retour à la page d'accueil

page 360

Pages 360, 361, 362

*******

Pempzekvet devez a viz Mae

Sant Yan-Vadezour a Zal

Beleg ha Tad Breudeur ar skoliou kristen (1651-1719)

------------


Deski ar vugale eo bet a holl viskoaz mennoz an lliz. Abaoue an amzer gosan, eun eskob o 'n em gaout e eskopti, kentan tra a rê oa sevel eun iliz hag eun ti-skol; evelse e rê ive ar bersoned neve en o farouziou.

En pep manati e veze kavet bepred eun ti-skol, eno an neb a gare a zeske lenn ha skrivan. Rak-se, dre m'en em astenne ar fe, ar skoliou a greske ive, ha d'ar zeitekvet kantved e oa, kouls lavaret, eur skol en pep parouz.

Ne oa ket awalc'h sevel skoliou, red oa c'hoaz lakat mistri ha mestrezed en o fenn. Evit ar merc'hed e oa bet savet, êz awalc'h, Urziou plac'hed santel; evit ar bôtred, avat, al labour n'ee ket kaer endro. Yan-Vadezour a Zal a oe galvet gant Doue da beur-ober al labour-ze.

Hen oa kentan bugel a roas Doue da Loeiz a Zal ha da Nikol Moël; genel a reas en Reimz, d'an 30 a viz ebrel 1651. E dad a oa eus eur familh a renk uhel eus kêr, kalz danve d'ezan; den a relijion oa ive; gantan, Yannig a zeskas lenn, ha war varlen e vamm e teuas abred da garet Doue.

Eur eontr d'ezan, Per Donet, chaloni en iliz-veur Reimz, o welet spered lemm ar bugel hag e c'hoant da vont da veleg, a lezas gantan e garg; n'en devoa c'hoaz neuze nemet pempzek vla. Mont a reas goude-ze da Bariz da beur-ober e studi, ha beleget oe en Reimz er bla 1678.

E dad hag e vamm a oa maro d'ar mare-ze, o lezel gantan o danve hag e vreudeur hag e c'hoarezed bihan da zevel ha da gelenn.

Eur garg ponner 'chome gantan, hag eur bla goude e oe ponneraet c'hoaz. Eur wreg pinvidig eus kêr hen pedas d'ober skol da bôtred paour Reimz. Adalek neuze e tigoras dirakan hent ar groaz, hag an hent-se a heuilhas betek e varo.

Evit ren gwelloc'h a ze e vistri-skol, e roas digemer d'eze en e di. E gerent a yeas droug enne o welet eun den eus e renk o vevan gant tud ken izel. Kement a rejont ma oe lemet digantan e vreudeur hag e c'hoarezed. Yan-Vadezour a oe glac'haret, mes stagan a reas startoc'h a ze gant e labour.

Ne gemere er skoliou a zave nemet bugale baour; kalz a boan a veze gante, nebeut a arc'hant dioute, ha koulskoude, ar vistri a renke en em vevan hag en em wiskan.

Rak-se, kalz eus ar vistri, gant aon rak an amzer da zont, a glaske eur stad a vue gwelloc'h. Yan-Vadezour, evit o derc'hel gantan, a roas d'eze skouer ar baourente o 'n em ober paour evelte; dilezel a reas e garg a chaloni, hag epad ar gernez a arruas er bla 1684, e roas e holl vadou (ouspen daou-ugent mil lur) d'ar paour.

E gerent hag e vignoned hag eleiz a veleien a lavare e oa kollet gantan e benn; ar zant a lôske an teodou da vont endro hag a dalc'he gant e labour. Doue a skuilhas warnan e vennoz; ar vistri-skol, gonezet gant e skouer, ne weljont mui en o labour eur boan hag a c'houlenn pae, mes eul labour hag a ra plijadur da Zoue ha vad d'ar paour.

Evit o bodan en eun Urz neve, ne oa mui nemet rei d'eze eur gwiskamant hag eur reolen a vue.

Kement-se a oe grêt goude eur retred, d'ar 27 a viz mae 1684. Urz Breudeur ar skoliou kristen a oa savet mat, ha Yan-Vadezour a Zal eo en devoa e ziazezet.

Beneat XIII hen ôtreas.

Yan-Vadezour a varvas en Rouan, en e eiz vla ha tri-ugent, d'ar 7 a viz est 1719. E gorf a oe sebeliet en chapel e vreudeur. An dispac'h a lezas e ve en peuc'h, ha Leon XIII, epad Jubile bras 1900, hen lakas etouez ar zent.

Bue Yann-Vadezour a Zal n'eo bet nemet eur verzerenti; e zaerou, e boaniou, e yuniou hag e bedennou a zaouras mat gwriziou e Urz neve. Epad e vue, en devoe an eurvat, daoust d'ar brezel grêt d'ezan, da welet e vugale goulennet en meur a lec'h. Goude e varo, e kreskjont muioc'h c'hoaz, ha da vare an dispac'h, Urz an ôtrou a Zal a oa mil breur ennan ha 36.000 bugel en o skoliou.

Er bla 1900, e oa 14.280 breur en Frans, 5.400 en diavêz-bro; rei a rênt deskadurez da 280.000 pôtr en hon bro, hag en holl vroiou, da ouspen 400.000.

---------------------


KENTEL

Skoliou kristen ha skoliou dizoue

Abaoue ar bla 1882, holl skoliou ar gouarnamant en Frans a za dizoue dre lezen : setu gwasan ha skrijusan darvoud a c'helle skei hon bro. Eskibien Frans o deus komzet holl a-unan, frêsan m'hellent, hag ouspen eur wech, eus an danjer bras m'eo ar skoliou dizoue evit ar vro, hag eus an dever striz o deus ar gerent da gas o bugale d'ar skoliou kristen.

Ha ne oa ket re abred.

Eun ti ha n'eus kroaz ebet ennan, n'eo ket eur pez kaer, mar keret, mes eun ti hag eo berzet kaout kroaz Hon Zalver ennan a zo eun dra euzus.

Eun ti ha ne ve ket saë du ar beleg ebarz, n'eo ket eur pez kaer, mar keret, mes eun ti hag eo difennet da saë du ar beleg mont ebarz, a zo eun dra euzus.

Eun ti ha n'eus peden ebet ebarz n'eo ket eur pez kaer, mar keret, mes eun ti hag eo berzet ober eur beden ennan a zo eun dra euzus.

Skoliou ar gouarnamant a zo holl breman, siouaz, tier en doare-ze, tier digristenet, da lavaret eo, tier milliget, tier dizoue.

Daoust hag ar gristenien a c'hell kas o bugale d'ar skoliou dizoue ?

Unan a zaou. Pe 'z eus skol gristen er barouz, pe n'eus ket. Ma 'zeus skol gristen er barouz, e tleont kas d'ezi o bugale, nemet koll bras o defe ouz hen ober. Ma n'eus ket a skol gristen er barouz, ha ma 'z eus a dost, ar gerent a dle kas o bugale d'ar skol-ze. (1)

Ma n'eus skol gristen ebet a-dost, ar gerent a c'hello kas o bugale d'ar skol dizoue, gant ne vezo ket danjerus evit eneou ar vugale, ha gant ma vezo kemeret preder d'o skola ervat war ar relijion, er gêr pe en iliz.

Mes mar deo ar skol dizoue danjerus evit eneou ar vugale, abalamour d'al levriou fall a zo enni ha da gomzou dife he mistri, neuze, eme Bi IX, goude ma kollfent o feadra hag o bue zoken, ar gerent a renk chom hep kas o bugale d'eun hevelep skol.

(1) Kemennadurez roët gant ar pab Pi IX da eskibicn an Amerik (24 vis du 1874).

*******

geriadurig lexique

Evit komz war al levr / Pour discuter de cet ouvrage / to speek about that book :

Academia Celtica