Pages 395, 396, 397

*******

Eizvet devez warn-ugent a viz Mae

Sant Augustin a Gantorbery

Abostol Bro-Zz (***-604)

r bempvet kantved, tud an hanter-noz, ar Zzon hag an Angled, a zailhas war Vreiz-Veur. Dre an dir hag an tan e argasjont diouti an darn vrasan eus arVretoned hag e rejont anezi o bro. Bale a rent en tenvalijen ar gaou hag en skeud ar maro. Doue a deuas da gaout true oute hag a lakas da zevel 'us d'eze sklerijen gaer an Aviel.

Sant Gregor eo en devoa da gentan c'hoantaet prezek ar fe d'ar Zzon. Eun devez ma tremene dre blasen-varc'had Rom, e kavas warnezi sklavourien yaouank ken wesk ma c'houlennas eus a belec'h e oant ha peseurt relijion o devoa.

Ar marc'hadour a respontas e oant Szon, eus enezen Breiz, hag e oant paganed.

Pebez koll. eme C'hregor, e vefe tad an deuvalijen perc'hen bugale keo koant, ha ne welfed, a-dreuz daoulagad ken seder, nemet eun ene stret gant ar pec'hed.

Prenan reas ar sklavourien-ze, lakat a reas o zevel en manati Sant-Andre, ha gant tre Pelaj II, e kemeras penn an hent da vont da Vro-Zz da brezek ar fe.

Mes ar Romaned ne oant tamm ebet en poan d'e welet o vont digante hag a reas d'ar pab e c'hervel da zont endro; redek a rejod war e lerc'h; tizet a oe ha digaset da Rom.

Pa bignas war Gador sant Per (590), n'ankouaas ket e Zzon.

Kemenn a reas da zaou-ugent beleg eus manati Sant-Andre, gant sant Augustin en o fenn, mont da Vro-Zz. Treuzi a rejont Bro-C'hall; c'hoantt a rejont dizrei war o c'hiz, ken estlammus oa ar c'heleier a glevent diwar-trenn ar Zzon. Gregor Meur a gasas d'e vibien a oa o vont da Vro-Zz eul lizer evit o c'halonekt.

Douaran rejont en Aber an Tamis, en enezen Thanet, en rouantelez Kent.

Roue ar vro, ar pagan Ethelbert, hag ar rouanez kristen Bertha a reas' d'eze eun digemer laouen. En em lakat a rejont da brezek a bep tu ar c'helou mat. Eun tammik iliz vihan chomet en he zav a-zilerc'h ar Vretoned a oe o iliz kentan. Prezek, oferennan ha badezi a rent enni.

Ne oa ket bla c'hoaz ma oant eno, pa c'houlennas Ethelbert ar vadeziant; eleiz a gemeras skouer warnan, ha da oueliou ar Pantekost 597, dek mil Sz a oe badezet en str an Tamis.

Dre anaoudegez vat, ar roue kristen a roas d'ar venec'h e balez hag eun dachen tro-war-dro a oa enni eun templ pagan; eus ar palez e oe grt eur manati hag eun eskopti.

Sant Augustin, sakret eskob en Arl, a oe kentan abad ha kentan eskob Kantorbery. Eus an templ e oe grt eun iliz, ha, stag-a-stag outi, eur manati-all en enor d'an Ebestel Per ha Pol.

Ar pab Gregor a roas da eskob Kantorbery ar gwir da zougen ar pallium, pa vije oc'h oferennan, hag hen greas arc'heskob war Breiz-Veur a-bez. Koulskoude, eskibien Bro-Geumru (1) ha Bro-Gerne a chmas hep plegan d'ezan, dre ma c'houlenne oute prezek ar fe d'ar Zzon : tenn e kavent digeri doriou ar baradoz da dud hag o devoa laeret digante bro goz o zadou. An arc'heskob a gavas muioc'h a zentidigez abeurz e Zzon badezet.

Kelennet mat oa bet gant sant Gregor, gwir eo, war an doare d'o c'hemer :

Arabad eo, en devoa lavaret ar pab-ze d'ezan, diskar templou an idolou; diskaret hepken an idolou a zo enne, binniget aneze, savet enne teriou, laket enne relegou; en doare-ze, an dud a deuio buhannoc'h da adori ar gwir Doue el lec'hiou m'int boaz da vont dija.

Hag evel m'o deus ar c'hiz da lazan eleiz a ejenned, pa ginnigont sakrifisou d'an drouk-sperejou, pa vezo gouel an dedi, pe gouel ar verzerien, e c'halllont sevel lochennou tro-war-dro d'an templou troet en ilizou, hag ober leinou enne etreze; mes elec'h lazan an anevaled en enor d'an diaoul, e lazfont aneze evit o dibri, hag e trugarekafont Doue a ro d'eze o gwalc'h; en eur lezel gante, en doare-ze, urz da gemer eun nebeut plijaduriou korf, e teuer gwellan a benn d'o zrei war ar plijaduriou ene.

N'haller ket krennan pep tra pa ve d'ober gant eneou goue; n'eo ket a lammou bras e saver war gern eur mene, mes a gammajou bihan.

Sant Augustin a varvas d'ar 26 a viz mae 604.

(1) Cambrie ou Pays de Galles.

--------------------


KENTEL

Dizro Szon ha Bretoned Breiz-Veur


Iliz Rom eo kalonen ar bed kristen. Sant Augustin hag e venec'h a stagas outi iliz Bro-Zz (604).

Ar roue Herri VIII, war digare ma ne dorre ket ar pab Klemant VII ar briedelez a oa etre Katel Aragon hag hen, a zistagas iliz Bro-Zz diouz iliz Rom (1534).

E vugale, Edouard hag Elisabeth, eus schismatiked m'oa deut ar Zzon da vezan en arnzer o zad, a reas protestanted aneze.

Ar gatoliked a oe diframmet digante o danve hag o gwiriou; o beleien, o menec'h hag o leanezed a oe merzeriet pe harluet. Ar gaou, gant e vantel euzus, a c'holoas a nebeudou Breiz-Veur a-bez.

Adalek ar bla 1778, an nebeudik katoliked a oa c'hoaz enni, kuzet hini aman, hini a-hont, a welas erfin o tont d'eze, a hiniennou, ar gwiriou nac'het outo 250 vla a oa.

Da zispac'h 1793, eiz mil beleg eus hon bro, an trou de La Marche, (1) eskob Kastel-Pol, unan eus ar re vrudetan aneze, a gavas digemer en Bro-Zz hag a lakas, dre o reuziou hag o vertuziou, kalon ar brotestanted da denert ouz ar gatoliked.

Er bla 1850, Pi IX a c'hallas sevel a-neve eskoptiou Breiz-Veur, t d'an traou tri-c'hant vla oa. Er bla 1901, kannad Leon XIII a gase e c'hourc'hemennou da Edouard VII, ha prest goude, roue Bro-Zz, evit ar wech kentan abaoue pevar-c'hant vla, a lake e dreid war dreujou ar Vatikan.

10.000 konversion a zigoue breman, bep bla, en Breiz-Veur; n'eus ket eur familh ken ha ne vije ket enni eur c'hatolik bennak; ark kant vla aman, pobl Breiz-Veur, dizrot war hent ar wirione, ar furnez hag ar peuc'h, en devo kavet Fe koz e dadou.

Pedomp ales evit dizro ar Zzon, ha dreist-oll, evit hini hon breudeur Bretoned a Vro-Geumru hag a Vro-Gerne.

Ar pab en Rom en deus mall d'o gwelet adarre

. . . o vevan sioulik

War barlen hon mamm zantel, an Iliz katolik.

Red eo gervel, emezan, an denved dianhet ;

Eur pastor a dle bezan hag eur rummad denved.

(1) Tec'hel on devoa renket eus e eskopti, ark an dspac'herien, d'an de kentan a viz meurz 1791. Mervel a reas en Londrez, d'ar 25 a viz du 1806. E relegou a oe digaset da Gastel-Pol er blavez 1868.
Eskob Landreger a renkas tec'hel eveltan.                                t

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica