retour à la page d'accueil

pages 246, 247, 248

Pages 246, 247, 248

*******

Eilvet devez a viz Ebrel

Sant Fransez a Bola

1416 - 1507

----------

Fransez a c'hanas en Pola, eur gêr vihan eus ar C'halabr, en Itali. E dud, dimezet pell a oa, ha chomet hep bugale, a bedas sant Fransez Asiz, hag a reas le, ma o dije eur mab, da rei d'ezan e hano.

Ouspen o le, e rent eleiz a aluzennou hag a binijennou. Doue a deuas hag a roas d'eze o goulenn. Evelse, Fransez a Bola, evel Isaak, Samson, Samuel ha Yan-Vadezour, a oa anat, diouz e c'hinivelez, e oa digaset gant Doue war an douar, gant eul labour kaer bennak da gas da benn.

Adalek e vugaleach, e tiskouezas ar pez e tlee bezan divezatoc'h. Karet a rê kastizan e gorf. Dal ma veze savet, e weled anezan o redek d'an iliz, elec'h ma chome deveziou a-bez, o komz hag o c'hoari gant an Otrou Doue. Da bevarzek vla, Fransez a gwitaas e dud, gant o ôtre, hag a yeas d'en em guzet en eun toull goue, pell diouz trouz ar bed. Eno, e holl breder a oa gant Doue.

Tud a deuas da c'houlenn bevan dindannan, ha da naontek vla (1435), Fransez a zavas eun Urz relijius a zo bet ôtreet gant an Iliz divezatoc'h. Nag hen nag e venec'h ne gemerent gwech ebet na kig, nag uou, na lez, nag amann; yun a rent epad ar bla. C'hoant o devoa da enebi ouz ar gristenien-ze a veze bepred o klemm, abalamour ma oa re striz ar c'hoareiz.

En Pola, e lakas sevel e vanati kentan, ec'h eas d'ober anezan ken lïes a vurzud hag a ven. Eur mirakl hag a bad bepred eo an hini a reas o lakat eun eienen da zevel eus kleuz eur garreg, ne weler faout ebet enni d'an dour da darzan, hag a zo ken kreav ma n'eo ket bet gwelet biskoaz o vont da hesk. Da ze gousperou kentan ar zant, e ve bep bla eleiz a dud klanv o c'hedal o yec'hed diouz dour burzudus ar feunteun-ze, ha meur a hini her c'hav.

Diniver oa ar miraklou a rê Fransez war ar glanvourien a deue d'e gaout; dont a rent, n'eo ket a hiniennou, mes a gantchou, evel ma vije bet an êl Raphaël diskennet eus an nenv :

Dont a reer en eur ouelan, 

Dizrei ' reer en eur ganan.

Ouspen unan a lakas da zevel eus a varo da veo, hag anaout a rê an amzer da zont.
Ha c'hoaz n'eo ket ar pez a rê a zoueze ar muian, mes ar pez ma oa : ne oa ket anat en dije eur c'horf; lavaret a vije, kentoc'h, eur spered hepken.

Dougen a rê eur gouriz-reun ; kousket a rê war ar c'halet; ne zebre nemet eur pred bemde, goude kuz-heol; bale rê diarc'hen, dre an trêz bero, dre ar reier garo, dre an drez hag ar spern, dre an hentchou lous, hag e dreid ne vezent na poac'het, na troc'het, na toullet, na louzet. Doue en devoa roët urz d'e êle d'e viret dre mac'h ee. Pa oad o sevel e vanati, e touge mein, e kroge er c'hoad, e laboure dalc'h-mat, ha koulskoude, e zaouarn a chome ken gwenn ha re eun den ne ve kammed dindan an amzer ha ne ra nemet lenn ha skrivan. Ar zaë a zouge a chome warnan noz-de, ha daoust d'ar c'houezen diouz e gorf, elec'h c'houez an trenk, c'houez vat eo a oa gantan. Daoust pegement en em gastize, e dâl a veze bepred seder ha laouen.

Henvel a oa, a lavare unan eus e amzer, ouz eun Doue marvel, a zent an holl grouadurien outan. Seul-vui oa kalet outan e-unan, ha seul-vui oa tener ouz ar re a oa dindannan. P'en deveze da glemm ouz unan bennak, e ouie lakat da gordan an drugare hag ar justis. E-unan e kempenne hag e penselie dilhad e venec'h; daoust pegen mat arru oa gant an Otrou Doue, ne oa tamm lorc'hus ebet anezan.

Loeiz XI, roue Frans, o vezan kouezet klanv, goude bezan galvet war e dro brasan medisined e amzer, o welet ne wellae ket, a reas gervel manac'h ar C'halabr da zont d'e gaout. An den santel n'en em lakas en hent nemet war gourc'hemenn ar pab. Au digemer kaeran a oufed d'ober a oe grêt d'ezan en Tour, d'ar 24 a viz ebrel 1482. Ar roue, daoust d'ar c'hoant en devoa da barean, ne bareas ket; mervel a reas, avat, laouen, etre divrec'h ar zant, goude bezan bet e holl zakramanchou, d'ar 4 a viz est 1483. Arôk mervel, en devoa gourc'hemennet d'ezan lakat eyez gant e vugale. Hen eo a reas da Anna, dukez Breiz, dimezi da Charlez VIII, mab henan Loeiz XI, ar pez a anunas, da viken, Breiz hag ar Frans. Hen ive a hanvas mab henan an daou bried yaouank. Mervel a reas en Tour, da ze Gwener ar Groaz 1507, gant e unnekvet blavez ha pevar-ugent. E gorf a chomas unnek devez arôk bezan sebeliet. Eleiz a viraklou a c'hoarvezas war e ve. Ter zun goude maro Fransez, Anna Breiz, gwall glanv he fenherez, Glaudina, a 'n em erbedas outan, hag e oe roët d'ezi he goulenn. Evit diskouez he anaoudegez vat ha hini he zud, e labouras evit sevel an den santel war an ôteriou; ar pez ne zaleas ket d'en em gaout, rak, d'ar 7 a viz gouere 1513, Leon X hel lake war roll an dud eürus, ha d'an de kentan a viz maë 1519, hen grê sant.

----------------


KENTEL

Ar Bïnijen


« Gret pinijen ! » a lavare alïes Hon Zalver Jezuz-Krist; hag ar pez a c'hourc'hemenne d'ar re-all a rê e-unan.

I — Pec'hi reomp hep ehan; niver hon fec'hejou, abaoue 'c'h omp war an douar, a zo divent  henvel eo ouz eur bec'h ponner a lak ac'hanomp da blegan warzu an douar. Ar fe a lavar d'imp e vefornp kastizet diouz an droug hon devo grêt; karomp eta ar binijen; seul-vui en em gastizfomp er bed-man ha seul nebeutoc'h e vefomp kaslizet er bed-all.

II. — Ar c'horf eo al loen a dle dougen an ene betek porz an nenv. Red eo goût dioutan : p'hen mager re fall, ne vale ket; p'hen mager re vat, e teu da vezan direiz; stlepel a ra e varc'heg er fank. Ma fell d'imp en em viret diouz ar pec'hed, kastizomp ha danvaomp hon c'horf.

III. — Ar binijen a zo ken red breman ha m'eo bet biskoaz, ha koulskoude, an ïliz a zistenn he lezennou; ar c'hoareiz n'eo mui nemet ar skeud eus ar pez m'eo bet; ar zadorn a zo eun devez kig, ar pez ne oa ket gwechall. Perak an dra-ze ?

Abalamour, siouaz, gant fe an dud, o c'horf a zo deut ive da zemplât. Hogen, an Iliz a zo eur vamm vat hag a fell d'ezi, dreist pep tra, salvi he bugale. N em ober a ra eta diouz o ment hag o nerz evit o c'has bepred, muian m'hallo, d'ar baradoz.

*******

geriadurig lexique

Evit komz war al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica