retour la page d'accueil

pages 221, 222, 223

Pages 221, 222, 223

*******

Trede devez warn-ugent a viz Meurz

Sant Jozef Oriol

(1650-1702)

-----------


Jozef Oriol a c'hanas en Barselon, er bla 1650. En e gavel e oa c'hoaz pa varvas e dad. A drugare Doue, ar c'hereour ma timezas e vamm d'ezan goude, a oa eun den mat hag a garas ar minor evel e vab.

Fiziet e oe abred en beleien Santez-Mari-ar-Mor, hag e keit ma oa kolist gante, e teskas lenn ha skrivan. E zevosion a r d'ezan, hag hen c'hoaz eur bugel, chom pennadou hirr dirak Oter ar Zakramant. Beleien Santez-Mari-ar-Mor, o welet e oa eur c'hrouadur dihun, a reas d'ezan heuilh skoliou meur Barselon.

Jozef a oe karet gant e gamaraded ha gant e vistri; ne anaveze nemet daou hent, hini ar skol ha hini an iliz.

Seiz vla eus e vue a dremenas evelse.

Er bla 1674, e kemeras e renk etouez an doktored, hag er bla 1675, etouez ar veleien.

E vamm o vezan kuezet en dienez, en em lakas evel kelenner en eun ti pinvidik. Ar vue skouerius ha pinijennus a renas eno a reas d'an holl e gemer evit eur zant.

Da seiz vla warn-ugent, goude m'en devoa Doue rot d'ezan da anaout, dre vurzud, e oa pell c'hoaz diouz ar zantelez, e reas le da yun ar rest eus e vue. Bara ha dour kemeret d'abarde oa e holl vagadurez. Diou heur bemde e kouske war eur gador, ha netra ken.

E binijennou a oa anavezet, ha pa dremene dre ar ruiou, an ailhoned a r gwap anezan, ar pez a laouennae e galon.

Er bla 1686, e kollas e vamm, hag o vezan n'en devoa den ebet ken, ec'h eas da Rom. Ober a reas an hent war e droad, ha den ne oufe lavaret al levenez a reas d'e galon tridal pa welas beziou an Ebestel hag ilizou ar gr zantel.

Er bla 1687, goude bezan tremenet meur a viz en Rom, Innosant XI a roas d'ezan eur garg en Barselon. Dizrei a reas eta d'e vro ha derc'hel a reas da vevan ken paour ha biskoaz.

Feurmet en devoa en solier uhelan eun ti, eur gamprig vihan, a oa enni hepken eur c'hrusifi, eun dl, eur skaon hag eun nebeut levriou. Kement a c'honeze diouz e garg a goueze en godel ar beorien.

An amzer ne ro na d'ar beden na d'ar beorien a ro d'ar bec'herien. Ren a reas eleiz a eneou en henchou enkan ar zantelez. Rebech a rejod d'ezan e oa re striz en kenver ar re a veze gantan o kovez hag e r d'eze ober pinijennou a r droug d'o yec'hed.

E eskob, o klevet ze, a zifennas outan kovez hiviziken; mes ar zant a lavaras ne badje ket pell an difenn-ze, hag en gwirione, an eskob a varvas nebeut goude hag an hini a deuas war e lerc'h a roas d'ezan e c'halloud adarre.

Kaout a r, ouspen, an tu da gelenn ar vugale vihan hag ar zoudarded a c'honeze dre e zousder hag e garante. Dont a reas c'hoant d'ezan, da seiz vla ha daou-ugent, da vont da brezek ar fe da vro ar baganed; mont a reas war an hent; mes ar Werc'hez, en Marseilh, a roas d'ezan da anaout e oa gwell d'ezan dizrei da Varselon. Adalek neuze, e vue ne oe nemet eur burzud; ar vag a oa enni o tizrei eus Marseilh, a oe dare d'ezi bezan goueledet, ken fall oa ar mor; ar zant a reas sin ar groaz hag an avel a gouezas, hag ar mor a deuas sioul. Pa zizroas da Varselon, an holl a oe laouen hag a vinnigas Doue; ar beorien, dreist-oll, a ouele o welet o zad.

Ar burzudou a reas a zo ken niverus ma vije red skrivan eul levr bras evit o lakat holl. Dont a read d'e gaout eus a zaou-c'hant leo ha pelloc'h.

Eun devez, e govezour, evit anaout e zantelez, a zifennas outan parean an dud klanv a deue davetan, war zigare, emezan, ma veze re aneze ha ma rent trouz en iliz. Jozef a zentas ha ne bareas den ebet ken. Mes ar c'hovezour a zigouezas d'ezan terri e c'harr, nebeut goude, hag a oe pareet gant e benitant; adalek neuze, Jozef en devoe tre d'ober miraklou adarre, evel diagent.

An drouk-spered kounnaret o welet ar vad a r, a 'n em lakas da wall-gas e gorf. Meur a wech, e oe pilet gantan. Ouspen ar miraklou a r, Jozef a anaveze ive an amzer da zont, hag embann a reas de e varo, pell ark ma tigouezas.

Menel a reas klanv an 8 a viz meurz 1702. D'an 22, e oe rot d'ezan e zakramanchou divezan. Goulenn a reas ma vije kanet dirakan ar Stabat mater; neuze, e zaoulagad trot warzu ar c'hrusifi., e varvas en peuc'h, d'an 23 a viz meurz 1702.

Pi X hen lakas etouez ar zent, da ze gouel ar Yaou-Bask 1909.

--------------------

KENTEL

Hent ar gr

Ni eo bugale ar zent; hon zud koz a zo er baradoz. ha ma fell d'imp en em gaout el lec'h m'emaent, e tleomp bale war o roudou.

Arabad d'imp kredi, war digare ma zo eleiz a neventiou o tont en hon amzer, e teufed a benn da zigeri ive eun hent neve da vont d'ar baradoz, frankoc'h evit an hini heuilhet betek hen. Nan, an dra-ze n'en em gavo biken. Hent an erasted a chomo sonn ha tenn bepred, hag an dud a benn hag a galon, ar re-ze hepken a raio anezan.

Kerzomp gant prez etrezek kr an nenv, hep koll hon arnzer war an douar. An deveziou eo ar moneiz a dalvezo d'imp da brenan hon c'hador hag hon c'hurunen er baradoz.

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica