retour la page d'accueil

pages 287, 288, 289, 290, 291

Pages 287, 288, 289, 290, 291

*******

Triouec'hvet devez a viz Ebrel

Pasion Hon Otrou

EIL ARVEST

Jezuz dirak an dud, en Lez-varniou Jeruzalem

---------------

Pennou-bras Jeruzalem o devoa kement a gs ouz Jezuz, a vroude aneze gant e gomzou hag e oberou ken dishenvel diouz o re, ma klaskent an tu d'en em zizober anezan ar c'hentan ar gwellan.

Judas, unan eus an daouzek o devoa e heuilhet epad an tri bla divezan, o welet e c'helle gonid eun drag bennak o werzan e vestr d'e enebourien-touet, a reas an tol, troet ma oa gant an' arc'hant.

D'ar Yaou-Garnblid eta, da hanter-noz, mevelien an Templ ha soudarded Pons-Pilat a bignas gantan da Jetsemani.

Jezuz a deuas da benn nent d'eze da gichen toull al liorz. 

- Otrou, eme Judas, me ho salud ! 

Hag e vriataas e vestr. Jezuz a lavaras d'ezan :

Judas, gwerzan rez mab an den dre eur pok. 

Hag o komz ouz ar re a heuillie an tratour :

Piou a glasket ? emezan.

Jezuz Nazareth, emeze.

Mat, me eo !

Ha, gant eur zell hepken, e tiskaras aneze d'an douar.

Pa oent dispontet ha savet adarre en o zav, Jezuz a c'houlennas oute :

Piou a glasket ?

Jezuz Nazareth, emeze.

Mes lavaret am eus d'ac'h eo me eo. Ha mar deo me an hini a glasket, lsket ar re-man da vont en peuc'h.

Otrou, eme Ber, tennan rin ma c'hleze ?

Ha hep gedal, Per a droc'has e skouarn da unan eus mevelien ar beleg-bras, Malkus e hano.

- Awalc'h, eme Jezuz da Ber, laket ho kleze en e c'holo, rak an nep piou bennak a 'n em zervijo eus ar c'hleze a varvo dre ar c'hleze. Ma karfen pedi ma Zad, e tigasfe d'in ouspen daouzek rummad le ; mes pens e teuje neuze ar Skrituriou da wir ? Enne eo merket an holl dreo-man.

Ha Jezuz a stagas e skouarn da Valkus, hag a lavaras da vevelien an Templ ha da zoudarded Pons-Pilat :

- Deut oc'h war ma lerc'h, evel pa vijen bet eul laer, gant ho klezeier hag ho pizier. Koulskoude e oan bemde azezet en ho touez o prezek en Templ, ha n'ho peus ket kroget warnon. Mes houman eo hoc'h heur ha hini Satan, ho mestr.

An diskibien a dec'has, ha Jezuz a chomas e-unan etre daouarn e enebourien, a stlejas anezan da di ar veleien vras.

Hananus, ar beleg-bras, neve rot gantan an dilez eus e garg, a zigemeias da gentan Jezuz, da c'hedal ma vije bodet pennou-bras Jeruzalem en ti Gaphas, e vab-kaer.

N'en devoa netra da welet aman. Koulskoude, e kavas e oa a-zoare evitan ober eun tammik enklask war diskibien ha war gelennadurez Jezuz. Jezuz a respontas d'ezan :

- Komzet am eus dirak an holl, goulennet digant ar bobl. Hananus a oe stouvet brao e c'henou d'ezan gant ar ger-ze. Unan bennak eus e vevelien, evit lemel ar vez diwarnan, a zistagas eur skouarniad gant Jezuz.

- M'am eus komzet fall, diskouezet d'in, ha m'am eus komzet mat, perak e skoet ganin ?

Jezuz dirak Konsailh bras Jeruzalem

E keit-ze. ar pennou-bras eus kr, ar re, da vihanan, a oa bet amzer da gas kelou d'eze, a oa en em zastumet en ti Gaphas, ar beleg-bras en karg. Jezuz a oe digaset dirake. Kerkent, ha ma tigoras ar prosez, oa es gwelet pens e troje an treo. Jezuz a oa barnet ark e glevet. Ar c'hiz a oa da zisplegan, da gentan, kement tra a c'hellje ober vad d'an hini tamallet; mes aman ne oa advokad ebet.

Testou fz, avat, a deuas; pa ve arc'hant, e ve kavet ar pez a gerer aneze. Kaphas a glaskas tennan dioute eun dra bennak, mes o c'homzou a 'n em zislavare. 'Benn ar fln e teuas daou hag a 'n em gleve :

- Ni hon deus e glevet o lavaret : Me c'hall diskar Templ Doue hag e zevel a neve en tri devez.

N'eo ket evelse eo en devoa lavaret Jezuz-Krist; an daou dest o devoa komprenet fall; eleiz a dud zo hag a gompren du elec'h gwenn. Jezuz-Krist en devoa lavaret :

- Diskaret an Templ-man, hag en tri devez me hen savo a neve. Ar pez n'eo ket henvel.

- Ne respontez netra ? eme Gaphas. 

Jezuz ne lavare ger.

- En hano an Doue beo, eme Gaphas, me da bed ha da asped, lavar d'imp ha bezan ont ar C'hrist, Mab an Doue binniget, pe nan out ket ?

- Ya ! eme Jezuz, hen lavaret ho peus, bezan on, hag eun devez a deuio, e welfet mab an den, an hini a gomz ouzoc'h breman, azezet en tu deou d'an Holl-C'halloudeg, o tiskenn war goabrennou an nenv. Hen, an hini a varner, a vezo neuze o varn.

Ar beleg-bras, o klevet eun hevelep respont, a rogas e zilhad : 

- Dleet eo ar maro d'ezan ! Awalc'h hon deus hlevet !

Jezuz gant mevelien an Templ

Diou heur bennak e c'helle bezan. Ar varnerien a yeas d'o gwele; Jezuz a oe lsket dindan galloud mevelien an Templ. Krainchat a rent outan, skouarnata rent anezan, skei a rent gantan hag e c'hoarzent hag e c'houlennent : Piou en deus skot ganit ? A greiz an dismegansou-ze. Jezuz a zavas e zaoulagad da zellet; ouz Per, men diaze e Iliz, a oa o paouez e nac'h a-benn ter gwech : mevelien an Templ o devoa skot en e benn, mes Per en devoa skot en e galon.

Eur zell eus ar Mestr a oe awalc'h evit ober d'an abostol dont ennan e-unan ha mont eus porz ar beleg-bras en eur ouelan.

Jezuz, evit an eil gwech, dirak Konsailh bras Jeruzalem

War-dro c'houec'h heur e c'helle bezan. Konsailherien Jeruzalem a 'n em vodas adarre. En dro-man, ne oa kouls lavaret, hini ebet aneze o vankout. Abaoue m'oa kouezet o bro dindan galloud ar Romaned, ar Judevien n'o devoa mui ar gwir da lakat eun den d'ar maro. Gouarner Rom hen mire evitan. Pennou-bras Jeruzalem eta, goude bezan kondaonet Jezuz evel eun touer-Doue. n'en em zastumont, eun eil gwech, nemet evit en em glevet war an doare gwellan da gamer evit lakat ar gouarner, Pons-Pilat, da vezan a-du gante hag e zougen da gondaoni Jezuz d'ar maro, evel den a zizurz.An eil bodadeg-man ne badas ket pell, ha raktal en em lakjot en hent da vont gant ar prizonier warzu Lez-Antonia, elec'h ma oa ar gouarner o chorn, epad amzer Fask. Tremen a rejot ebiou an Templ. Judas, o welet pens e troe an treo, a grogas ar c'heun en e galon, a stlapas, war leur an Templ, an arc'hant en devoa bet evit e varc'had euzus, hag a yeas d'en em grougan.

Jezuz dirak gouarner ar Jude

Seiz heur bennak e c'helle bezan p'en em gavjot dirak lez Pons-Pilat. Heman a oa eur pagan. Evit ar Judevien, ti eur pagan ha ti eun aneval a oa henvel; pec'hed a oa mont ebarz. Den ebet eta ne lakas e zeuliou war dreujou lez ar gouarner; o Fask o devoa da ziawall, gant aon d'en em ztran. Pa n'hellent ket mont en ti, en em lakjont da youc'hal diwar an hent. Pons-Pilat a deuas war dreuz e zor.

- Petra glasket gant an den-ze ? emezan.

- Ma ne vije ket bet eun torfetour, ne vijemp ket et d'hen digas d'ac'h.

- Kemeret anezan 'ta, ha barnet anezan hoc'h-unan, eme Bilat, en eur ober gwap aneze.

- Mes, emeze, ni n'hon deus gwir ebet da lakat eun den d'ar maro. Ni hon deus e gavet o lakat trouz dre ar vro. Difenn a ra paean an tailhou da Zezar ha lavaret a ra eo ar C'hrist, ar Roue !

Pilt a ouie, dre e ofiserien, ne oa ket gwir al loden gentan, da vihanan, eus an damalladen.

Evit gwelet petra a oa a wir en eil loden, e reas da Jezuz mont en diabarz e balez.

- Te eo roue ar Judevien ? emezan.

- Ma rouantelez, eme Jezuz, n'eo ket eus ar bed-man ! Roue on ha deut on er bed evit rei testeni d'ar wirione !

- Petra eo ar wirione? eme Bilat. Hag ar penn skanv 'zo anezan a yeas er-mz hep gortoz ar respont.

- Ne gavan netra da damall d'an den-ze, emezan d'ar Judevien. 

Absolvet oa eta Jezuz gant an hini en devoa galloud warnezan. Mes kerkent e savas youc'h.

- Ne glevez ket ? eme ar gouarner. Mes komz 'ta !

Pilt a garje bezan gwelet Jezuz o 'n em zifenn e-unan; den ne ouie komz evel ma ouie hen. Mes Jezuz ne lavaras ger, ha Pilt a chme sebezet.

- Lakat a ra trouz da zevel, a lavaras unan bennak, adalek ar Galile betek aman.

Ar gouarner, o klevet hano eus ar Galile, a zavas e benn. Eur guden dis da ziluian a oa kouezet etre e zaouarn. Rak, eus eun tu, e oa eun tamm lealded bennak en e galon, hag eus an tu-all, en devoa ive c'hoant da vezan arru mat gant an holl. Kredi reas gallout eu em denn o kas e brizonier da Herodez, a oa en Jeruzalem en deiou-ze.

Jezuz dirak Herodez

Herodez a oa roue ar Galile, lazer Yan-Vadezour, den an hudurnez. Jezuz a oe bras dirakan. C'hoant gwelet burzudou en devoa : ne welas netra. Jezuz ne gomzas ket zoken outan. Herodez, evit en em venji, a wiskas d'ezan eur vantel wenn, mantel an dud diskiant, hag a gasas anezan endro da Bilat : Gra 'vel a gari outan ! Nag er Jude, nag er Galile, Jezuz n'en devoa grt nep droug.

Jezuz dirak Lez-varn ar Bobl

Pons-Pilat, pa welas Jezuz o tizrei d'e Iez-varn, a oe nec'hetoc'h evit biskoaz : n'eo ket evit rei eun urz. E wreg, eur baganoz koulskoude, a gasas kemennadurez d'ezan : N'eo ket mat e vefe netra, emezi, etrezoc'h hag an den just-se, rak enkrezet bras on bet, abalarnour d'ezan, en eun hunvre am eus bet en noz tremenet !

Pilat a glaskas neuze damesat ar bobl. Lakat a reas Jezuz kenver ha kenver gant Barrabas, hag e c'houlennas digant ar Judevien : 

- Pehini eus an daou-man a zilivrin d'ac'h gant goueliou Pask ?

- Barrabas ! emeze, touellet ma oant gant pennou-bras kr a 'n em zile etouez an dud hag a lake pennadou enne.

- Petra rin eta da Jezuz ?

- Kaset anezan d'ar maro !

Pilat a c'houlennas dour hag a walc'has e zaouarn en eur lavaret :

- Evidon-me zo didamall diouz gwad an den-ze An dra-ze a zell ouzoc'h !

Ar Judevien a youc'has : Ra gouezo e wad warnomp ha war hon bugale !

Pilat a roas urz da skourjezan ar prizonier : Marteze, emezan, p'e welfont leun a wad, e teufont da gaout true outan.

Ar skourjezerien, goude bezan grt eus korf Jezuz eur gouli eus ar penn d'an treid, a lakas eur vantel ru war e skoa, eur gurunen spern war e benn, eur benduen en e zorn; hag e stouent dirakan d'e wapt. eu eur lavaret : Salud. roue ar Judevien !

Pilat a gemeras Jezuz hag a ziskouezas anezan er stumm-ze d'ar bobl, en eur lavaret :

- Ecce Homo : Setu aze an den ! Ar bobl a respontas :

- Staget-han ouz ar groaz I Staget-han ouz ar groaz !

- Krusiflet-han hoc'h-unan neuze; evidon-me ne gavan netra da damall d'ezan !

- Ni hon deus eul lezen, ha herve al lezen-ze e tle mervel, p'eo gwir en deus lavaret e oa Mab Doue.

Ar gouarner a gasas Jezuz en e balez :

- Eus pelec'h out ? emezan.

Pilat ne oa ket bet chomet, ar wech-all, da c'hortoz respont Jezuz; breman Jezuz, d'e dro, ne fell ket d'ezan respont d'e c'houlenn. Hag ahend-all, ne dalv ket ar boan respont. Ar gouarner a oar treo awalc'h pell zo, mes eur c'hrener eo.

- Petra, emezan, ne lavarez ger ebet ? N'ouzout ket am eus ar c'halloud d'az stagan ouz ar groaz pe d'az lezel da vale ?

- N'az pije bet galloud ebet warnon-me, ma ne vije ket bet rot d'it eus krec'h; mes an hini en deus ma laket etre da zaouarn a zo kablusoc'h evidout.

- Ma lsket anezan da vale, a youc'h ar bobl diwar an hent, ne vefet ket mignon da Zezar, rak an hini a glask bezan roue a zo enebour da Zezar.

Pilat a deuas adarre war an treujou. Kreiste oa.

- Setu aze ho roue, emezan.

- Nan ! Nan ! Staget-han ouz ar groaz !

- Stagan ho roue ouz ar groaz ? eme Bilat.

Nolumus hune regnare super nos : Ni ne fell ket d'imp e renfe hennez warnornp ! Ni n'hon deus roue-all ebet nemet Sezar !

Ar bobl judev en devoa gonezet e brosez. Pilat, gant aon da goll e blas. a lavaras da Jezuz :

- Staget e vezi ouz ar groaz : Ibis ad crucem !

O Crux, ave, spes unica, 

Mundi salus et gloria, 

Piis adauge gratiam, 

Reisque dele crimina.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica