retour la page d'accueil

pages 124, 125, 126

Pages 124, 125, 126

*******

Trizekvet devez a viz C'houevrer

SANT SIRILL

Eskob Alexandri ha Doktor eus an Iliz ('"-445)

sant Sirill a oa niz da Deophil, eskob Alexandri, hag a oe savet ha skolaet dindan daoulagad e eontr. Pa varvas, er bla 412, e oe hanvet da vont en e blas. Epad an daou vla lh tregont ma oe eskob, Sirill an evoe gwalc'h e galon da c'houzanv, ha dalc'h-mat da stourm. Pa veze deut a benn da rei lamm d'eur rumm enebourien, eur rumm-all a zave en e eneb, kerkent.

Da gentan, judevien Alexandri, o welet e vihanae bemde o niver hag e kreske hini ar gristenien, a yeas en kounnar eneb ar re-man; o gwaskan rent, bep gwech ma kavent an tu.

Sirill o fedas da lezel e dud en peuc'h, mes elec'h terri d'e, e gomzou na rejont nemet o lakat da gounnari gwasoc'h-gwaz, ha, dre zindan, en em glevjont da lazan holl gristenien kr. Evit en em anaout, o devoa kemeret, da verk, eur bizaou kroc'hen palmez. Eun nozvez eta, eur youc'haden skiltrus a dregarnas : An tan en iliz ! An tan en iliz ! Ar gristenien, o klevet eun hevelep kelou, a redas; mes ptred an emglev a oa en em guzet er ruzelennou tenvalan hag enkan eus kr, ha kement hini ne zouge ket ar bizaou kroc'hen palmez a veze mouget, pa goueze etre o daouarn. Da c'houlou-de, e oa eur skrij gwelet an darvoud digouezet epad an noz. Ne zalejor ket da anaout ar re o devoa grt an tl, hag ar gristenien, d'o zro, a zailhas war ar judevien, a lazas meur a hini, ha Sirill a harluas ar re-all.

An Novasianed, heretiked hag a oa kalz re striz en ken ver ar bec'herien, a r muioc'h a zroug c'hoaz d'ar gristenien, dre o geier, evit ar judevien, dre o lazerez. Sirill a reas kemer o listri sakr ha serri o ilizou. Orest, gouarner Alexandri, a gredas e r an eskob re e vestr en kr, hag a gasas klemm d'an impalaer en e eneb.

Sirill a skrivas d'e dro, hag en Konstantinopl e oe kavet mat e oberou.

Prest goude, eur baganez, brudet dre he gouiziegez, Hypatia he hano, tamallet da viret ouz Orest d'en em glevt gant Sirill, a oe lazet gant ar gristenien. Ar bec'h a oe laket, en e bez, war diskoa an eskob ; mes en Konstantinopl, an impalaer Theodoz hen c'havas didamall adarre.

En bla 430, e tigoras eur stourmad a badas daou vla, hag a lakas war e hano eul lufr ha na gollo biken. Eur prezeger kaer hag eun den lorc'hus, e hano Nestorius, a oa neuze eskob en Konstantinopl. Fazian a reas en e gelennadurez, o lavaret ne oa Jezuz-Krist, pa oe laket er bed gant ar Werc'hez Vari, nemet eun den, a renas avat, eur vue ken dispar, ma teuas, abalamour da ze, Mab Doue da chom ennan.

Herve Nestorius, an Itron-Varia, Mamm d'an den m'eo ar C'hrist, n'eo eta, en doare ebet, Mamm da Zoue.

Sirill, pa glevas kemend-all, a skrivas da eskob Konstantinopl da ziskouez d'ezan e fazi ha da glask e c'honid dre gaer.

Mes Nestorius ne blegas ket.

Eskob Alexandri a gasas an afer da Rom, hag ar pab a gondaonas kelennadurez eskob Konstantinopl. 

Mes Nestorius ne blegas ket.

Neuze, an holl eskibien a oe digemennet d'eze 'n em vodan en Ephes, da varn, dirak an nenv hag an douar, ar greden neve an evoa c'hoant eskob Konstantinopl da digas en Iliz.

Triouec'h ha nao-ugent eskob dastumet en iliz Santez-Mari en Ephes, d'an 23 a vezeven 431, a gondaonas ar greden neve, hag a embannas e oa Jezuz-Krist Doue, kerkent ha ma oa den, hag e oa eta ar Werc'hez, en gwirione, Mamm da Zoue, p'eo gwir he devoa laket er bed eur Mab hag a oa Doue. Abarde oa, pa oe douget ar varnedigez-ze; mes dal ma oe klevet, youc'hadennou skiltrus ha laouen a strinkas eus kalonou Epheziz : Gloar da Zoue ha d'e Vamm, ar Werc'hez ! Enor d'an eskibien o deus diskaret enebour an Otrou Krist !

Ha pa deuas an eskibien er-mz eus an iliz, an dud, a vil-vern, goleier gante, o diambrougas betek o lojeiz. An tier a oa sklerijennet, an itronezed kristen a zve c'houez vat, en listri arc'hant, dre ar ruiou.

Jezuz-Krist, an den-Doue, bet grt dismeganz warnan, a ziskoueze e c'hloar en noz santel-ze. Mes Nestorius ne blegas ket.

Torret e oe eus e garg. An impalaer Theodoz a reas dvi e skridou hag e zerri en eur manati. Ac'hane ec'h eas da vervel en eur vro goue !

Sirill, difennour an Iliz, a varvas, an enor war e hano; hag ar zantelez en e ene, d'an 28 a viz genver 445.

-----------------------


KENTEL

An ourgouilh


An ourgouilh a zo eur garante direiz an eus an den evitan e-unan. Eur c'hlenved eo hag a ra d'an den kouezan er follente, rak n'eus ket a dud ken foll evel ar re a 'n em vag gant avel ha moged.

Kouezan rer en ourgouilh, en meur a zoare : o vezan re stag ouz an doare da welet an unan; o kaout re a fizianz en hon nerz, en hon galloud hag en hon gouiziegez hon unan; o vezan dalc'h-mat o 'n em veuli; o kaout mez o c'houlenn ali eun all; o 'n em ziskouez santeloc'h ha barrekoc'h eget ne ver en gwirione.

Tud a zo, eme sant Fransez a Zal, hag a ve lorc'h enne abalamour m'emaint war eur marc'h brao, abalamour m'o deus eur bluen ouz o zog, abalamour m'int gwisket kaer; re-all, abalamour m'o deus baro a c'hallont da rodellan, ha bleo a c'hallont da roudennan; re-all, abalamour ma ouzont dansal, c'hoari ha kanan; re-all, war digare m'o deus eun tamm deskadurez, a fell d'eze bezan enoret ha doujet gant an holl; re-all a denn lorc'h eus o gened hag a gred eo dleet da zellou an holl paran warne.

Kernent se zo follente, rak, eme sant Pol, petra ho peus ha n'ho pefe ket bet, ha ma ho peus-han bet, perak tennan gloar anezan ?

An dud ourgouilhus a ra rukun da Zoue hag a zo kasaet gant o nesan. Pa gouezont, e kouezont ken izel m'o deve mil boan o sevel.

Diskennomp en hon c'honsianz ; gwelomp pens eman an treo ganimp, hag anavezomp evit mat pegen gwir eo lavar Mikl an Nobletz :

Gloar an douar n'an eo netra. 

Nemet tremen ebiou ne ra.

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica