retour la page d'accueil

pages 356, 357

Pages 356, 357

*******

SANT SERVEZ

Eskob

(***-384)

Ober a rr hirie ive gouel sant Servez. 

Servez a oe ganet er Beljik, war a greder, war-dro ar bla 300.

Betek ma oe hanvet eskob, ne anevezer ket nemeur e vue. Adalek, avat, m'eman etre e zaouarn eskopti Tongr, e teu e hano da vezan brudet dre ar bed-holl.

Gwelet a rr anezan o stourm eneb an Arianed, o tiskuilh o falskredennou en tri gonsil : hini Sardik (344), hini Kologn (346), ha hini Rumini (359).

War-dro ar blavez 380, e tiruilh war ar vro bagadou gouezidi, an Huned o hano, renet gant Attila, eur roue draster. Ar re-man a lak en tan hag en gwad ar broiou dre ma tremenont.

Servez a bed Doue da espern, da vihanan, e eskopti, hag a ya da Rom da bedi evit e zenved, e-tal beziou an Ebestel.

Mes sant Per a zisklerias d'ezan e vije flastret kr Tongr gant an Huned : C'houi, emezan, dizroet da Dongr; laket urz en hoc'h aferou hag et goude da Vaestrik da c'hortoz ar maro.

Servez a zistroas da Dongr hag a zisklerias d'ar bobl glac'haret ar pez a oa gourc'hemennet d'ezan gant ar Mestr. Prest goude ma oe digouezet en Maestrik, e kouezas klanv hag a varvas, an 13 a viz mae 384.

War e ve e c'hoarvezas eun dra souezus : epad ar goanv, pa vije erc'h el lec'hiou-all, a droatajou, be sant Servez a vije espernet.

Ar burzud-ze a lakas eskob Maestrik, sant Monulphus, da zevel eun iliz kaer dispar elec'h ma oe digaset relegou ar zant.

Eleiz a viraklou a c'hoarvezas eno.

Eur zoudard, skoet gant ar maro trum, a zavas a varo da veo, hag a gontas e oa o vont da vezan stlejet d'an ifern, pa deuas sant Servez da c'houlen seiz vla bue c'hoaz evitan. Bevan a reas, en gwirione, seiz vla ouspen.

Mes ar c'haeran burzud a reas sant Servez evit an Iliz hag evit ar vro, oe rei an trec'h da Charlez-Martel war ar Sarazined en emgann bras Poitiers.

Sant Servez an eus chapeliou en Breiz-Izel abaoue an amzeriou pellan. Diou en deus, dreist-oll, unan en Leon, hag unan-all eu Kerne-Izel. Houman, gwechall trv ouz Duod ha hirie eur gaer a iliz-parouz, eo ar vrudetan.

Eur pardon bras a ve grt eno bep bla, hag a oa brudet gwechall kement hag ar re gaeran a Vreiz, kouls ha Bulat, Landreger ha Gwengamp. A Dreger, a Gerne dn, ha zoken a Wened, e vije gwelet eno pelerined dre vil, deut da bedi ar zant da ziwall o zrevajou diouz ar reo hag ar skorn. (1)

--------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------

(1) Pens e teuas sant Servez da vezan anavezet en Bro-Gerne ? Diouz ma lavar an O. Joncour, bet person en Sant-Servez, marvet person en Plistin, e oe digaset e relegou da Vro-Gerne gant sondarded an impalaer Loeiz, mab Charlemagn, deut d'ober brezel d'ar c'homt Guiomarc'h, ha savet o c'hamp gante en koajou Duod. En kichen, e oa eur chapel da sant Lauranz hag e lakjont enni relegou sant Servez a oa gante : evelse e tenas da vezan anavezet hag enoret dre ar vro. Eur chapel-all a oe savet ha kresket a dam da dam, adalek ar bla 1510.

Ar pardon ne vije grt anezan gwechall nemet pardon ar bac'hadou

Gwechall-goz, sant Servez en Breiz a oa brudet ; 

Pardon ar bac'hadou n'e ket c'hoaz ankouaet.


Epad ar gousperou, de 'rk ar pardon bras, 

Evit hijan ar reo 'strake ar pennou baz. 

Ha, goude 'vije bec'h, 'tre Kerne ha Gwened, 

' Vit got piou a dougje ar zant 'mz ar vered.

                                                                                                                                                                               (Kanaouennon en Yez Treger. gant Y. M. G. p. 45)

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica