retour à la page d'accueil |
pages 379-380-381
Pages 379,380, 381
Eil devez warn-ugent a viz Mae
Sant Krispino a Viterb
Lean eus a Urz sant Fransez (1668-1750)
Ar zervijer bras-man d'ar Werc'hez Vari a c'hanas en Viterb, er bla 1668. Perig oa e hano
badeziant.
E vamm a lakas da ziwan abred en e galon eur garante dener evit ar
Werc'hez; da bemp bla, e kasas anezan da iliz Itron-Varia Della
Quercia, hag eno e kinnigas hag e westlas anezan da Rouanez an nenv hag an douar : «
Sell, ma bugel, emezi da Ber, setu aze da vamm, rei a ran ac'hanout d'ezi evit
bepred. Kar anezi eus a greiz da galon ! »
Adalek neuze, Per ne c'halvas ar Werc'hez nemet e vamm hag e Itron.
Yun a rê bep sadorn ha derc'hent lie goueliou en ne enor. Aketus oa d'he fedi ha hi a selaoue e bedennou.
Eun devez e oa pignet en beg eur wezen gant bugale-all eus e oad; en eun tol krenn, ar skourr ma oant warnan a dorras; holl e oent glazet. Perig hepken en devoa pedet e vamm, ar Werc'hez, ha n'en devoa bet droug ebet.
Da dek vla, e gerent a lakas anezan en ti eur eontr d'ezan a oa kereer. Bep sun, pa vezed kontant eus e labour, e veze roët eur gwenneg d'ar pôtr. Heman a rede raktal da brenan gantan eur boked : «Roët d'in unan kaer, avat, emezan d'ar marc'hadour; rak hennez a zo da yezan kinniget d'eun itron vras; » hag e kase e brof d'an iliz dirak skeuden ar Werc'hez; eno e chôme pell amzer, ha ne gleve na ne wele netra nemet Jezuz ha Mari.
Da bemp bla warn-ugent, e c'houlennas bezan digeme-ret en Urz sant
Fransez.
Neuze e kemeras an hano a Grispino. Evel Félix a Gan-talis, ne falvezas ket gantan soursial eus netra nemet eus al labouriou-dorn ; n'en em gave ket santel awalc'h da bignal ouz an ôter.
Kaset e oe, da gentan, da Dolfa, hag eno e oe laket da geginer. E gentan preder a oe sevel eun tammik ôter vihan d'ar Werc'hez en e
gegin, hag eno e kane bep noz, :gant daou genvreur d'ezan, litaniou e vamm
vat.
Eus Tolfa, Krispino a oe kaset da Rom da blêal gant ar re glanv ; ne chômas ket pell
eno, rak re uhel karg a
gave d'ezan en devoa bet : « Me, emezan, n'eo ket eul loen on, da vezan dalc'het en disheol ; skornet eo ma gwad
ennon, ken nebeut e karan an Otrou Doue. Red eo d'in skuizder ha tomder, tan ar gegin pe heol ar jardin, unan a zaou ; labourât a renkan evit en em
domman. »
Kaset e oe eta eus a Rom da Albano, hag eno e oe laket d'ober labour ar
gegin. Evel en Tolfa, e savas eun ôterik d'ar Werc'hez, ha diraki e rê e bedennou pa veze achu e labour
gantan.
Otrone vras, eskibien ha kardinaled, pa dremenent dre Albano, a deue d'ober eur zell ouz ôter ar breur
Krispino.
Ar pab e-unan a deuas eur wech hag a roas d'ezan golo da allumi dirak e vamm
vinniget. Eun devez, eun ôtrou pinvidik a roas d'ar manac'h santel daou voked
kaer, grêt gant neud seiz ha neud aour, da lakat war e ôter ; mes unan
bennak, kamm e vizied, o tremen dre ar gegin, a gemeras ar bokedou neve. Krispino a oe doaniet abalamour d'an dismeganz a oa grêt d'e vamm vat dre al
laeronsi-ze.
Eus Albano, ar manac'h santel a oe kaset da Vonte Rotondo ; eno e oe laket da jardiner ; en e jardin en devoa savet eun tammik chapel d'ar
Werc'hez. Bemde e skuilhe tro-war-dro d'ezi eun dornadik had, abalamour kustumi al lapoused da zont d'en em vodan
eno, da ganan meuleudiou Mamm Doue.
Eus Albano, e oe kaset da Vracciano hag ac'hane da gester da Orvieto.
Ne zaleas ket da c'honid kalon an holl ; pa veze o tremen, evit digeri lient dre douez an
dud, e huche : « Alo ! bugale, grêt plas da azen ar Gapusined ! »
Eun devez, unan ha n'hen anaveze ket a c'houlennas digantan pelec'h e oa an azen-ze : « Ne welez ket,
emezan, eman ar baz war ma c'hein ? » en eur ziskouez e visac'h.
- Perak, a c'houlenned outan eun devez, e valeet bepred diskabel ?
- Daoust ha deut eo ar c'hiz, ernezan, en eur c'hoarzin, d'an ezen da zougen tokou ?
Ghom a reas d'ober ar vicher a gester eun daou-ugent via bennak en Orvieto.
Pa n'hallas mui baie d'ober an dro, e oe kaset da Rom ; mes tud Orvieto a renkas kaout o breur
Krispino. Pa zizroas, kêr a-bez a yeas d'e gerc'hat : « Oh ! ma Doue,
emezan, perak ober kement a drouz evit eun azen ken koz ha ken fall ha me ! »
Tremen a reas eun nebeut blaveziou c'hoaz en Orvieto, elec'h m'oa karet gant an
holl.
Erfln, Doue hen galvas da vont da Rom elec'h ma tre-menas, de war-lerc'h gouel sant Félix (1750).
Burzudou eleiz a c'hoarvezas epad ma oa e gorf war ar varv-skaon ; c'houec'h gwech e oe red e wiskan : e zilhad a yee a dammou gant an
dud. E enterramant a oe kaer meurbed.
Pelec'h eman ar roue, a lavar d'imp unan eus skriva-nierien e vue, pelec'h eman ar roue en deus
bet, goude e varo, kement a enor hag ar paourkez manac'h-ze ?
---------------
KENTEL
Kempenn ôteriou ar Werc'hez
I. — En peb iliz parouz, e tle bezan eur skeuden eus Mamm-Doue, ha seul-vui e talc'her kempenn al lienachou, ar bleuniou hag ar golo war he zro, ha seul-vui eo anat eo krenv ar fe er barouz-ze.
II. — En pep tiegez e tle bezan ive eur skeuden eus Mamm Doue, bras pe vihan, ha diouz an enor a ve grêt d'ezi, e ve anat pegement' eo karet ar Werc'hez en tiegez-ze.
III. — Eun dra vat eo kustumi ar vugale a vihanik, dreist-oll epad miz mae, da vont da gutuilh bleuniou da lakat war ôteriou an Itron-Varia :
Netra ne ra bleunian kalon eur vamm dener
Evel al lid a ra d'ezi he bugale.
*****************
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |