retour la page d'accueil

pages 198, 199, 200

Pages 198, 199, 200

*******

Trizekvet devez a viz Meurz

SANT GREGOR

Pab ha Doktor, reizer ar c'han Iliz (590-604)

-----------

Gregor, lezhanvet meur, ha n'e ket heb abeg, a c'hanas en Rom, war-dro ar bla 540. E dad, Gordian, a oa senatour, hag hen e-unan a gemeras peurz, eur pennad, en gouarnamant ar vro. 

Da varo e gerent, e savas c'houec'h manati er Sisil, hag eur seizvet en Rom, en e di, hag eno e wiskas' sa ar venec'h, d'e vla ha tregont, goude bezan rannet e holl vadou etre ar beorien.

Eun devez, o tremen er marc'had, e kavas eno eun toullad ptred vihan, digaset di da werzan. Ar gwel eus o gened hag eus o yaouankiz a reas d'ezan goulenn ha kristen e oant.

- Nan ! a lavaras ar marc'hadour.

- Ma ! mantrus eo, emezan, e vefe korfou ken koant dindan galloud an drouk-spered, ha ne vefe ket gras Doue o chom en pennou ken seder !

O vezan klevet e oa ar vugale-ze eus a Vro-Zz, e c'hoantaas mont betek eno da brezek ar fe.

Ar pab Beneat I, hag a oa neuze war Gador sant Per, a roas d'ezan tre; mes a-boan ma oa gouveet e oa et en hent, tud Rom a yeas droug enne ha ne rojont peuc'h ebet d'ar pab, ken ne gasas urz d'ezan da zizrei, rak anez, emeze, o c'hr a oa grt ganti.

Gregor, war an urz kaset d'ezan, a deuas war e giz. Eur pennad goude, e oe grt kardinal ha kaset, evel kannad, da Gonstantinopl, elec'h ma chomas c'houec'h vla. Eno, an eskob Eutychius a lavare e vije ar c'horfou, eur wech savet eus a varo da veo, ken tano ma n'helljed ket kaout krog enne. Gregor a zispennas ken brao e gelennadurez, ma reas an impalaer dvi raktal e levriou; hag Eutychius e-unan, o vezan kouezet gwall-glanv, nebeut awalc'h a arnzer goude, a groge en kroc'hen e zorn, dirak eleiz a dud deut d'e welet, hag a lavare : Anzao a ran e savfomp holl eus a varo da veo, gant ar c'horfou hon deus bet war an douar.

Pa zizroas da Rom (585), e sikouras ar pab Pelaj II da gas aferiou an Iliz endro; ha pa varvas heman, pemp bla goude (590), an holl a hanvas anezan da vont en e blas.

Dre ma kave ar garg-ze re bonner diouz e ziskoa, Gregor a glaskas tec'hel. Poan an evoe, rak ar bobl a gemere difianz anezan hag a dle evez. Koulskoude e teuas a benn d'en em glevet gant diavzidi, hag ar re-man a lakas anezan en eur baner haleg, hag a reas d'ezan mont evelse eus kr, dre guz.

Epad tri devez, e redas a-dreuz da dreuz d'ar c'hoajou ha d'ar meneziou. En Rom, dal ma oe anavezet ar c'helou, e oe kanv bras. Epad tri devez, kriz a yunas hag a bedas, da c'houlenn digant Doue dizro o fastor muian-karet. Mont a rejod d'e glask, hag eur sklerijen, a heuilhe anezan dre mac'h ee, eo hen diskuilhas.

Gregor a oe neuze douget, en kreiz ar meuleudiou, betek iliz Sant-Per, hag an de war-lerc'h, e oe kurunet pab, dirak ar bobl a ouele gant ar joa. Keit ha ma chmas en penn an Iliz, e roas testeniou niverus eus e zantelez, eus e ouiziegez hag eus e aked da greski gloar Doue.

Bemde, en dije eur pardoner bennak o tibri ouz e dl, hag an Otrou Doue a azezas eun devez en o zouez.

Sebezus eo al labour a reas, daoust d'an nebeut a yec'hed an evoa, epad ar pevarzek vla ma vevas war Gador sant Per.

Bepred e vije ar bluen en e zorn, evit diskuilh ha dispenn ar gwall c'hiziou, evit gourc'hemenn heman, pe alian hennont, evit gourdrouz eun trede ha rei kalon d'eur pevare. Eiz kant daou-ugent lizer bennak skrivet gantan a virer c'hoaz.

Kement a c'hoant an evoa da welet e veleien desket, ma c'hellas eun eskob skrivan d'ezan, eun devez : Ma vije red d'ar veleien bezan ken gouiziek ha m'ho peus c'hoant, ne vije kavet hini ebet ken !

C'hoant an evoa ive da welet aneze santel, rak evitan, ar veleien fall a zo henvel ouz dour-meur ar vadeziant a walc'h ar pec'hejou, hag a ya, goude-ze, d'en em goll en toull an dour fank.

Skrivan r da eskibien ar zav-heol ha da re ar c'huz-heol, da gas d'eze e urziou. Kas a reas ar manac'h Augustin, gant daou-ugent eus e vreudeur, da c'honid ar Zzon da Jezuz-krist. Peurskei a reas e traou relijion ar baganed, er Sisil, er C'hors hag er Sardaign.

Sevel a reas Levr ar Pastor, peder loden ennan; er gentan, e lavar piou a c'hell bezan beleget; en eil, pens e tle bezan ar bastored; en trede, pens e tleont kelenn; er pevare, pegen izel a galon e tleont bezan.

Hennez eo kaeran levr a gave gwechall ar re goz, goude ar Skritur-Zakr.

Bezan e oe ar pab a labouras ar muian da zevel ar c'han-iliz dre ar bed kristen.

Da gomzou an oferen, e roas toniou dudius, a zo deut betek ennomp, hag a gaver ken kaer, ma leverer e tle bezan o desket hant an le. Evit miret ar c'han-ze war e lerc'h, an evoa savet, en Sant-Yan-Latran, eur skol elec'h ma teske anezan d'ar yugale. E-unan e teue d'o skola, ha pa veze an drouk-izili o stourm outan, e r e zougen e-touez e btred vihan, ha gourvezet war eur gwele, e ro e gentel, gant eur vaz en e zorn, da skei war ar re a fazie. Eus ar skol-ze eo e teue ar re a zeskas en Bro-C'hall, en amzer Charlemagn (800), toniou-iliz sant Gregor.

***

Sant Kemo, ermit, enoret en LoKemo, parouz Tredrez, eo merket ive e hano, en de a hirie, war roll ar zent breton.

***


KENTEL

Kan ar bobl en iliz

Evel m'hen gwelomp dre lizerou an abostol sanl Pol, ar gristenien gentan, p'en em zastument evit al lidou sakr, a gane. Ar c'han en Iliz a zo ken koz eta hag an Iliz hec'h-unan.

Pa bignas sant Gregor war Gador sant Per, e kavas e oa dishenvel doare kanan peb iliz. En em lakat a reas da zastum an toniu braoan anavezet en ilizou ar zav-heol hag en re ar c'huz-heol; ober a reas eun dibab etreze, a reizas goude-ze diouz e c'hiz, hag a zeskas da ganerien iliz Sant-Per en Rom.

Er bla 1904, e oa goueliou bras en Rom, en enor d'an drizekvet kantved abaoue m'oa tremenet sant Gregor da welloc'h bro. Pi X a gemeras tu ac'hane evit skrivan e eil lizer-a-bab, hag e c'hourc'hemennas drezan kemer preder gant ar c'han-iliz, o tizrei da hini sant Gregor.

Eun iliziad tud o pedi, pep-hini diouz e du, a zo kaer; eun iliziad tud o kanan holl a-unan, gwazed ha merc'hed, bep eil, a zo dudius. Faziou a vo grt marteze, er penn kentan dreist-oll, mes gant an amzer e vo grt gwell. Kanomp eta, pa vezomp en ofisou: meuleudiou Doue a vezo kaeroc'h, rak ar beden ganet eo ar gaeran eus an holl bedennou.

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica