retour la page d'accueil

pages 207, 208

Pages 207, 208

*******

Seitekvet devez a viz Meurz

SANT PATRIK

Kentan Eskob Armagh (387-465)

-------------

atrik, lezhanvet abostol an Iverzon, kar, dre e vamm, da zant Martin, eskob Tour, a oe laeret da c'houezek vla, gant tud goue, ha kaset evel sklavour d'an Iverzon. Eno, e oe karget da vest al loened, ha goude bezan grt ar vicher-ze epad c'houec'h vla, e c'hellas kaout e frankiz hag e tizroas da Vro-C'hall. Studian a reas neuze en skoliou menec'h Marmoutier ha Lerin. Chom a reas, eur pennad, en kichen sant Jermen Auxer, ha mont a reas gantan da Vreiz-Veur, da rei dorn d'ezan da zispenn ar fals-kredennou a gase Morvan etouez kristenien ar vro-ze.

Eur wech dizroet da Vro-C'hall, ne zaleas ket da vont da Rom (432), hag ar pab Selestin a roas d'ezan e vennoz, gant ar gemennadurez da vont d'an Iverzon da brezek ar fe. O tremen dre Auxer, sant Jermen a gonsakras anezan eskob. War e hent, e kavas menec'h a falvezas gante mont d'e heul.

Epad ar rest eus e vue, e labouras da rei da bobl Iverzon anaoudegez eus Hon Zalver Jezuz-Krist. Klask a reas dont a benn eus e vestr, Milcho. Kas a reas d'ezan aour, mes ar gwall-den-man, et er-mz anezan e-unan o welet e sklavour koz, a zastumas endro d'ezan e zanve, a lakas an tan enne hag a chomas da zvi en o c'hreiz.

An drouized, beleien ar baganed, a oa neuze holl-c'halloudek en Iverzon. Patrik an evoe da stourm oute, hag ober a reas kenkoulz, ma oe gallet lezhenvel an Iverzon : Enezen ar Zent. Poblou diniver a vadezas; eskibien ha beleien eleiz a gonsakras; gwerc'hezed hag intanvezed a lakas da vevan en leanezed. E gador-eskob a ziazezas en Armagh : an iliz-veur a zavas eno, mamm holl ilizou-meur Iverzon, a binvidikaas gant relegou deut d'ezan eus a Rom.

Skedi a reas kement, dre ar pez a wele eus treo ar bed-all, dre ar pez a anaveze eus an amzer da zont, dre ar burzudou diniver an evoa ar c'halloud d'ober, mac'h eas ar vrud anezan a bep tu, en eun doare souezus.

Daoust d'ar preder a gemere bemde gant an ilizou an evoa savet a-gle hag a-zeou, ne verrae gwech ebet e bedennou; ales ales e r sin ar groaz. Gwech ebet n'en em lake en hent d'ar zul, dre zoujanz evit devez an Otrou Doue.

Den hep lorc'h, mar doa unan, e laboure gant e zaouarn, evel an Abostol bras.

Mervel a reas, oajet bras, ha sebeliete oe en Dawn, e kerz ar bempvet kantved goude donedigez Jezuz-Krist, war-dro ar bla 465.

-----------------

KENTEL

Sin ar groaz

Sin ar groaz eo merk ar c'hristen. Eun dra verket a zo eun dra perc'hennet. Pa reomp sin ar groaz, e tiskouezomp eta ec'h omp diskib da Jezuz-Krist.

Pa reomp sin ar groaz, ec'h anavezomp en Doue an unanded  hag an dreinded, rak o lavaret en hano, e verkomp n'eus nemet eun Doue, hag o lavaret an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel, e tiskouezomp e zo en Doue tri ferson dishenvl.

Pa reomp sin ar groaz, ec'h anavezomp eo Mab Doue en em c'hrt den, an eus gouzanvet hag eo maro war ar groaz evit non dasprenan.

Eun dra vihan da welet, sin ar groaz a zo eta eun dra vras da c'houzout, hag an eus galloud da grenvt ar fe, da bellt an drouk-sperejou ha da dennan bennoz Doue warnomp ha war ar pez a reomp. Mat eo eta ober sin ar groaz, diouz ar mintin, pa zaver, diouz an noz, pac'h er da gousket, ark ha goude ar prejou, ark ha goude al labouriou, en eur vont en iliz hag en eur zont er-rnz, pa dremener eur groaz bennak, ha, dreist-oll, ark ha goude ar pedennou.

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica