retour la page d'accueil

pages 139, 140, 141

Pages 139, 140, 141

******

Naontekvet devez a viz C'houevrer

SANT KONRAD

Eus Trede-Urz sant Fransez ("'-1351)

Konrad a oa eun trou bras ha pinvidik, a veve didrous ha dibreder gant e wreg, en kr Plezanz. E blijadur oa bezan o chaseal. Eun devez, al loen goue ma oa war e lerc'h, a yeas da guz e-kreiz ar strouez, ha ki ebet n'helle ober d'ezan dont ac'hane.

Konrad, ken dinec'h ha tra, a lak an tan er c'harz. Gwasan oa, an treo a oa kraz; an tan, eur wech krog, a redas, hag an avel hen c'houezas en douarou tro-war-dro, a oe dvet an trevajou a oa enne. Konrad hag e dud a zizroas mezek d'ar gr hag a guzas o zl gwellan m'halljont. Eur paour kez den a oe tamallet da vezan laket an tn-gwall, hag e oad o vont d'e grougan. Konrad, o klevet kemend-all, daoust ne oa ket eur skouer ar vue gristen an evoa renet betek neuze, a deuas an drugare da c'honid e galon, a anzavas pens e oa digouezet an darvoud, hag a roas e c'her da zigoll kement hini a oa bet grt gaou outan.

Evit gallout dont a benn eus a gement-se, e werzas kement tamm peadra an evoa, leveou ha dileveou, hag e roas aneze holl da zic'haoui e amezeien. Pinvidikan dijentil a oa gwechall en Plezanz a oa deut da vezan paouran den a oa o vale.

Kement-se a reas d'ezan sonjal, da vat, pegen bresk eo plijadur ha pinvidigez ar bed-man, ha goude emgleo gant e bried, hi en em reas leanez hag hen a wiskas sa Trede-Urz sant Fransez.

E oa en e bemp bla warn-agent. Mont a reas raktal da bardonan da Rom ha da Jeruzalem, hag en dizro, e chmas er Sisil, e kichenik Noto, elec'h ma tremenas an daou-ugent vla an evoa c'hoaz da vevan.

Eno, eur groaz oa holl arrebeuri, holl meublaj e beniti; an douar noaz, e wele; eur men, e benn-wele; bara ha louzeier kri, e vagadurez; ar beden hag ar binijen, e breder pemdeziek.

Daoust d'e vue pinijeunus, an drouk-spered a glaske dont a benn anezan, o lakat dirak e zaoulagad skeudennou eus e vue gwechall, evit rei c'hoant d'ezan da zilezel e beniti. Ar pez a ziskoue e tle ar c'hristen bezan bepred war evez, gant aon da vezan diskaret gant enebour e zilvidigez. N'eus forz pegen uhel e vefe savet eun den en skeul ar zantelez, e c'hall kaout lamm diwarni, ha goude ma vefe, kouls lavaret, eun troad d'ezan war dreujou ar baradoz, e c'hall kouezan en don an ifern.

Beb an amzer, ar manac'h santel a yee da Noto, da bedi da iliz Sant-Nikolas, pe da Hibla, elec'h ma pareas eur c'hrouadur klanv gant an diskenn-bouzellou.

D'an 19 a viz c'houevrer 1351, ar maro a lakas an termen d'e vue kalet, hag a zigoras dirakan doriou ar vue glorius. Dal ma tremenas, kleier Noto ha kleier Hibla a zonas aneze o-unan; ar bobl a redas da beniti ar zant, a zougas e gorf gant lid bras da iliz Sant-Nikolas, elec'h ma oe sebeliet, hag elec'h m'hen enorer abaoue.

Pedi rr sant Konrad evit an diskenn-bouzellou, ha de e ouel, en Noto, eleiz a dud a ve pareet diouz ar c'hlenved-ze.

---------------------

KENTEL

Dic'haoui an nesan

Pa rr droug d'an nesan, hep gouzout, evel ma tigouezas gant Konrad, a lakas, hep sonjal, an tan war drevajou e amezeien, eun dra vad eo e zigoll.

Pa rr droug d'an nesan, o c'houzout ha gant c'hoant d'hen ober, eo red e zigoll, rak, evel a lavar sant Augustin :

Non remittetur peccatum, 

Nisi restituatur ablatum, 

Ar pec'hed n'eo ket pardonet, 

Anez digoll nep zo gaouet.

I. Rak-se 'ta, an neb a vir tra eun all, goude m'hen grafe hep gouzout d'ezan, a dle hen restl, kerkent ha ma teu da anaout ar wirione, nemet re bell holl a vefe abaoue m'ernan an dra-ze etre e zaouarn. An neb a ra gaou ouz e nesan, o lakat anezan da goll, pe o viret outan da c'honid, ha goude ma 'n em binvikafe ket diouz an dra-ze, ma zo dislealded en e guden, a zo red d'ezan digoll.

II Ha gaou a c'haller d'ober, n'eo ket hepken ouz danve an nesan, mes c'hoaz ouz e vue, ar pez a zo gwasoc'h. Eur pec'hed euzus eo lazan an dud, kouls an dud klanv evel an dud yac'h, kouls ar c'hrouadur, ark, zoken, m'eo ganet, evel an den en oad. Eur c'hristen n'hall lazan nemet enebourien e vro, war an dachen vrezel, hag e enebourien e-unan, pa glaskont e lazan da gentan, ha pa n'hall ket en em zizober dioute, nemet o skei gante tl ar maro.

III. Gaou a c'haller d'ober, n'eo ket hepken ouz danve ha bue an nesan, mes ive ouz e vrud vat, ar pez a zo eur gwall dra ive. Ar vrud vat eo tra an den, ha gwir an eus d'he miret ha d'he difenn; ar vrud vat a zo tenn da c'honid hag z da zispeim :

Ar vrud vat a chom e tal an nor, 

Ar vrud fall a red betek ar mor. 

Gwell eo brud vat da bep hini, 

Eget aour melen 'leiz an ti.

An neb a lem, hep digare, e vrud vat digant e nesan, a dle hen dic'haoui, gwellan m'hall ; anez, n'eus pardon ebet.

IV. Gaou a c'haller d'ober, n'eo ket hepken ouz danve, bue ha brud vat an nesan, mes ive ouz e ene, ar pez eo ar gwasan; ar pez a c'hoarve, pa zouger anezan d'ar pec'hed. Red eo rei dorn d'ezan da zevel; anez, n'eus pardon ebet.

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica